Diwan
Diwan zo ur rouedad skolioù, kentañ derez hag eil derez, ma vez kelennet e brezhoneg.
Kevredigezhel hervez lezenn c'hall ar 1añ a viz Gouere 1901, lik, digoust ha digor d'an holl ez eo ar skolioù Diwan. Krouet e voe ar gevarzhe hag, diouzhtu goude, ar skol gentañ e 1977. Ur c'hevredad kevredigezhioù eo pa vez meret pep skol, skolaj ha lise gant kevredigezhioù lec'hel. E Gwengolo 2016 e oa 47 skol, 6 skolaj hag ul lise, gant 4 242 skoliad enno[1] (4,4% a gresk er c'hentañ derez hag 1,6% en eil derez e-keñver ar bloaz a-raok).
Kevredet eo an teir c'hevredigezh Dihun, Div Yezh ha Diwan a-benn diorren ar c'helenn e brezhoneg.
Iskevrennad eus | skol |
---|---|
Rann eus | deskadurezh e Bro-C'hall |
Deiziad krouiñ | 1977 |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Stad | Frañs |
Lec'hienn ofisiel | http://www.diwan.bzh |
Pal ar skolioù Diwan
kemmañDre ma chome diseblant politikerien Breizh ha re ar Stad C'hall ouzh dazont ar brezhoneg, ha dre ma ne oa lec'h ebet evitañ en deskadurezh c'hallek e voe krouet skolioù Diwan gant un dornad stourmerien, dezho bugale en oad da vont d'ar skol. Kaoz a oa bet eus Garm evel anv d'ar rouedad, met skeudenn ar blantennig o tont a-rez d'an douar a voe kavet gwelloc'h pa arouezie ar bromesa da reneveziñ implij ar brezhoneg gant ar remziadoù nevez.
Istor
kemmañAn div skol gentañ e 1977
kemmañ-
An ti-skol a-zehou d'ar maerdi.
-
Plakenn ar skol Diwan gentañ.
Reun an Ostiz (René L'Hostis), soner, ezel eus ar CGT hag eus an UDB, o welet ne oa lec'h ebet evit ar brezhoneg er reizhiad kelenn gall, a gendrec'has un dek bennak a familhoù, ar c'huzul-kêr hag ar senedour Alphonse Arzel da zigeriñ ur skol-vamm vrezhonek penn-da-benn.
Pa oa aet un nebeud tud eus ar gevarzhe Skol an Emsav da arsellout ouzh ar skolioù Ikastola e euskareg e Bro-Euskadi er bloaz 1975 e voe aozet un emvod foran e sal liessportoù Gwitalmeze e Mae 1976. An daou brezegenner a voe Yann Trellu (o chom e Euskadi) ha Reun an Ostiz. Ne voe savet goulenn ebet gant an tregont bennak a dud, ken divoas e oa ur seurt embregenn hervez deskrivadur Pêr-Vari Mallegol (Pierre-Marie Mallégol).
Hervez Reun an Ostiz e krogas un nebeud tud, hag eñ brouder anezho, da adneveziñ skol gozh Lambaol-Gwitalmeze en 1976 pa oa bet rakwelet bezañ prest e C'hwevrer 1977. Kinniget e voe krouiñ ur Greizenn evit ar vugale vihan[2] da guzul ti-kêr Lambaol-Gwitalmeze d'an 21 a viz C'hwevrer 1977 hag e voe asantet feurmiñ al lec'h. Divizet e voe disklêriañ ar gevarzhe Diwan goude ur emvod gant kerent Kemper o sevel ur raktres ivez e penn Meurzh 1977. Gweltaz ar Fur, hag en doa kinniget an anv, a voe lakaet da brezidant, Anna-Vari Chapalain da sekretourez ha Reun an Ostiz da deñzorer. D'an 17 a viz Ebrel 1977 e oa bet disklêriet ar gevarzhe kreiz e prefeti Penn-ar-Bed. Divizet e voe ampellat raktres Lambaol, keit ha ma vo kavet ur sal-skol e Kemper[3].
D'an 23 a viz Mae 1977 e voe digoret ar skol Diwan gentañ, ur skol-vamm gant 5 bugel hag ur mestr-skol, Denez Abernot[4] enni. Staliet e voe ar skol e savadurioù foran ur skol a oa bet serret pemp bloaz kentoc'h, feurmet digant ar gumun adalek miz Kerzu 1976.
Diorren ar rouedad
kemmañAr skol-vamm-se a voe savet diwar batrom skolioù kevredigezhel Europa : Gaelscoileanna Iwerzhon, Ikastolak Euskadi, Calandretas Okitania, La Bressola Katalonia, hag all.
Un nebeud emvodoù etre tud kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha tud all a oa bet dalc'het er sizunvezhioù a-raok, an hini diwezhañ e Kastellin.
Gweltaz ar Fur a voe dilennet da brezidant (betek 1980) ha war e lerc'h Reun an Ostiz betek 1986, ha da heul e voe tro Andrev Lavanant (André Lavanant), sekretour ar gevredigezh e 1980, teñzorer e 1981 ha 1982, ha prezidant eus 1983 betek 1989 hag eus 1991 betek 1997.
Hiziv ez eo deuet ar gevredigezh Diwan Breizh da vezañ ur rouedad kelenn, enni skolioù-mamm, skolioù kentañ derez, skolajoù hag ul lise (e Karaez-Plougêr). Skolioù zo e 5 departamant Breizh, mui ur skol-vamm hag ur skol kentañ derez e Pariz.
Diskleriet e vez gant Diwan e miz Gouere 2024 ez eus diaesterioù arc'hantaouiñ bras gant ar rouedad[5]. Yalc'hadoù dreistordinal a vo roet gant meur a galloudoù publik evel Rannvro Breizh da skouer gant 200.000 €[6]
O klask tapout ur statud publik
kemmañHiriv an deiz (2008) emañ ar skolioù Diwan gant ur statud prevez, o vont en-dro gant yalc'hadoù an aozadurioù lec'hel ha skoazell tud.
E 1972, ar programm boutin, sinet gant ar strollad sokialour, ar strollad komunour ha strolladoù all an tu kleiz a bromete : "Holl rannoù an deskadurezh diazez hag ul lodenn vras eus an deskadurezh peurbadus a vezo bodet en ur servij publik ha lik stag ouzh ministrerezh an Deskadurezh-Stad".
En hevelep doare e kinnigas François Mitterrand, e-kerzh dilennadegoù prezidantel 1981, staliañ "ur servij bras foran unanet ha lik en Deskadurezh-Stad", pal hennezh o vezañ "degemer an holl skolioù hag o implijidi", ar pezh en defe degaset Diwan da vezañ ebarzhet en deskadurezh foran.
Hogen ar raktres Savary "stag ouzh an darempredoù etre ar Stad, ar c'humunioù, an departamantoù, ar rannvroioù, hag ar skolioù prevez" a voe dilezet e 1984. Adalek 1983 avat e resevas ar gevredigezh skoazelloù digant ar Stad.
E 1986 e voe sinet ur raktres ebarzhiñ 31 skolaer gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad. Met buan a-walc'h e voe kavet abeg er raktres-se. E 1988 e voe sinet un emglev a lakae sklaer mont en-dro ar skolioù Diwan, perzh arc'hantel ar Stad, an aozadurioù lec'hel ha Rannvro Breizh. Diwar neuze e voe kemeret 10 skolaer e karg.
E 1990, ur gevrat nevez sinet gant an Deskadurezh-Stad a gemeras e karg 51,5 post gant ar statud a vistri-skol gevratet. E 1993, un emglev frammañ a lakaas a-nevez kevrat 1990 e pleustr. Titlet e voe 3 skolaer da skolaerien foran, ha 6 all da renerien skol. Abaoe 1994 ez eus kevratoù kevredigezhel etre an Deskadurezh-Stad ha Diwan.
D'an 28 a viz Mae 2001, maodiern an Deskadurezh Stad Jack Lang ha prezidant Diwan, Andrew Lincoln, a sinas e Roazhon ur feur-emglev evit tremen ar skolioù Diwan dindan statud foran, ha kement-se a-enep da Guzul uhelañ an Deskadurez-Stad (0 mouezh a-du, 32 a-enep, 8 neptu, 1 n'en deus ket mouezhiet). Sindikadoù skolaerien a yeas a-enep an emglev hag a c'houlennas digant ar C'huzul Stad e derriñ ; nac'het e voe an emglev gant hennezh war zigarez ma oa an hentenn dre soubidigezh implijet gant Diwan a-enep lezennoù ha bonreizh Bro-C'hall, war ziazezoù ar melladoù L. 121-3 ha L. 312-10 eus kod an Deskadurezh, ar mellad 1añ eus lezenn ar 4 a viz Eost 1994 hag ar mellad 2 eus ar vonreizh, a voe kemmet da vare sinadur feur-emglev Maastricht : "Ar galleg eo yezh ar Republik". Prometet e oa bet d'ar mare-se ne vije ket implijet al lezenn a-enep ar yezhoù rannvroel.
Herzel a reaa an diviz-se ouzh Diwan a vezañ degemeret en Deskadurezh foran, war abeg e zivyezhegezh dre e hentenn dre soubidigezh. Padal, n'ez a ket a-enep an deskadurezh divyezhek gant un deskadurezh kempouez en div yezh (par an eurvezhioù kelenn), evel ma 'z eo testeniekaet gant mennad an 12 a viz Mae 2003 : "Stag ouzh ar c'helenn divyezhek er yezhoù rannvroel, gant eurioù kelenn par, er skolioù hag er rannoù 'yezh rannvroel' er skolajoù hag el liseoù".
D'an 8 a viz ebrel 2021 e vez degemeret ul lezenn evit ar yezhoù rannvroel. Douget gant Paul Molac, kannad ar strollad Liot, anzavet e vez el lezenn emañ ar yezhoù rannvroel un darn eus glad yezhel Bro-C'hall ha sikour a ra an deskadurezh dre soubidigezh er skolioù publik ha prevez. Rediet e vez gant al lezenn ar c'humunioù na vez ket a skolioù divyezhek enno da gendaoliñ e frejoù skoliata ar skolioù prevez divyezhek, Diwan en o zouez.[7] E miz Here 2024 e vo embannet gant Diwan ul listenn a 19 kumun e Penn-ar-Bed na veze ket paet ar frejoù ganto. Ur mank a 100.000€ evit ar skolioù[8].
Statud publik pe kevredigezhel ?
kemmañE diabarzh Diwan ez voe enebiezhioù etre ar re a felle dezho e vefe staget Diwan ouzh an Deskadurezh foran, difennet gant Andrew Lincoln, a oa prezidant abaoe 1997, hag ar re a felle dezho derc'hel ur statud kevredigezhel. Abalamour d'an enebiezh diabarzh-se e roas kuzul-merañ Diwan e zilez d'ar 24 a viz Du 2002 e-kerzh ur vodadeg veur dreistordinal e Gwerliskin. Eno e voe taget politikerezh Andrew Lincoln.
Teñzorer kozh ar gevredigezh, Michel Le Tallec, a oa e penn ar strollad Bodañ Diwan hag a enebe ouzh ar renerezh kozh, a voe dilennet d'ar 1añ a viz Kerzu da brezidant Diwan gant burev ar gevredigezh.
Skolioù brezhonek a-raok re Diwan
kemmañEr bloavezhioù 1890 e talc'he ar gouarnamant gall da herzel ouzh implij ar yezhoù rannvroel en deskadurezh. Rebechet groñs e voe da lod mistri-skol terriñ ar reolenn zibleg "deskiñ e galleg nemetken" goude ma veze dic'hallek a-grenn ar vugale skoliataet.
Daou esae sevel un deskadurezh vrezhonek zo bet renablet :
- e skol-Stad Plistin e 1940, ma oa ur c'hlasad 12 bugel gant ar mestr-skol Yann Kerlann ;
- e skol gristen Ploueg-ar-Mor e 1957, gant ar mestr-skol Armañs ar C'halvez.
Kresk ar rouedad
kemmañUr skol-vamm hepken a oa da gentañ e 1977, savet war batrom skolioù damheñvel en Euskadi hag e Katalonia.
Goude digeriñ meur a skol-vamm e voe krouet ar c'hentañ skol kentañ derez e 1980, ar c'hentañ skolaj e Brest e 1988 hag ar c'hentañ lise e 1994 er Releg-Kerhuon e-tal Brest.
Stad ar rouedad skolioù
kemmañ- Gwelet ivez
Deiziadoù
kemmañ- Ebrel 1977 : krouidigezh Diwan ; Gweltaz ar Fur evel kadoriad.
- Mae 1977 : kentañ klas skol-vamm, 5 bugel ennañ, krouet e Lambaol-Gwitalmeze ; Denez Abernot evel mestr-skol.
- Gwengolo 1977 : Digoret skol-vamm Diwan Kemper. Sellit ouzh Skol Diwan Kemper
- Gwengolo 1980 : Digoret ar c'hentañ klas kentañ derez e Treglonoù.
- Gwengolo 1988 : skolaj Diwan kentañ e Brest gant 8 skolajiad er 6vet klas. Daou vloaz war-lerc'h e tilojas ar skolaj eus Brest d'ar Releg-Kerhuon.
- Gwengolo 1994 : Digoret lise Diwan kentañ er Releg-Kerhuon.
- Gwengolo 1995 : Krouet un eil skolaj e Plijidi en Aodoù-an-Arvor. Daou all a zeuas da heul, unan e Kemper hag unan all e Plañvour – hemañ a zilojas da Wened goude. Klasoù all, stag ent-melestradurel, zo bet digoret e Treglonoù ha kaset da Wiseni da heul.
- 1999 : Treuzlec'hiet lise Diwan Karaez e Karaez-Plougêr.
- Gwengolo 2006 : Digoret skolioù Diwan Louaneg hag ar Chapel-Nevez. D'ar mare-se e voe staliet ul lodenn eus klasoù Skolaj ar Releg-Kerhuon e Gwiseni.
- Here 2007 : Digoret Skol Diwan Kastellin.
- Gwengolo 2008 : Digoret [[Skolaj Diwan al Liger-Atlantel e Sant-Ervlan) ha skolioù Lokournan-Leon ha Magoer, e-kichen Roazhon.
- Gwengolo 2009 : Digoret skolioù Rianteg e Bro-Gwened ha Savenneg e Bro-Naoned.
- C'hwevrer 2010 : Disklêriadur Roc'h Diwan, font debarzhadur Diwan, e prefeti Penn-ar-Bed.
- Gwengolo 2010 : Digoret Skol Diwan Plogastell-Sant-Jermen e Kerne.
- Gwengolo 2012 : Digoret skolioù Skol Diwan Pornizh ha Skol Diwan Landivizio.
- Gwengolo 2013 : skolioù Boulvriag ha Felger. Serret eo skol Pornizh.
- Gwengolo 2015 : Digoret Skol Diwan ar Bont e Pontekroaz ; serret eo skol Diwan Pariz.
- Gwengolo 2016 : Digoret Skol Diwan Sant-Ervlan.
- Kerzu 2016 : Serret eo Skol Diwan Landivizio.
- Gwengolo 2016 : Digoret Skol Diwan Plougastell-Daoulaz.
- Gwengolo 2018 : Digoret Skol Diwan Plougerne
- Gwengolo 2020 : Trede skol Kemper. Serret eo skol Kistreberzh. Digoret Lise Diwan Gwened gant ar live 2vet[9].
- Gwengolo 2021 : Dilojet Skolaj-Lise Diwan Gwened e-barzh savadur kozh skolaj Montaigne adkempennet[9].
Niver a skolidi
kemmañSetu amañ taolennoù an niver a vugale er reizhiad Diwan er bloavezhioù-skol 2020-2021[10].
|
|
|
|
Diwan hag al levrioù
kemmañSkolioù brezhonek estreget Diwan
kemmañEstreget skolioù Diwan, n'eus ket a skolioù hollvrezhonek e Breizh.
Bez' ez eus klasoù divyezhek avat :
- e Deskadurezh ar Stad c'hall, gwarezet gant ar gevredigezh Div Yezh, a vod tadoù ha mammoù ar c'hlasadoù-se ;
- en deskadurezh katolik, gwarezet gant ar gevredigezh Dihun Breizh gwechall ha Divaskell Breizh bremañ.
Enebourion Diwan
kemmañ- Gant an aozadurioù L'Observatoire du Communautarisme ha Grand Orient de France e oa bet aozet un diviz e Sened Bro-C'hall d'ar 24 a viz Du 2006 , ma tistagas Françoise Morvan ur brezegenn a-enep Karta Europat ar yezhoù, hag a-enep difennerien ar yezhoù evel Diwan.
- Aozet e oa ar c'hendiviz un tamm a-raok ar voterezh er parlamant gall diwar-benn gwareziñ ar yezhoù bihan er vonreizh.
- Klask louzañ Diwan a vez graet gant lod tud war an Internet :
- gant Pierrick Le Guennec, danvez-kuzulier-kanton e Lannerstêr ;
- gant un nebeud wikipedourien c'hall : gwelit Critique des écoles Diwan.
- Jean-Luc Mélenchon, senedour ha kenaozer an diviz meneget uheloc'h, zo brudet e gomzoù enep Diwan hag ar brezhoneg.
- E 2001: Diwan, une école contraire à l'idéal laïque
- E sened Bro-C'hall, d'an 13 a viz Mae 2008 : C'est une secte !, Agence Bretagne Presse
Diwanet
kemmañE 2004 e voe savet ur gevredigezh hervez lezenn 1901 hag a stroll ar skolidi bet e Diwan, Diwanet hec'h anv. Morgousket eo abaoe 2009.
Darvoudoù
kemmañ- Kendiviz diwar-benn "ar soubidigezh yezhel" e Landerne 2007.
- Ar Redadeg, war droad eus Naoned da Vrest hag alese da Garaez, en deizioù kentañ a Vae e 2008.
- Gouel 30 vloaz Diwan e 2008 e Karaez, pal ar Redadeg.
Levrlennadur
kemmañ- Pierre-Marie Mallégol, ...et les Bretons créèrent... Diwan, Yoran embanner, 2018.(ISBN 9782367850139). Unan eus ar gerent gentañ.
- Fanny Chauffin, Diwan, quarante-ans déjà ! ur skol e brezhoneg, Fouenant, Yoran Embanner, 2017. Kelennerez e Diwan.
- Reun L'Hostis, Ar boled mean = Le boulet de pierre, Diwan du germe à la moisson ? , Landerne, Édipaj, 2008.(ISBN 978-2-367850-95-8). Istor krouidigezh Diwan kontet gant an eil prezidant.
- Jean-Charles Pérazzi, Diwan, Vingt-ans d'enthousiasme, de doute et d'espoir, Coop Breizh, 1998.(ISBN 2-952936-056-5)
Liammoù diavez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Ouest-France, 8 Gwengolo 2016
- ↑ Kaoz a voe da sevel ar vagouri da gentañ, une "garderie bretonne".
- ↑ Reun L'Hostis, Ar bouled maen, 2008, p. p.82-83.
- ↑ Un danvez-skolaerez diplomet he doa kinniget bezañ ar vestrez, pa ne oa ket evit kaout ur post war hir dermen. Anvet e voe z skol Lanniliz daou zevezh a-raok an digoradur. Kavet e voe ur mestr all d'an 22 a viz Mae gant Yvon Abiven. Reun L'Hostis, Ar bouled maen, 2008, p. p.82-83.
- ↑ France bleu, "Enseignement du breton : le réseau Diwan cherche 500.000 euros pour finir l'année", Typhaine Morin ha Katell Uguen d'ar 5 à viz Gwengolo 2024
- ↑ Ouest-France, "La Région Bretagne vient en aide au réseau d’enseignement en langue bretonne Diwan", Olivier Melennec, d'an 9 a viz Here 2024
- ↑ Lec'hienn Vie Publique "Loi du 21 mai 2021 relative à la protection patrimoniale des langues régionales et à leur promotion, d'ar 25 a viz Mae 2021"
- ↑ France Bleu, "En difficulté financière, le réseau Diwan pointe 19 communes finistériennes qui ne respectent pas la loi Molac", Thomas Biet d'ar 7 a viz Here 2024
- ↑ 9,0 ha9,1 Un eil lise Diwan e Breizh digoret e Gwened, Florent Grouin hag Armel Roudaut, Brezhoweb, 20/09/2021
- ↑ Sifroù Rouadad Skolioù Diwan - Lizher Diwan Miz Du 2020
Pennadoù kar
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |