Goueloù
Goueloù, pe Goelo, pe Bro-Oueloù, zo ur gontelezh kozh eus Breizh, e kornôg Bro-Sant-Brieg, dre vras adalek kêr Sant-Brieg betek genoù an Trev.
Degouezhout a ra gant douar ar vro roman gozh « velaviensis pagus ». A-wechoù e soñj da lod brezhonegerien emañ Gouelo e Breizh-Izel penn-da-benn, met n'eo ket gwir. Enni emañ
- kantonioù Pempoull, Lannolon, Plouha, Plagad, e Breizh-Izel,
- kantonioù Kastellaodren, Staol, e Breizh-Uhel,
- kumunioù Kemper-Gwezhenneg, Sant-Kleve ha Sant-Jili e Breizh-Izel,
- kumunioù Porzhig, Plerin ha Tremuzon, e Breizh-Uhel.
A-wechoù e kred lod emañ (pe e oa, rak pell zo eo echu mare Goueloù istorel) kanton Pontrev e Treger, a-wechoù e Goelo. E gwirionez eo kalz koshoc'h Goueloù eget ar c'hanton (1790), ha Pontrev a oa al lec'h tremen etre Treger ha Goueloù : e Goueloù emañ (pe e oa) ar parrezioù war lez dehoù an Treñv[1].
Konted Goueloù Aozañ
E-touez konted Goueloù e c'haller menegiñ Alan Iañ Pentevr (ganet e-tro 1151 - † 29 a viz Kerzu 1212), mab da Herri Pentevr, a lakaas sevel abati Boporzh, e-kichen Pempoull.
Levrlennadur Aozañ
- (fr) Histoire du Goëlo gant R. Brouté – Les Carnets du Goëlo n°1 (1985), n°2 (1986) ha n°3 (1987), kannadig Société d'études historiques et archéologique du Goëlo.
Liammoù diavaez Aozañ
Daveoù ha notennoù Aozañ
- ↑ Parrezioù / Kumunioù etre an Trev hag al Leñv emaint e Bro Dreger