Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
emsav
Iskevrennad eusluskad politikel, luskad sevenadurel, ideologiezh politikel Kemmañ


Termenadur ar ger Emsav

kemmañ

An anvioù Emsav pe emsaver a vez graet eus aozadurioù pe tud o stourm a-gevret war un dachenn bennak: emsavioù politikel da gentañ, hogen emsav sevenadurel ivez, pe arzel zoken.

Amañ e vo kaoz eus an emsav a ra war-dro danvez Breizh ha pergen ar brezhoneg a zo, evel ma vez gwelet en Istor an Emsav, elfenn diazez stourm an Emsav.

An Emsav (distaget "em-zao" dre vras) a vez implijet evit termeniñ luskadoù politikel, en ur ster ledan-tre, a zo bet gwelet e Breizh abaoe dibenn an XIXvet kantved. Talvezout a ra evel en em sevel sonn adarre hag evel ar relèvement e galleg hag ar Risorgimento, luskad politikel italian an XIXvet kantved.

E dielloù al luskadoù brezhonek pennañ o deus klasket ren e brezhoneg ur venoziadeg klok da ziazezañ o obereriantiz politikel "Emsav Stadel Breizh" hag "Emsav Ar Bobl Vrezhon" e c'haller kavout termenadurioù heñvel a-walc'h ouzh hemañ :

"Evit parrat ouzh an dañjer marvus n'en em gav ar yezh vroadel - war var da steuziañ a-grenn, pezh a lakfe Breizh mont da get - ez eo bet savet an Emsav e deroù ar XXvet kantved. Bez ez eo an Emsav eta an danvez broad vrezhon nevez adkavet ganti ster hec'h istor hag adpiaouet ganti he c'hevala istorek ha pergen he yezh, gouest dre-se da aozañ ur gevredigezh hag ur stad vroadel nevez a grouo ur sevenadur broadel nevez el lec'h." (Imbourc'h, Kefridi ha tonkad Skol an Emsav, 1971, p.4)

Anv a zo bet ivez gant ESB pe EBV eus al "Ledemsav" da envel al luskadoù rannvroelour.

- termenadur ledan, sevenadurel, kevredigezhel : Metoù ar vretoned o stourm well-wazh evit Breizh emrenoc'h, Breizh Unvan, a-du gant brezhoneg ha zoken, evit lod, gant ar gallaoueg. Ur metoù eo, ur seurt 'familh', ha n'eo ket ur strollad.

An Emsav sevenadurel ez eo, derc'houezet dreist-holl gant Kuzul Sevenadurel Breizh.

Istor an Emsav

kemmañ

Amañ e vo anv eus istor an Emsav dre-vras, koulz sevenadurel, yezhel, ha n'eo ket politikel hepken rak, evel ma vo gwelet an arvez politikel en em ziskouezo da ziwezhañ e dibenn ar pezh a anvet ar c'hentañ Emsav.

Istor an Emsav n'emañ ket da zrouk-kemer evit istor ar boblañs vrezhon, rak kement-se a aparchant d'ar gkevredadouriezh.


Marevezhioù diforc'h a c'heller studiañ : amañ eo implijet ar marevezhioù boas, hogen ne oufed ket reiñ d'ar rannadur-se un dalvoudegezh c'hroñs.

1. Eginadur an Emsav e penn kentañ an XIXvet kantved

E 1843 e voe savet an "Association Bretonne", anvet "Breuriezh Breizh" e dibenn ar c'hantved. E gwirionez ez eo kellidet goustadik an emsav a-dreuz ar chouanterezh, ar marevezh impalaerezhel gall hag adsavidigezh ar roueelezh e Pariz.

1. Ar Chalotez a gaver da gentañ. 2. Dibab dispac'hel ar yezh e deroù an naontekvet kantved. 3. Skoulmadur an darempredoù etrekeltiek en hanterenn gentan an 19vet kantved. 4. Pevare pennad : ar spered broadel o tiwanañ e-korf hanterenn gentañ an XIXvet kantved. 5 meizadur ar stourm evit ar yezh "hag arnod ar vrogarourion da genurzhian an Emsav sevenadurel en naontekvet kantved. 6 Eginadur an Emsav politikel e-kreiz an XIXvet kantved

E 1907 e voe sinet Emglev ar skrivagnerien


Levrlennadur

kemmañ
  • Istor an Emsav a-raok 1914, gant Youenn Olier, Imbourc'h 1972, 323 p.
 
E Pariz - Les Invalides - Plakenn koun d'ar soudarded breton marvet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed

Adalek 1945 betek 1985.

1985 peogwir e verk daou droc'h a-bouez :

- gant badezadur ar Skolaj brezhonek kentañ gant anv Roparz Hemon ha dibab ar peurunvan da zoare-skrivañ nemeti en emsav Diwan e oa tizhet gant an Emsav ul live 'sirius' a fed kelennadurezh – kement-mañ penn-da-benn e linenn istorel Gwalarn ha skol Blistin - hag echu e voe er pleustr gant rendael hirbad an doare-skrivañ ;

- ur rummad nevez a stourmerien a gemer krog e ensavadurioù an Emsav, levezonet gant darvoudoù 1968 : distaolet e vo mui ouzh mui ar vroadelouriezh klasek, hini an eil Emsav evit kemer harp war ur gleizelouriezh o vont alies gant distaol ar feiz kristen. Ar bruderezh (pe, hervez lod, ar gealiadurezh) evit an Divyezhegezh a voe embannet ez ofisiel gant Kendiviz Diwan Landerne war "an Divyezhegezh en Europa" e 1985.

An amzer vremañ

kemmañ

Biskoazh n'eus bet un talbenn gwirion o liammañ an holl re a stourm evit kaout muioc'h a frankiz evit Breizh. Meur a strollad zo anezho hiziv : an UDB, Strollad Breizh, Emgann, Adsav, ar CBIL. Ar strollad koshañ ha brasañ eo an UDB, en deus pevar dilennad e Kuzul-rannvro Breizh. Dilennidi he deus ivez e tiez-kêr zo, evel Strollad Breizh.