Damani
Damani a reer en daksonomiezh vevoniel eus renk uhelañ ar bevedegoù er reizhiad 3 damani ennañ bet termenet gant ar c'horrvevoniour stadunanat Carl Woese (1928–2012) hag e skipailh e 1990.[1]

Hervez ar reizhiad-se ez eus tri damani e gwezenn ar vuhez : Archaea, Bacteria hag Eukarya.
Archaea ha Bacteria zo garvevien unkelligek dinukleüs, tra ma'z a an holl organegoù all, nukleüsek ha speurennek o c'helligoù, da ober an damani Eukarya.
Perzhioù an tri damani Aozañ
BUHEZ | |
damani | eukarya |
riezad | Animalia |
skourrad | Chordata |
kevrennad | Mammalia |
urzhiad | Carnivora |
kerentiad | Ursidae |
genad | Ursus |
spesad | Ursus maritimus |
Rummatadur ar vuhez | Skouer |
Ar perzh boutin d'an tri damani eo ez int diazezet war bezañs TRNr. Ar pezh o diforc'h eo bezañs un nukleüs speurennek en Eukarya, na gaver ket en Archaea ha Bacteria ; etre an daou zamani diwezhañ-mañ ez eus diforc'hioù TRN.
Archaea Aozañ
Prokarioted eo Archaea ; o speurennoù zo lipidoù savet divar chadennoù hidrokarbonek skourrek liammet dre eter ouzh glikerol, ar pezh a ro tro dezho da vevañ en un endro tomm-gor pe trenk-meurbet met c'hwek e vez endro an darn vrasañ anezho.[1]
Bihan a-walc'h eo Archaea, pa'z eo etre 0.1 µm ha 15 µm o zreuzkiz ha betek 200 µm o hirder ; a-vent int gant Bacteria ha gant ar mitokondri a zo e kelligoù Eukarya.
Bacteria Aozañ
Disheñvel diouzh re Archaea eo speurennoù Bacteria : savet int diwar chadennoù diskourr trenkennoù druz liammet ouzh glikerol dre ester (ha n'eo ket eter).
Ken ledan eo an damani Bacteria ma ne c'heller ket gouzout pet spesad zo war an Douar, ha dic'hallus eo o renkañ e stumm ur wezenn hep na vefe liammoù etre ar skourroù e live pe live.[1]
Eukarya Aozañ
En holl Eukarioted ez eus kelligoù speurennek enno un nukleüs m'emañ an TDN. Pemp riezad zo en damani Eukarya : Animalia, Chromista, Fungi, Planae ha Protista.
Viruzoù ha prion Aozañ
E-maez reizhiad C. Woese emañ ar viruzoù hag ar prion, peogwir n'o deus kellig ebet.
Er bloaz 2011 ez embannas ar gazetenn rusian Protistology ur pennad anvet New view on the megaclassification of life ma kinnigas ar bevoniour Stefan Luketa (* Sarajevo, 1990) ur rummatadur nevez 5 damani ennnañ :
Rummatadurioù all Aozañ
Reizhiad an div impalaeriezh Aozañ
Ar reizhiad-se eo a veze lakaet da glasel a-raok ma vefe erlerc'hiet hini skipailh Carl Woese outi.
Gwrizienn rummouriel |
Daou c'hourzamani | Div impalaeriezh |
Tri damani |
C'hwec'h riezad |
---|---|---|---|---|
Biota / Vitae (BUHEZ) |
Acytota / Aphanobionta (buhez digellig : viruzoù, prion hag all) | |||
Cytota (buhez kelligel) |
Prokaryota / Procarya (Monera) |
Bacteria | Eubacteria | |
Archaea | Archaebacteria | |||
Eukaryota / Eukarya | Protista | |||
Fungi | ||||
Plantae | ||||
Animalia |
Pa voe kinniget reizhiad an tri damani e 1990 e kavas da lod vevoniourien e poueze re war an disrann etre Archaea ha Bacteria, met da get pe dost ez eas an enebiezh-se abalamour d'an araokadennoù er genetik.
Reizhiad Lake Aozañ
E 1984 e kinnigas ar bevoniour stadunanat James A. Lake (*1941) ur rummatadur all ma lakae Eukaryota en hevelep damani ha hini Archaea abalamour da zamheñvelded ribozomoù Eukaryota ha lod Archaea.
Liammoù diavaez Aozañ
Notennoù Aozañ
- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) Towards a natural system of organisms
- ↑ (en) [https://fr.slideshare.net/StefanLuketa/stefan-luketa-biography-copy Stefan Luketa
- ↑ (en) New v[iew on the megaclassification of life]