Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Meven Mordiern
Meven Mordiern
Anv Meven Mordiern
Ganet 29 a viz Here 1878
Bourdel
Marvet 4 a viz C'hwevrer 1949
Kintin
Micher yezhadurour, geriadurour
Brudet evit E labour gant Frañsez Vallée war ziorren ar brezhoneg

Reun ar Rouz (René Le Roux), anavezetoc'h dindan e anv-pluenn Meven Mordiern, zo ur skrivagner brezhonek hag ur yezhour gouiziek war ar brezhoneg, an hengeltieg hag ar Gelted kozh. Ganet e voe d'an 29 a viz Here 1878 e Bourdel ha mervel a reas d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949 e Kintin. Bet e voe unan eus krouerien ar brezhoneg unvanet hag arnevez, a-gevret gant Frañsez Vallée hag Emil Ernod.

Yaouankiz

kemmañ

Mab d'ur mezeg milourel e oa Meven Mordiern. Mont a reas e dad war e leve en e vro c'henidik, tost da Wenngen, pa oa babig c'hoazh. Ne oa ket liammet Meven Mordiern gant Breizh tamm ebet. Pa oa 13 vloaz ez eas d'ober e studioù e rannvro Pariz. Goude bezañ bet el lise Condorcet ez eas da Londrez e-pad ur bloavezh. Enrollet e voe, e-pad ar Brezel bed kentañ, evit leuniañ ar bagonioù a veze kaset d'an talbenn.

Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg

kemmañ

E 1920, hag eñ 42, pa varvas e vamm, e voe posubl dezhañ bevañ hep labourat a-drugarez d'an arc'hant lezet gant e dud. Setu perak e tivizas en em ouestlañ d'ar studioù keltiek ha mont da chom en ur geriadenn, Sant-Elouri, e Borzhig, nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour Emil Ernod, a genlaboure dija ganto. Entanet e oa bet gant istor ar Gelted kozh hag e kave dispar bezañ gouest da zeskiñ unan eus ar yezhoù keltiek a oa bev c'hoazh. Studiañ pizh a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e gomz gant tud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg betek ober anezhañ ur yezh a live uhel evit ur vro arnevez. Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur".

Pouez oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg skrivet da vare Gwalarn

kemmañ

Un pouez bras en deus bet oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg arnevez. Kemeret en doa ar boaz da weladenniñ Frañsez Vallée en ur ober (war droad a-wechoù) an hent etre Porzhig ha Sant-Brieg div wech ar sizhun ha e teue Vallée d'e di ivez gant an tren bihan dre arsav Sant-Elouri. A-wechoù e teue Emil Ernod da labourat ganto ivez. Degaset en deus e ouiziegezh vras war ar yezhoù keltiek evit reiñ harp da Vallée da sevel e c’heriadur bras galleg-brezhoneg. Degaset en deus ivez d'ar Walarnerien, Roparz Hemon en o zouez, kinnigoù e-leizh evit krouiñ ar gerioù teknikel a vanke d'ar brezhoneg. Skrivañ a rae da veur a genskriver ne c'hellfe ket ar brezhoneg padout ma ne zeufe ket da vezañ ur yezh vodern a zispakfe kavadennoù nevesañ koulz hag ar prederiadennoù a zo bet e-doug an amzerioù kent. Ne felle ket dezhañ doujañ da sevenadur ar pobloù estreget ar Gelted, an Arabed, an Indeziz hag ar Sinaiz, an holl dostoc'h ouzh an Natur hervezañ.
Hervez Riwal Huon, "Ul labour all pouezus zo bet ar Grand Dictionnaire Français-Breton moullet dre strobadoù, gant Debauvais en ti-moullerezh en doa prenet gant tud an emsav [sic] : hag eñ labourer pennek ha kalet, me 'gav din eo Meven Mordiern a gemeras an hirboan da adskrivañ ar moullañ testenn ar geriadur, ha pelloc'h Ur memor souezhus, ur youl diwalc'hus, ur youl ken bras all da zisplegañ e brezhoneg ar pezh a ouie, o deus graet anezhañ unan eus skrivagnerien fonnus ar c'hantved[1]"

Diwezh e vuhez

kemmañ

Gant diskar talvoudegezh al lur gall e voe rivinet Meven Mordiern hag e renas bloavezhioù diwezhañ e vuhez er baourentez vrasañ. Mervel a reas en ospital Kintin d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949, ha douaret e voe e-kichen e vignon François Vallée, a-drugarez da vrokusted Vefa Sant-Pêr, prenet ganti bez an Ao. David (breur an eskob) a oa vak. Ha chomet eo ar vez e Bered ar C'hornog, e Sant-Brieg.

Legadiñ a reas Meven Mordiern e levraoueg da c’houarnamant SUA, hag emañ e Levraoueg ar C’hendalc’h e Washington D. C. hag e baperioù e Skol-veur Harvard, e Cambridge (Massachusetts).

Anv-straed

kemmañ

E anv ofisiel, René Le Roux, a zo dispaket war blakenn-straed un hent-kêr, e karter ar Ville Hellio, e Sant-Brieg, kenstur d'ar straed Emil Ernod ha nepell eus Bered ar C'hornog, e-lec'h m'emañ e vez.

Oberennoù

kemmañ
  • Sketla Segobrani. 3 levr moullet e ti René Prud'homme. Sant-Brieg, 1923, 3 levrenn (asambles gant Frañsez Vallée, Emil Ernod) skeudennoù gant James Bouillé.
  • Hunvreou Sant-Helori (1935-1938)
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz : O Istor hag o Sevenadur Paris, Ed. de Bretagne - 1944 (a-gevred gant Frañsez Vallée)
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz o istor hag o sevenadur. Dastumet hag urziet gant Meven Mordiern ha lakaet e brezoneg gant Abherve. Paris : Edition de la Bretagne, 1946.
  • Talar an Hoc'h, Preder, 1964.
  • Istor eur c'halvedigez, Mouladurioù Hor Yezh, 1986.
  • Eñvoriou bugeliez. Mouladurioù Hor Yezh, 1983. (levrig 46 p. ennañ).
  • Envorennou bugeliez Lodenn 1, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  • Envorennou bugeliez Lodenn 2, Mouladurioù Hor Yezh, 1987
  • An ti e Gwiler : ar Vertelotierenn nepell diouz Gwenngen, Loer-ha-Cher (1882-1891). In : Hor Yezh, n°205, 1996.
  • Envorennoù bugeliezh. In : Hor Yezh, n° 205, 1996.
  • E fealded va c'houn hag e padelezh va c'harantez. Lesneven, Hor Yezh, 2001.

Troidigezh

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Riwal Huon, Dazont an amzer-dremenet eo anvioù ar straedoù ?, e-barzh Al Liamm, p. 63-75, niv. 455, Du-Kerzu 2022. Pajennoù diwar-benn Meven Mordiern e derou hag e diwezh ar studiadenn.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Pennad : Le Roux, René.
  • Al Liamm, niv. 14, Mae-Gouere 1949

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Sellit ouzh pennad Al Liamm 455 meneget el levrlennadur, p. 73.