Plijidi

kumun Aodoù-an-Arvor


Plijidi zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Plijidi
Maen-hir Kaelouan.
Maen-hir Kaelouan.
Anv gallek (ofisiel) Plésidy
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Boulvriag (betek 2015)
Kallag (abaoe 2015)
Kod kumun 22189
Kod post 22720
Maer
Amzer gefridi
Guy Gautier[1]
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Poblañsouriezh
Poblañs 562 ann. (2020)[2]
Stankter 22 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 26′ 54″ Norzh
3° 07′ 14″ Kornôg
/ 48.4483333333, -3.12055555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 120 m
bihanañ 95 m — brasañ 268 m
Gorread 25,79 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plijidi

Douaroniezh Aozañ

  • Lec'hiet eo ur pemzek kilometr bennak er c'hreisteiz da Wengamp, ur seizh kilometr bennak eus Boulvriag hag a zo er c’hornôg. Ar parrezioù all e-kichen a zo Sant-Rien, Sant-Pever, Senven-Lehard, Sant-Konan ha Magor. Emañ Plijidi war harzoù Bro-Gerne er su ha Bro-Oueloù er reter.
  • Lec'hiet eo Plijidi evel Gwengamp war bladenn Pentevr. He gorread a zo 2 579 ha. Treuzet eo gant an Trev, ur stêr a rae an disparti etre Plijidi-Treger, ar Plijidi a-vremañ, ha Plijidi-Goueloù, deuet da vezañ Senven. 250 m uhelder eo an dosenn uhelañ, hag ar bourk a zo en 207 m uhelder. 638 annezad a oa enni e 2006, 120 den ouzhpenn ma veze kontet tud Skolaj Diwan Bro-Dreger.

Anv Aozañ

Ardamezioù Aozañ

  • Régis de Saint-Jouan ː Plesidy en Goëllo, pe Plesidy Léhart evit ul lodenn, Plesidy en Treguer pe Plesidy-Kerpezre evit al lodenn all

Istor Aozañ

Ragistor Aozañ

Henamzer Aozañ

  • Romaned zo bet amañ rak kavet ez eus bet restajoù ur c'hamp roman war dachenn ar gumun.

VIvet kantved Aozañ

  • Er VIvet kantved ez eo bet diazezet ar barrouz gant Sedi, ur manac'h breizhat dianavezet moarvat, hag en deus roet e anv d'ar vro. Plijidi a dalvez kement ha "ploue" pe parrouz an aotrou "Sedi" . Un anv eo hag a oa douget e Kembre gwechall-gozh ivez.

XIVvet kantved Aozañ

  • E 1371, e oa anvet Plijidi, Ploesedi. Bet eo anvet Plijidi-Treger goude se ivez.

Dispac'h gall Aozañ

XIXvet kantved Aozañ

  • 30 Mae 1886 ː maen diazez iliz Sant-Pêr.
  • 2 Here 1887 ː lidet eo iliz Sant-Pêr.

XXvet kantved Aozañ

Brezel-bed kentañ Aozañ

  • 90 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,27 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil Brezel-bed Aozañ

  • Gant an arme alaman e voe aloubet ar gumun e-pad an Eil brezel-bed. Er savadur a zo ur skolaj bremañ e oa bet graet un ti-lojañ soudarded. E-pad ar brezel-se e oa kalz a dud eus ar vro o stourm a-enep dezhi, hag un emgann bras a zo bet nepell alese e Koad Malaouen.
  • Makiz Plijidi a zo bet savet ar Iñ Genver 1944 (kabiten ː Branchoux). Taget eo bet gant an Alamaned ar 27 Gouere 1944.
  • Kemeret e voe 12 002 Lur en ti-post, gant izili eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 4 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
  • Mervel a reas 21 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Trevadennoù Aozañ

Monumantoù ha traoù heverk Aozañ

 
Ar c'halvar hag ar chapel.
  • Chapel ha kalvar Sant Erwan.
  • Maen-hir Kaelouan, bet enrollet e 1887;
  • Monumant ar re varv.
  • Kalvar Feunteun ar C'hlan
  • Maner Toull ar Golled, bet enrollet an 28 Mae1927;
  • Chapel Sant Alor
  • Chapel an Drinded (1779 evit ul lodenn), hag e groaz
  • Chapel Sant-Alor (fin XVIIIvet)
  • Chapel Sant-Erwan, gwechall Sant-Jakez (dismantroù), bet enrollet an 31 Meurzh 1926;
  • Kastell Medig (XVIIIvet), diskaret goude un tan-gwall eus 1960. Roet en devoa e anv d'ar familh Cormier du Médic.
  • Feunbteun Sant-Pêr, e-kichen ar bourg;
  • Feunteun Santez-Anna e Kerhenry; o vont da get.

Emdroadur ar boblañs Aozañ

Emdroadur poblañs Plijidi abaoe 1793

Buhez ar gumun Aozañ

Div skol hag ur skolaj a zo e Plijidi: ur skol bublik gant tro-dro da 55 bugel enni, ur skol brevez (Sant-Jozef) gant war-dro 30 bugel ha Skolaj Diwan Plijidi gant 139 skolajiad (2008-2009) ha 202 e 2011-2012. E ti-kêr Plijidi ez eus 5 den o labourat.

Brezhoneg Aozañ

Ar Brezoneg er Skol Aozañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].

Skolaj Diwan Aozañ

  • Ur skolaj Diwan a zo eno abaoe 1995[6]. Ar skolaj nemetañ eo er gumun[7].
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet 207 skolajiad e skolaj Diwan Plijidi[8].

Tud Aozañ

Ardamezeg ar familhoù Aozañ

  le Baezhre,

aotrounez Tananguen ha Lanlay

En argant e leon en gul krabanet ha teodet en sabel
Cormier du Médic,

aotrounez Medig

Liammoù diavaez Aozañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur Aozañ

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990

Notennoù ha daveoù Aozañ

  1. [1]
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 279, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  5. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  6. Lec’hienn ar skolaj
  7. Studiadennoù dre diriad Ofis Publik ar Brezhoneg
  8. Distro-skol ar c’helenn divyezhek