Trenkenn dezoksiribonukleek
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An drenkenn dezoksiribonukleek (berraet e TDN) zo ur volekulenn a gaver en holl vevien. Kavet e vez e nukleus ar c'helligoù eukariot, e kutoplasm ar c'helligoù prokariot, er mitokondriennoù hag er c'hloroplastoù. Lod eus ar viruzoù o deus ivez TDN serret en o c'hapsidenn.
En TDN emañ an holl ditouroù genetik a zo ezhomm anezho evit mont en-dro ar bevedeg. Gallout a raer keñveriañ an TDN ouzh ul levr keginañ, ennañ an holl rekipeoù evit gallout fardañ proteinoù, TRN...
Stumm
kemmañDiv neudenn nukleotidoù stag an eil ouzh eben a ya d'ober an TDN. Heuliad bazennoù an nukleotidoù a sav kodoù a c'hell bezañ lennet gant implij ar c'hod genetik. Titouriñ a ra war peseurt trenkennoù aminek a vo implijet evit sevel ar proteinoù. Molekulennoù sukr (an dezoksiriboz) ha fosfat, stag a bep eil, a ya d'ober skeledenn an TDN. Ar bazennoù zo stag outi. Peder bazenn zo en TDN : adenin (A), kutosin (C), guanin (G) ha timin (T).
An div neudenn nukleotidoù a vez liammet dre o bazennoù : guanin ouzh kutozin (G-K) hag adenin ouzh timin (A-T). Evel-se ez eus stumm un droellenn doubl gant an TDN.
-
Framm divviñs an TDN
Livet eo an atomoù dre elfenn gimiek, hag e traoñ an tu dehoù emañ diskouezet ar rummoù A-T ha G-K -
Framm kimiek an TDN