Eukariot

strollad bevien unkellig pe lieskellig a dermener diouzh framm o c'helligoù

An eukarioted (eus ar gregaj eu, gwir ha karuon, kraoñenn, maen frouezh[1]) zo anezho ur strollad bevien unkellig pe lieskellig a dermener diouzh framm o c'helligoù. Unan eus tri damani ar vuhez eo an eukarioted (gant an archaebacteria hag an eubacteria).

An eukarioted o deus, er c'hontrol d'ar prokarioted (archaebacteria hag eubacteria) :


A-raok e veze rannet an eukarioted e 4 riezad : Animalia, Fungi, Plantae ha Protista (unkelligek anezho). Ma oa sklaer termenadur an teir riezad kentañ, ne oa ket ar memes tra evit riezad ar protisted a yae d'he ober « kement ha na oa ket » loened, plant pe foue.


E-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ, an araokadennoù e « reizhadoniezh » o deus roet an tu, daoust ma n'eo ket anavet an holl, da vrastresañ ur wezenn filogenetek eus an eukarioted. Unan eus an dezastum diwezhañ e galleg eo an hini kinniget gant Guillaume Lecointre ha Herve ar Gwiader e Rummatadur filogenetek ar bevien embannet gant Belin.


Notennoù

kemmañ
  1. Termenerezh evit ar vezegiezh