Ur viruz[1][2][3][4][5][6][7][8][9] (liester : viruzoù pe viruzioù) zo ur gwezher pore ha ne c'hell azeilañ nemet e kelligoù ar boudoù-bev. Gouest eo da gontammiñ an holl vevien, loened, plant, bakteri hag Archaea.

Anavezout-mat a reer war-dro 5 000(Daveoù a vank) seurt a viruzoù, petra bennak ma vije milionoù anezhe moarvat. Ober a reer viruzouriezh — ul lodenn eus ar c'harvevoniezh — eus studi ar viruzoù.

Teir lodenn zo en ur viruz : genoù graet diwar TDN pe TRN, ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù hag ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteri eo ar viruz daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteri bihanañ.

Notennoù ha daveennoùAozañ