Sketla Segobrani
Troioù-kaer Sketla Segobrani ez eus anezho teir levrenn embannet e 1923, 1924 ha 1925, hag a gont danevell ar c'hadour kelt Segobranos en doa graet un droiad vras dre Europa hag ar bed en amzerioù koshañ.
Gant an arzour breizhat James Bouillé e voent skeudennaouet. Gant "Ti René Prud'homme (Mouler an Eskopti)" e voent embannet ha moullet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz).
Meven Mordiern, Frañsez Vallée hag Emil Ernod, lesanvet "Tadoù ar yezh vodern", eo aozerion Sketla Segobrani. Ar reizhskrivadur anvet KLT, a oa bet diazezet e 1907, a voe arveret ganto. Patrom ar brezhoneg unvan-se, yezh unvan evit ar wech kentañ abaoe pell en istor ar yezh, a oa bet un darvoud pouezus en XXvet kantved pa gasas da c'houde d'ar reizhskrivadur "peurunvan", (KLTG).
Unan eus palioù Ar Sketla e oa kelennadurezh ar brezhoneg d'ar Vretoned c'halleger a vije bet dedennet-bras gant danvez un istor ken meur, ha strewiñ e pennoù ar vrezhonegerion ur yezh kreñv, uhel hag unvanet. Evel ma veze kavet en XIXvet kantved ur skouerenn eus Buhez ar Sent e pep ti eus Breizh Izel, mennout a rae an tri oberour e vije kavet hiviziken unan eus o skouerenn e pep ti a Vreizh.
An danevell
kemmañBremañ e vefe lakaet Sketla Segobrani da zanevell fantasy. Hag unan ez eo, mesk-ha-mesk gant darvoudoù europat kozh, gwir pe wiroc'h, anavezet pe anavezetoc'h. Kontet eo da skouer, dre vunudoù resis a-walc'h, doareoù bevañ an Hengelted, pa oa arbennigourion war ar Geltiegezh hag ar "Gelted kozh" eus an tri skrivagner ; meneget eo ivez anvioù keltiek kozh an tiriadoù, ar stêrioù ha lod pobloù eus an Henamzer.
Pemp kevrenn vras a ya da sevel an danevell, aozet e pennadoù en o diabarzh. Pep kevrenn zo lakaet e gwarez un doue kelt : Dis Atir, Teutâtis, Lugus, Taranis hag Esus. Kemenn a reer d'al lennerien e rankont diwall diouzh ar pajennoù a zeu da heul rak sakr int ha pouezus-ret evit buhez ar pobladoù kelt a-vremañ, en o zouez ar Vretoned.
Displegañ a reer el levrenn gentañ penaos e voe krouet ar bed gant an doueed ha penaos e voe poblet goude gant an dud. A-hed an danevell e vo lennet buhez ar pobloù a-gent hag ar stourmadoù a renjont.
E-traoñ hogos pep pajenn e kaver notennoù hag a gas da zaveoù evit resisaat elfennoù yezhel peurgetket, hag a-wechoù evit prouiñ e c'hellfe bezañ gwir an darvoud-mañ-darvoud a c'hoarvez en istor. Un dro eus ar bed a vo graet gant unan eus ar penndudennoù, "Vindosetlos mab Kintus", met ar peb all eus an istor a c'hoarvez war zouaroù Europa.
Ur gealiadurezh
kemmañLennet eo bet stank an oberenn-se gant tud desket war ar brezhoneg an eil Emsav, tud hag a ouie lenn ha kompren ar brezhoneg unvan-se, leuniet a nevezc'herioù, hag ar memes re hag a oa dedennet gant an danvez. Ul levezon gealiadurezhel he deus bet warno, hep mar, ul levezon hag a oa, n'eus forzh penaos, o tont eus ur memes luskad europat er mare-se. Ankounac'haet eo bet an oberenn goude 1945.
Unan all eus palioù Ar Sketla eo e vefe taolennet d'al lenner, dre droioù-kaer an danevell, un doare-bevañ hag un doare-soñjal. Kinnig a ra sevenadurezh an Hengelted (Meven Mordiern en devoa skrivet ivez "Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh") evit aweniñ ur sevenadurezh vrezhon da zont. Soñj an oberourion a oa honnezh : pep broad dishual hag emveliek zo diazezet war un uhelvennad da vezañ tizhet. An uhelvennad-se zo un eñvor kozh eus ar bobl, ha neuze ar vroad, en he stad kentidik. Evel ma 'z eo savet mojenn vroadel Sveden war sagaoù ar Vikinged, pe mojenn vroadel Bro-C'hall war istorioù ar C'halianed.
Gallout a reer lavaret ez eo Sketla Segobrani un oberenn vroadelour.
Hiziv an deiz
kemmañAdembannet eo bet ar Sketla er bloaz 2019 gant an ti-embann Ar Gouloù Gwenn, goude bezañ bet lakaet hervez an doare-skrivañ peurunvan.
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Goulven Pennaod, L'éclat de ses gros bras nus, pennad er gelaouenn Me a zalc'ho, Gouhere 1995, pp. 3-4. — an "droidigezh"-se a gaver dre c'hoap ouzh enebourien ar Sketla dindan pluenn Jakez Riou en e bezh-c'hoari Gorsedd digor (1928).