Preder
Preder zo un ti-embann brezhonek bet krouet da-heul ar gelaouenn gant ar memes anv e 1958 gant Guy Étienne ha Pêr Denez evit embann levrioù-deskiñ ha skiantel. Guy Étienne, mezeg, geriadurour ha barzh, o implj al lesanv Abanna, a voe an oberour pennañ. Lec'hiet eo an ti-embann kevredigezhel e Ploveilh. Mikael Coic ha Yann-Baol an Noalleg a ra war e dro di abaoe meur a vloavezh.
Ar gelaouenn
kemmañUr gelaouenn trimiziek, ha goude daouviziek, diwar-benn ar brederouriezh, ar yezhoniezh vrezhonek hag an dermenoniezh e voe Preder da gentañ. E deroù ar bloavezhioù 70 ez eas da vezañ un ti-embann heñvelanvet ken e c'hellas tapout yalc'hadoù[1].
238 embannadenn a voe aet er maez etre 1958 ha 2022, lod dindan istitloù a yae d'ober ur stirad ha darn anezho a zo levrioù evit gwir. Isrummoù a voe e-kreiz an heuliadenn : Dafar, Tonkad, Areizh ha Lavar. Chomet eo bev c'hoazh ar stirad Lavar a vez embannet dizingal hag a bled gant yezhoniezh, termenadurezh, met ivez prederiadennoù en dro d'ar c'homz brezhoneg, d'an emsav, pe c'hoazh da ziskiblezhioù kalvezel, en o zouez ar jedoniezh pe ar brederouriezh.
Roll titloù ar gelaouenn
kemmañEus 1 da 100
kemmañ- 1. Keal an emrenerezh psikologek, Duyckaerts (Brezhoneg gant Abanna), 1958.
- 2. Moneadur an anevaled, Buytendijk (Brezhoneg gant Abanna), 1958.
- 3. An amzer, an ec'honder, Drouiz Tal-Houarn, 1958.
- 4. Dirak an darvoudoù, Herve Kervenan, 1958.
- 5. Ur gudenn vannouriezh, Goulc'hen Pennaod, 1959.
- 6. Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel, R.R. Jestin, 1959.
- 7-8. En ur lenn Barzhaz Breizh 1, Fañch Elies-Abeozen, 1959.
- 9-10. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 1, Roparz Hemon, 1959.
- 11-12. Geriadur a gorfadurezh, rann 1, Abanna, 1960.
- 13-14. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 2, Roparz Hemon, 1960.
- 15-16. Istor an Emsav sevenadurel abaoe ar Brezel-bed kentañ Youenn Olier, 1960.
- 17-18. En ur lenn Barzhaz Breizh 2, Fañch Elies-Abeozen, 1960.
- 19. Douarouriezh, Per Denez ha G.B. Kerverzioù, 1961.
- 20-21. Geriadur a gorfadurezh, rann 2, Abanna, 1961.
- 22-23. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 3, Roparz Hemon, 1961.
- 24-25. Tonkad 61, A. Thoravel, Gw. Ar Menn, Gourlann, Abanna, Bodmael, Youenn Olier, A. Even, Per Denez, Alan Heussaff, Rikagos, 1961.
- 26. Spered ha Boud, Nikolai Berdiaeff (Br. gant T. Pol Rolland-Gwalc'h, ofm), 1961.
- 27-28. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 4, Roparz Hemon, 1961.
- 29-30. Bevoniezh, Arzel Even, 1961.
- 31-32. En ur lenn Barzhaz Breizh 3, Fañch Elies-Abeozen, 1962.
- 33-34. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 5, Roparz Hemon, 1962.
- 35-36. Evel-se e komze Zarathoustra, Friedrich Nietzsche (Br. gant Alan Heussaff), 1962.
- 37-38. Tonkad 62, Youenn Olier, 1962.
- 39-40. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 6, Roparz Hemon, 1962.
- 41-42. Kendalc'h keltiek etrevroadel 1962, 1962.
- 43-44. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 7, Roparz Hemon, 1962.
- 45-46. Pevar Skourr ar Mabinogi, (Br. gant Fañch Elies-Abeozen), 1963.
- 47. Geriadur a gorfadurezh, rann 3, Abanna, 1963.
- 48-49. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 8, Roparz Hemon, 1963.
- 50. Ur Brezel diot, Fañch Elies-Abeozen, 1963.
- 51-52. Dafar 63, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., 1963.
- 53-54. Tonkad 63, Youenn Olier, Abennez, Kervorc'h, Jil Ewan, Jord Pennaod, Gweltaz Bodmaen, Abanna, Alan Toravel, Erwan Gwegen, Brec'hed Kerne, Rikagos, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., 1963.
- 55-56. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 9, Roparz Hemon, 1964.
- 57. Talar an Hoc'h, Meven Mordiern, 1964.
- 58. Tonkad 64, Vefa de Bellaing, Alan Heussaff, Olier Mordrel, Abanna, Erwan Gwegen, Youenn Olier, Youenn Gwernig, Goulven Pennaod, Brendan J.L., 1964.
- 59-61. Dornlevr Krennvrezhoneg, Goulven Pennaod, 1964.
- 62-63. Kendalc'h keltiek etrevroadel 1964, 1964.
- 64-65. Dafar 64, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., 1964.
- 66. Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1964, (Kentelioù ar Rummad Uhel), Gwenael Maze, Ronan Ar Glew, Erwan Gwegen, Mari Elen Maze, Goulven Pennaod, Loeiz Lemoine, Ivona Konan, 1964.
- 67-68. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 10, Roparz Hemon, 1965.
- 69-70. Al loened, Per Denez, 1965.
- 71. Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1965, Erwan Gwegen, Goulven Pennaod, Abennez, Olivier Loyer, 1965.
- 72-73. Tonkad 65, Abanna, Youenn Olier, Herve Ar Me, Loeiz Lemoine, 1965.
- 74-75. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 11, Roparz Hemon, 1965.
- 76-78. Displeg war an hentenn, René Descartes (Br. gant Jil Ewan), 1965.
- 79-81. Lavar 01, Goulven Pennaod, Abanna, Abennez, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., 1966.
- 82-83. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 12, Roparz Hemon, 1966.
- 84-85. Tonkad 66, Per Pennek, Gwilherm Dubourg, Gi Etienne, Youenn Olier, 1966.
- 86-87. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 13, Roparz Hemon, 1966.
- 88-90. Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1966 (Kentelioù ar Rummad Uhel), Abennez, Mari Elen Maze, Gab Cherel, Ronan Jolais, Gwernegan, Yeun Gourves, Tangi Louarn, 1966.
- 91. Eus gwarizi vras Emer da vMari-Vorgan, P. Kermoal, 1967.
- 92-94. Lavar 02, Ronan Ar Glew, Erwan Gwegen, Abanna, Goulven Pennaod, Abennez, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D., 1967.
- 95-96. Areizh 01 (K.E.A.V. 1967), Bernez An Nail, Pierrette Kermoal, Gireg Konan, Ivona Konan, Gi Kreac'h, Erwan Evenou, Yann-Fañch Furic, 1967.
- 97-98. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 14, Roparz Hemon, 1967.
- 99-100. Areizh 02 (K.E.A.V. 1967), Gwernegan, Ronan Jolais, Line Bourdier, Yeun Gourves, Gwion Ar Menteg, 1967.
Eus 101 da 200
kemmañ- 101. Alkestis, Euripides (Br. gant Youenn Olier), 1967.
- 102. Areizh 03, Lukaz Frelaut, Gab Cherel, Marie-France Boucher, Abennez, 1967.
- 103-104. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 15, Roparz Hemon, 1968.
- 105-106. Buoc'haned Breizh, Yann Cherel, 1968.
- 107. Tonkad 67, Gab Cherel, Line Bourdier, Yann Fañch Furic, Joelle Kermoal, Mikael ar Gwilhou, Tangi Louarn, Pierrette Kermoal, Nonna Jegou, 1968.
- 108-109. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 16, Roparz Hemon, 1968.
- 110. Pacem in terris, Yann XXIII (Br. gant an Tad Turiav), 1968.
- 111. Areizh 04, Joelle Kermoal, Gab Cherel, Pierrette Kermoal, Arzel Even, 1968.
- 112-113. An ardivink denel, rann 1. Lodenn gentañ, Gab Cherel, 1968.
- 114. Manifesto ar Strollad Komunour, Karl Mark ha Friedrich Engels (Br. gant Frañsez Favereau), 1968.
- 115-116. An ardivink denel, rann 1. Eil, trede, pevare lodenn, Gab Cherel, 1969.
- 117-118. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann A-1, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1969.
- 119-120. Populorum Progressio, Paol VI (Br. gant Jil Ewan), 1969.
- 121-122. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 17, Roparz Hemon, 1969.
- 123-124. Lavar 03, Goulven Pennaod, Abennez, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1969.
- 125-126. An ardivink denel, rann 2., Gab Cherel, 1969.
- 127. Goueler kelt, Tad Turiav, 1970.
- 128-129. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann A-2, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1970.
- 130-131. Kant ugent testenn verr a lennegezh, S.A.D.E.D., 1970.
- 132-133. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 18, Roparz Hemon, 1970.
- 134-135. Ar c'hembraeg hep poan. Levrenn gentañ, Per Loisel ha Goulven Pennaod, 1970.
- 136-137. Ar c'hembraeg hep poan. Eil levrenn, Per Loisel ha Goulven Pennaod, 1970.
- 138. Lavar 04, Goulven Pennaod, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1970.
- 139-140. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann A-3, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1971.
- 141-142. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 19, Roparz Hemon, 1971.
- 143-144. Talm 1, Joelle Kermoal, Pierrette Kermoal, Yann Mikael, 1971. (ISBN 2-901383-44-0)
- 145-146. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann A-4, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1971.
- 147. Stagadenn d'an Dafar evit ar Geriadur broadel, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1971.
- 148. Octogesima adveniens, Paol VI (Br. gant G. Cherel ha G. Etienne), 1971.
- 149-150. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann A-5, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1971.
- 151-152. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 20, Roparz Hemon, 1972.
- 153-154. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann A-6, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1972.
- 155-156. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 21, Roparz Hemon, 1972.
- 157-158. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann B-1, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1972.
- 159-160. Lavar 05, Goulven Pennaod, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1972.
- 161-162. Douaroniezh 1, S.A.D.E.D., 1972.
- 163-164. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann B-2, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1973.
- 165-166. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 22, Roparz Hemon, 1973.
- 167. Brezhoneg eil bloavezh, kentelioù 1-5, Kelc'h Debauvais, 1973.
- 168-169. Brezhoneg eil bloavezh, kentelioù 6-10, Kelc'h Debauvais, 1973.
- 170-171. Doue ha man bro (Lavar 06), Yann-Vari Joubiouz, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1973.
- 172. Douaroniezh 2, S.A.D.E.D., 1973.
- 173-174. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 23, Roparz Hemon, 1973.
- 175-178. Ar Priñs Bihan, Antoine de Saint-Exupéry (Br. gant Pierrette Kermoal), 1974.
- 179-180. Bourraplted an tiegezh, J.-M.Heneu, 1974.
- 181-182. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann B-3, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1974.
- 183-184. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 24, Roparz Hemon, 1974.
- 185-186. Brezhoneg eil bloavezh, kentelioù 11-20, Kelc'h Debauvais, 1974.
- 187-188. Oberoù klok, Prosper Proux, 1975.
- 189-190. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 25, Roparz Hemon, 1975.
- 191-192. Diazerc'h (Talm 2), Guy Étienne, 1975. (ISBN 2-901383-45-9)
- 193-194. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 26, Roparz Hemon, 1975.
- 195-196. Aon pe Ober traoù, Yann-Baol An Noalleg, 1975. (ISBN 2-901383-47-5)
- 197-198. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann B-4, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1975.
- 199-200. Asteriks e Breizh, Goscinny hag Uderzo (Br. gant Embannerezh Preder), 1976.
Goude 2000
kemmañ- 201-202. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 27, Roparz Hemon, 1976.
- 203. Splet an henvrezhoneg evit ar yezh arnevez, Goulven Pennaod, 1976.
- 204-205. Asteriks hag emgann ar pennoù, Goscinny hag Uderzo (Br. gant Embannerezh Preder), 1976.
- 206-207. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 28, Roparz Hemon, 1976.
- 208-209. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 29, Roparz Hemon, 1976.
- 210. Talm 4, Alan Botrel, Yann-Baol An Noalleg, Koulizh Kedez, 1976.
- 211-212. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 30, Roparz Hemon, 1977.
- 213-214. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann B-5, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1977.
- 215-216. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 31, Roparz Hemon, 1977.
- 217-218. Dafar Geriadur ar yezh arnevez, rann B-6, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1977.
- 219-220. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 32, Roparz Hemon, 1977.
- 221-222. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 33, Roparz Hemon, 1977.
- 223-227. Levr al Labourer, Joakim Gwilhom, 1978. (ISBN 2-901383-48-3)
- 228-229. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 34, Roparz Hemon, 1978.
- 230-231. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 35, Roparz Hemon, 1978.
- 232-234. Passyon agan Arluth (Br. gant Goulven Pennaod), 1978. (ISBN 2-901383-49-1)
- 235-236. Geriadur istorel ar brezhoneg, rann 36, Roparz Hemon, 1979.
- 237-238. Lavar 07, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1980.
Titloù all
kemmañ- Dornlevr krennvrezhoneg, Goulven Pennaod, 1979. (ISBN 2-901383-51-3)
- Pevar Skourr ar Mabinogi, (Br. gant Fañch Elies Abeozen), 1980. (ISBN 2-901383-52-1)
- Geriadur ar Bredelfennerezh, Guy Étienne, 1983. (ISBN 2-901383-42-2)
- Nouelou ancien ha devot, (Gl. gant Goulven Pennaod), 1984. (ISBN 2-901383-50-5)
- Lavar 08, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1991. (ISBN 2-9013830-60-8)
- Geriadur an Armerzh, ar C'henwerzh hag an Arc'hant, Yann-Baol An Noalleg, 1995. (ISBN 2-901383-11-4)
- Geriadur ar Stlenneg, Guy Étienne, 1995. (ISBN 2-901383-14-9)
- Pleustrad ar wir deoliezh d'ar werc'hez santel, Sant Louis-Marie Grignon de Monfort (Br. gant Gab Cherel), 1995. (ISBN 978-2-901383-13-0)
- Lavar 09, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1996. (ISBN 978-2-901383-17-8)
- Kembraeg evit ar Vrezhoned, Yvan Guehennec, 1997. (ISBN 978-2-901383-22-2)
- Lavar 10, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1997. (ISBN 978-2-901383-20-8)
- Jedoniezh I, Aljebr, Dezrann, Mentoniezh, Yann-Baol An Noalleg, 1998. (ISBN 978-2-901383-31-4)
- Lavar 11, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1998. (ISBN 978-2-901383-33-8)
- Steuñv ar Jederezh, Jakez Cosquer, Maryse Le Fur, Yann-Baol An Noalleg, 1999. (ISBN 978-2-901383-37-6)
- Geriadur ar Gorfadurezh, Guy Étienne, 1999. (ISBN 978-2-901383-36-9)
- Lavar 12, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 1999. (ISBN 978-2-901383-39-0)
- Geriadur ar Mediaoù, Pascal Le Moal, Guy Étienne, 2000. (ISBN 978-2-901383-40-6)
- Jedoniezh II, Stadegouriezh, Tebegouriezh, Yann-Baol An Noalleg, 2000. (ISBN 978-2-901383-31-4)
- Lavar 13, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2000. (ISBN 978-2-901383-41-3)
- Jedoniezh 6ved, Yann-Baol An Noalleg, 2001. (ISBN 978-2-901383-53-6)
- Lavar 14, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2001. (ISBN 978-2-901383-54-3)
- Jedoniezh 5ved, Yann-Baol An Noalleg, 2002. (ISBN 978-2-901383-55-0)
- Roparz Hemon, un ene tan, Pierrette Kermoal, 2002. (ISBN 978-2-901383-56-4)
- Geriadur ar Jedoniezh, Yann-Baol An Noalleg, 2003. (ISBN 978-2-901383-35-2)
- Lavar 15, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2003. (ISBN 978-2-901383-57-4)
- Ar Priñs Bihan, Antoine de Saint-Exupéry (Br. gant Pierrette Kermoal), 2004. (ISBN 978-2-901383-78-9)
- Geriadur ar Verdeadurezh, Gab Cherel & Alan E. Ar Berr, 2004. (ISBN 978-2-901383-60-4)
- Lavar 16, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2004. (ISBN 978-2-901383-61-1)
- Krennlavarioù nevez an ifern, Guy Étienne, 2005. (ISBN 978-2-901383-62-8)
- Enezenn al Lavar, Erik Orsenna (Br. gant Laorañs Motrot), 2005. (ISBN 978-2-901383-63-5)
- Geriadur ar Fizik, Yann-Baol An Noalleg, 2006. (ISBN 978-2-901383-64-2)
- Lavar 17, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2006. (ISBN 978-2-901383-65-9)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 1, A - Auscultation, Guy Étienne, 2007. (ISBN 978-2-901383-66-6)
- Lavar 18, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2007. (ISBN 978-2-901383-67-3)
- Geriadur ar Gimiezh, Yann-Baol An Noalleg, 2008. (ISBN 978-2-901383-69-7)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 2, Auscultation - Chaîne, Guy Étienne, 2008. (ISBN 978-2-901383-68-0)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 3, Chaîne - Déplétion, Guy Étienne, 2009. (ISBN 978-2-901383-70-3)
- Gramadeg ar Verb, saded, 2010. (ISBN 978-2-901383-71-0)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 4, Dépôt - Expressivité, Guy Étienne, 2010. (ISBN 978-2-901383-72-7)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 5, Exsanguination - Homosexuel, Guy Étienne, 2011. (ISBN 9782901383741)
- Geriadur ar Geginouriezh, Chantal ha Yann-Baol An Noalleg, 2011. (ISBN 978-2-901383-73-4)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 6, Homozygote - Lagophtalmie, Guy Étienne, 2012. (ISBN 978-2-901383-77-2)
- Ar Morgezeg, William Hope Hodgson (Br. gant Ronan an Deroff), 2012. (ISBN 978-2-901383-76-5)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 7, Lait - Miliaire, Guy Étienne, 2013. (ISBN 978-2-901383-79-6)
- En ur lenn Barzhaz-Breizh, Fañch Elies-Abeozen, 2013. (ISBN 978-2-901383-75-8)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 8, Miliaire - Ostéite, Guy Étienne, 2014. (ISBN 978-2-901383-81-9)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 9, Ostéoarthrite - Polyvalent, Guy Étienne, 2015. (ISBN 978-2-901383-82-6)
- Lavar 19, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2016. (ISBN 978-2-901383-83-3)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 10, Polyviscéral - Récepteur, Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg, 2017. (ISBN 978-2-901383-84-0)
- Lavar 20, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, 2018. (ISBN 978-2-901383-85-7)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 11, Récepteur - Spectrine, Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg, 2020. (ISBN 978-2-901383-87-1)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 12, Spectographie - Tuberculine, Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg, 2021. (ISBN 978-2-901383-89-5)
- Geriadur ar Vezekniezh, rann 13, Tuberculisation - Zymotique, Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg, 2022. (ISBN 978-2-901383-90-1)
An ti-embann
kemmañReteradur an embann
kemmañE-touez ar palioù en doe Gi Étienne e voe sevel geriadurioù arbennik evel hini ar vezegiezh hag ar skiantoù all. Pa voe studier medisin en doe troet ar "recueil d'anatomie" galleg-latin e brezhoneg hag e lakaas anezhañ da vezañ embannet e tri rann dindan titl Geriadur a gorfadurezh. Pelloc'h e lakaas war ar stern ur Geriadur ar Vezekniezh e 14 rann hag ec'h embannas anezhañ eus 2007 da 2022.
Mont a reas frankoc'h dave ar reteradur pa reas bod da Geriadur istorel Roparz Hemon a zeuas er maez e 45 ermaeziadenn ken abred ha 1960 hag ar rann diwezhañ embannet dalif[2].
Labouret en doe gant Youenn Olier ha Pêr Denez betek 1974 ha ez eas pelloc'h war dachenn ar yezhoniezh hag e teuas a-benn da vodañ ur rouedad laosk a dud prederiet gant goveliañ gerioù nevez evit bastañ ezhommoù ur yezh skiantel ha kelennadurel. Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh (KIS) a voe graet eus ar skipailh-se a gaver e genskrivadurioù e stirad ermaeziadennoù Lavar (1-20 eus 1966 da 2020). Eno e weler ar wellañ yezhoniourien brezhoneg o eskemm anaoudegezhioù ha menoioù evit krouiñ ar brezhoneg arnevez. Dre vras e kendalc'has Gi Étienne gant raktres adpiaouiñ gerioù dic'hizet ha klask gwriziennoù nevez er yezhoù keltiek kozh pe gempred[3].
Embannadurioù
kemmañEmbannet ez eus geriadurioù brezhonek arbennikaet diwar-benn prederouriezh, skiantoù... dreist-holl. Brudet eo embannadurioù Preder dre ma kinnigont nevezc'herioù, a vefe savet, a-hervez, diwar gwriziennoù keltiek hepken. Peder zachenn labour o deus :
- Al labourioù termenadurezh
- Ar geriadurioù arbennikaet
- An oberennoù skol ha skol-veur
- An troidigezhioù
Liamm diavaez
kemmañ- (br) Lec’hienn Preder
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
- ↑ Véronique Mosser, L'éditeur Preder, à Plomelin, fait vivre la langue breton. E-barzh Ouest-France, 23 Here 2019.
- ↑ Hervez ur test e voe reizhet ar rann-se gant Roparz Hemon pa voe war e wele-ospital just a-raok e varv e 1978.
- ↑ Meneget gant Mikael Coic : Véronique Mosser, L'éditeur Preder, à Plomelin, fait vivre la langue breton. E-barzh Ouest-France, 23 Here 2019.