Breizh-Uhel
bro eus Breizh
Breizh-Uhel eo an anv roet a gozh da reter Breizh. Graet e vez "Gorre-Breizh" anezhi ivez. Enebet e vez ouzh Breizh-Izel.
Anv kemmañ
Kartennouriezh kemmañ
En tu kleiz d'ar c'hartennoù e veze lakaet an Norzh gwechall, neuze ar Reter el laez ("uhel") hag ar Gornaoueg en traoñ ("izel").
Yezh kemmañ
Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez' e vije ar vro ma ne gomzer ket brezhoneg, e-skoaz Breizh-Izel a vije bro ar brezhoneg.
Da neuze e c'haller teurel evezh:
- ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann;
- heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù;
- ne oa ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.
Ouzhpenn-se
- ne rafe Breizh Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ.
Istor kemmañ
E kanaouennoù zo ez eus kaoz eus mont da lec'h pe lec'h eus Breizh Uhel da zeskiñ galleg. E-touez ar muntroù tamallet da Jili Raez e-kerzh e brosez e oa hini ur c'hrennard a oa deuet eus Breizh-Izel d'ar Vourc'h-Nevez da zeskiñ galleg.(Daveoù a vank)