Digeriñ al lañser pennañ
Kelligoù epitetial
  • ██ TDN
  • ██ keratin
  • Ar mennozh kentañ a vez gant an dud a zo e vez savet pep organeg ganto ha diwarno evel ma vez savet un ti gant brikennoù ; n'eo ket ur mennozh faos met pep brikenn eus an ti ne vez enni holl dalvoudoù na holl berzhioù an ti e-unan evel ma vez gant ar gellig. Gwelloc'h e vefe tostaat ar gellig eus ur boud en ur strollad pe gwelloc'h c'hoazh eus an den er gevredigezh gant an holl berzhioù, magañ, gouennañ ha daremprediñ.

    Ar gellig (e latin cellula, a dalv kement ha kambrig ) eo an unvezenn framm, mont-en-dro ha gouennañ hag a ya d'ober an hollad, pe ul lodenn, eus pep tra vev, pep bevegan. Pep kellig zo ur beveganig, ha pa vez en un organeg lieskelligek ez a en-dro en un doare emren, nemet e kenaoz gant ar re all. Bodet eo ar c'helligoù heñveldoare er gwiadoù, hag ar gwiadoù bodet a ya d'ober organoù.

    Dont a ra an anv eus he neuz, hañval a-hervez ouzh kellig ur manac'h : Pa vez sellet ouzh gwiadoù boudoù-bev gant ur mikroskop e teu anat e vezont brikennoù ar vuhez (o framm).

    Unvaniezh ar boudoù-bev a denn he arguzenn gentañ eus bezañs ar c'helligoù o sevel pep bevegan : Pep kellig a zo savet diwar ur framm hag ur metou diabarzh boutin ; kempouezet a vez dibaouez hemañ (homeostasiezh ar metou diabarzh) evit ma vefe spletus evit buhez, mont-en-dro ha gouennadur ar gellig.

    Istorig ar mennozhAozañ

     
    Tresadenn-evezhiañ "kelligoù" ruskenn ur wezenn evezhiet gant Robert Hooke e 1665
    • 1665 : Evezhiañ a ra Robert Hooke kelligoù marv Lej, tennañ a ra o neuz eus kelligoù ur ruskenn gwennan. Sellet a ra da c'houde kelligoù plantennoù bev zo a-drugarez d'ar c'hentañ mikroskopoù.
    • 1839 : Dizoloiñ ar a Theodor Schwann emañ an holl blantoù ha loened graet diwar kelligoù. Seveniñ a ra neuze ar mennozh emañ ar gellig unvezenn framm ha diorroadur ar vuhez, genel a ra diwar-se teorienn ar gellig diazez ar vuhez. E anv a roas da kelligoù Schwann.
    • Nac'het a vez ar ganedigezh diwar netra gant Louis Pasteur (1822-1895).
    • 1858 : Rudolf Virchow a embann e teu pep kellig deus rannadur kelligoù all (« omnis cellula ex cellula »), ar pezh a zo un doare all da venegiñ kudennadur ar vi hag ar yar.

    Framm ar c'helligoù (korfadurezh)Aozañ

    Daou seurt a gelligoù a vez termenet diouzh ma vez pe get un nukleus enno :

    diforc'hioù pennañ etre kelligoù prokariotek hag eukariotek
    Prokarioted Eukarioted
    rummadoù skouer bakteri, arkeobakteri protist, fungus, plant, loened
    ment ~ 1-10 µm ~ 10-100 µm
    doare nukleus nukleoïd Nukleus gwirion bevennet gant ur c'holoenn
    TDN e kelc'h (kromozom) molekulennoù eeun (kromozom) dalc'het gant proteinoù histon
    TRN/sintezenn ar proteinoù er sitoplasm Sintezenn TRN en nukleus
    sintezenn proteinoù er sitoplasm
    Ribosom 23S + 16S + 5S 28S + 18S + 5, 8S + 5S
    sitoplasm nebeud a struktur ennañ Frammet-tre, organitennoù ennañ ha dalc'het gant ur sitokorf-eskern
    Fiñvoù skourjezig savet diwar flagelin Skourjezig ha blevennigoù savet diwar tubulin
    Metabolegezh anaerobiezh pe aerobiezh Peurvuiañ aerobiezh
    Mitokondri hini ebet etre unan ha kalz anezho
    Kloroplast hini ebet er bezhin hag er plant
    Evezhiet o-unan pe e trevadennoù o-unan, trevadennoù, organegi savet diwar kelligoù arbenniget
    Rannadur eeun Mitoz (liesadur kevatal)
    Meioz (Produadur) gametoù
    Korfadurezh ur gellig loenel eukariot
     
    • Sitoplasm an eukarioted n'eo ket ken greunek hag hini ar prokarioted rak lod vrasañ o ribozomoù a zo stag ouzh ar retikulom endoplasmek.
    • Tennañ a ra ar goc'henn blasmek deus hini ar prokarioted war-bouez nebeut.
    • Pare selulozek ar plant a vez savet diwar polisakarid, seluloz dreist-holl.
    • Molekulennoù eeun an TDN a vez bodet tro-dro an histon pa dosta mare ar rannadur. Holl g/kromozomoù savet diwar-se a chom en nukleus, dispartiet eus ar sitoplasm gant ur c'holoenn. Un nebeud a organitoù (mitokondri ha kloroplast) a vez TDN enno.