Kanton gall
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur c'hanton gall a zo ur rann velestradurel eus Bro-C'hall, etre ar gumun hag an arondisamant, hag ur bastell-votiñ. War ar maez e vez meur a gumun en ur c'hanton. Er c'hêrioù bras ez eo pell luzietoc'h an traoù.
Dilenn
kemmañE pep kanton e vez dilennet ur c'huzulier-kanton hag a vo bodet, gant kuzulierien all an departamant, er c'huzul-departamant. N'eus nemet e Pariz eo disheñvel an traoù rak n'eus kanton ebet, mann nemet arondisamantoù a zo gwelet un tamm evel kantonioù.
Rannet eo ar c'hêrioù bras etre meur a ganton peurvuiañ, ha takadoù diwar ar maez stag ouzh pep hini a-wechoù. Kement-se a c'hoarvez da skouer gant kêr Brest, rannet etre 5 kanton betek 2015 :
- kanton Brest-1 (Bellevue, Lambezelleg)
- kanton Brest-2 (Kreiz-kêr Brest, Rekourañs)
- kanton Brest-3 (Kerbêr, Plouzane)
- kanton Brest-4 (Brest-ar Gazeg Wenn, Brest-an Ermitaj, Gwiler, Boc'harzh, Gouenoù)
- kanton Brest-5 (Kerichen, Sant-Mark)
Lavaret e vez gant ar pennoù-melestradurezh e vez savet ar c'hantonioù evel-se evit mirout ouzh digempouez etre kêrioù ha maezioù. Alies avat e klask ar re karget da aozañ ar rannañ aesaat an dilennadegoù da zont evit o c'hostezenn.
Istor
kemmañKrouet eo bet ar c'hantonioù gall hervez kentañ lezennoù an Dispac'h Gall.