Roazhon
Roazhon | ||
---|---|---|
![]() Ti Breujoù Breizh. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Resnn pe Renn | |
Anv gallek (ofisiel) | Rennes | |
Bro istorel | Bro Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen (prefeti) | |
Arondisamant | Roazhon (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h c'hwec'h kanton | |
Kod kumun | 35238 | |
Kod post | 35000, 35200, 35700 | |
Maer Amzer gefridi | Nathalie Appéré (PS) 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | http://metropole.rennes.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 222 485 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 4 415 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 39 m bihanañ 20 m — brasañ 74 m | |
Gorread | 50,39 km² | |
kemmañ ![]() |
Roazhon (distaget ['rwa:zõn] peurliesañ[2]) eo eil brasañ kêr Breizh goude Naoned, e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel. Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Kêr-benn ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen, sez ar Rannvro vilourel Kôrnog, Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujoù Breizh. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned. 216 815 annezad en deus ar gêr e 2017, 335 092 en tolpad kêrel, 447 429 en tolpad-kêr ha 727 357 en tolead kêr (e 2016).
Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh. En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh. Sez Breujoù Breizh e teuas da vezañ goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar gêr kozh e 1720, adsavet er giz klasel.
E Roazhon emañ sez mediaoù rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest, embregerezhioù er greanterezh (labouradeg PSA La Janais, an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez.
DouaroniezhAozañ
Diazez Kêr Roazhon en em gav ouzh kember ar stêrioù Ill ha Gwilen.
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
- Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː Condate (It. Ant.); Redonas (Not. Dig.); Civitas Redonum (Not. Gall.); Condate (Tab. Peut.); Rhedonicam, Redonicam (Gregor Teurgn); Civitas Riedonum (CIL), C R (war mein-bonn ː Civitas Riedonum).
- Erwan Vallerie ː Civitas Redonum, IVvet; Redonas, IXvet; Reygnes, 1291; Reynes, 1295, 1313; Rengnes, 1337; Resne, 1340; Raynes, 1352.
GerdarzhAozañ
- condate = kember
- Redonum, Roazhon = eus anv ar meuriad galian Redones a oa staliet el lodenn-se eus Arvorig en eil kantved kent J.-K.
A-raok amzer an doare-skrivañ peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon[3] e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon[4],[5], Roéhon[6], Roaon[7] e Gwened.
Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon.
E galleg e skriver Rennes, distaget [ʀɛn], hag e gallaoueg e skriver Resnn pe Renn.
ArdamezioùAozañ
Peuliet en argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig. Ardamezeg Hozier, 19 a viz Gouere 1697. Kadarnaet gant Charlez X d'an 18 a viz Mae 1825. Kroaz ar Brezel 1939-1945. |
PoblañsAozañ
IstorAozañ
XVIIvet kantvedAozañ
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh 59 den eus Roazhon goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[9].
XVIIIvet kantvedAozañ
- Kerzu 1720: Tan-gwall bras Roazhon.
Dispac'h GallAozañ
XIXvet kantvedAozañ
- 1857: tizhet eo Roazhon gant an hent-houarn.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Fuzuilhet e voe pevar soudard bet ganet er gumun gant al lu gall[11].
- Ur soudard bet ganet e Kesoue a voe fuzuilhet gant al lu gall e Roazhon d'an 21 a viz Eost 1916.
- 1 841 den a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,32% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[12].
Eil brezel-bedAozañ
- Etre 2 000 ha 4 000 a dud a varvas pa voe bombezet trenioù e La Plaine de Baud gant al Luftwaffe (aerlu alaman) d'ar 17 a viz Even 1940, unan ag an trenioù a oa leun gant danvez-tarzh ha tennoù. Siviled ha soudarded breizhveuriat ha gall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù.
- D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Roazhon[13].
- Bombezadegoù ar Re Gevredet e 1943:
- bombezet e voe Roazhon gant ar Royal Air Force d'an 18 ha d'ar 26 a viz C'hwevrer (skiberioù ar morlu alaman) ha d'an 29 a viz Mae ha d'an 8 a viz Meurzh gant an USAAF[14];
- d'an 8 a viz Eost e kouezhas ur c'harr-nij Boston IIIA marilhet BZ 335 ha kodet OM-U eus ar 107th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er straed Amiral-Courbet e Roazhon goude bout stoket ouzh gwezennoù pupli; lazhet e voe e holl nijourion, beziet e voe pemp korf hag ur vrec'h e Bered ar Reter e Roazhon[15],[16]; ar 107th Squadron a oa o tagañ skiberioù ar morlu alaman en hent an Oriant[17].
- D'ar 6 a viz Here 1943 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88 D-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar nijour en en he bourzh e "La Plaine de Baud" e Roazhon; lazhet e voe daou nijour, douaret e voent e Bered ar Reter e Roazhon a-raok bout beziet e Mont-de-Huisnes[18],[19].
- 32 ezel eus ar Rezistañs (nav Spagnol en o mesk) a voe fuzuilhet e kazarn ar C'houldri gant an Alamaned d'an 8 a viz Even 1944[20].
- Dieubet e voe Roazhon da 9 eur beure d'ar 4 a viz Eost 1944 gant tirlu SUA, ar "Combat Command A" o tont eus Baen dre hentoù Kastell-Briant ha Naoned hag an 8vet Rannlu Hobregonet o tont eus an norzh hag ar reter[21],[22].
Mojenn Maximus ha Konan MeriadegAozañ
Istorourien Breizh hag all[23] o deus kemeret Roazhon evit Redonum, anv ur gêr eus Galia roet gant Jafrez Menoe, kêr bet tapet gant Maximus (Magnus Clemens Maximus) ha Konan Meriadeg, goude o dilestradeg hag o trec'h war Himbaldus war an aodoù, d'an nevez-amzer 383. Ar Redonum se e vije bet tapet war un taol, d'an abardez.
Un dra diaez da grediñ ma vez laret hag o devoa dilestret e Plougerne, pe dost da Sant-Maloù, pe c'hoaz e Naoned, hag abalamour da se kaset da vojenn.
Ur gammgemeradenn e oa, dre ma vez mesket ha luziet Aremorica an amzer se ha Breizh a-vremañ.
Diskoulmet eo bet ar gudenn se pa'z eo bet dizoloet, dre ur skeudenn arkeologiezh dre nij, hag ar villa Himbaldus e oa e le-Vieux-Rouen-sur-Bresle, ha Château-Hubault e Saint-Germain-sur-Bresle, e-kichen, en tu all d'ar stêr Bresle, an div kumunn se o vezhañ en Aremorica kenkoulz ha Roazhon. Ar ger Vieux-Rouan e dalv kement hag hen-roudour, pe vicus ar roudour. Ur wrizienn *rit- a zo e-gevred etre Roazhon ha le Vieux-Rouan-sur-Bresle.
War un hent roman, aet da hent ar pesked war lec'h, etre Saint-Valery-sur-Somme (Leuconos), le Tréport, ha Pariz, emañ le Vieux-Rouen-sur-Bresle. An emgan etre Maximus ha Grasian e zigouezhas e-kichen Pariz. Grasian e oa laket war dec'h.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Breujoù Breizh
- Chapel sant Erwan
- Iliz-Veur sant Pêr
- Iliz Santez-Anna
- Iliz Sant-Jermen
- Koc'hu al Lisoù
- Lise Émile Zola
- Liorzhoù-kêr an Thabor
- Opera
- Palez ar C'henwerzh
- Palez sant Jord
- Poull-neuial sant Jord
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da Roazhon.
Monumantoù-brezelAozañ
- Brezel 1870-1871[http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?idsource=135415 Monumant ar re varv - Memorial Genweb</ref>, 1896.
Bezioù ar C’hommonwealth e bered ar gumun: Rennes Eastern Communal CemeteryAozañ
E-pad an Eil Brezel-bed e varvas an darn vrasañ eus ar soudarded eus ar C'hommonwealth a voe beziet e bered ar Reter e Roazhon. Kalz milourion douaret enni a varvas p’edont e Roazhon en un tren a voe bombezet gant al Luftwaffe, an aerlu alaman d'ar 17 a viz Even 1940. Trevourion ha soudarded c’hall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù. 26 milour all eus ar C’hommonwealth a varvas pa gouezhas o c’harr-nij nepell eus Roazhon p’edo o vont eus Kaero d’ar Rouantelezh-Unanet e miz Here 1945: e Rennes Eastern Communal Cemetery ivez e voent beziet[24],[25]. [26] |
|
ArmerzhAozañ
- Greanterezh
- Saverezh kirri e Karnod e Mervent Roazhon, lec'h m'emañ staliet PSA eus ar strollad Peugeot-Citroën. Enno e vez savet otoioù ar gamm uhel (C5, C6, 407...) abaoe 1960
- pellgehenterezh hag urzhiataerezh, Roazhon a zo e penn pol kevezuster "Skeudenn ha Rouedad" Breizh ha Broioù-al-Liger, dre ziorroadur an teknopol Roazhon Atalant.
- Kenstagouriezh: sez an embregerezh Legris.
- Mediaoù
- Sez ar gazetenn bemdeziek Ouest-France
- Sez aozadur skinwel Frañs 3 Kornôg (sellet ouzh Skinwel brezhonek ivez)
- Melestradurezh
- Sez ar velestradurezh-Stad, -departamant ha -rannvro
- Sez ar C'huzul-Rannvro
- Sez Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen
- Sez ar Rannvro vilourel Kornôg
Emdroadur ar boblañsAozañ
adalek dibenn ar XVvet kantved betek dibenn an XVIIIvet kantvedAozañ
- dibenn ar XVvet kantved: 12 000
- dibenn ar XVIvet kantved: 24 000-27 000
- dibenn ar XVIIvet kantved: 27 000-30 000
- dibenn an XVIIIvet kantved: 35 000-36 000
[27].
abaoe 1793Aozañ

1793 | 1800 | 1806 | 1821 | 1831 | 1836 | 1841 | 1846 | 1851 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
30 160 | 25 904 | 29 225 | 29 589 | 27 340 | 35 552 | 37 895 | 39 218 | 39 505 |
1856 | 1861 | 1866 | 1872 | 1876 | 1881 | 1886 | 1891 | 1896 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
45 664 | 45 483 | 48 283 | 52 044 | 57 177 | 60 974 | 66 139 | 69 232 | 69 937 |
1901 | 1906 | 1911 | 1921 | 1926 | 1931 | 1936 | 1946 | 1954 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
74 676 | 75 640 | 79 372 | 82 241 | 83 418 | 88 659 | 98 538 | 113 781 | 124 122 |
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2007 | 2011 | 2013 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
151 948 | 180 943 | 198 305 | 194 656 | 197 536 | 206 229 | 209 613 | 207 922 | 208 033 | 211 373 |
MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
4 Ebrel 2014 | → bremañ | Nathalie Appéré | PS | Kannadez (2012-2017) |
22 Meurzh 2008 | 4 Ebrel 2014 | Daniel Delaveau | PS | Kazetenner |
16 Meurzh 1977 | 22 Meurzh 2008 | Edmond Hervé | PS | Kelenner Ministr (1981-1986) Kannad (1986-1993 / 1997-2002) Senedour (2008-2014) |
3 Mae 1953 | 16 Meurzh 1977 | Henri Fréville | MRP - UDF | Kelenner Kannad (1958-1968) Senedour (1971-1980) Prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen (1966-1976) |
4 Eost 1944 | 3 Mae 1953 | Yves Milon | RPF | Douarour, kelenner |
14 Mezheven 1944 | 4 Eost 1944 | René Patay | Mezeg | |
1935 | 14 Mezheven 1944 | François Château | Strollad radikal | Embreger |
19 Mae 1929 | 1935 | Jean Lemaistre | Strollad radikal | Kargad Senedour (1932 →) |
10 Mae 1925 | 19 Mae 1929 | Carle Bahon | SFIO | Kelenner |
2 Kerzu 1923 | 10 Mae 1925 | Alfred Daniel | Kantonier | |
12 Mae 1908 | 23 Here 1923 | Jean Janvier | Strollad radikal | Embreger |
1900 | 12 Mae 1908 | Eugène Pinault | Republikan | Greantour Senedour (1901 →) |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
KêraozerezhAozañ
Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennoù glas evit sevel savadurioù uhel da lojañ muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg.
Implijet e vez an tachennoù labouradegoù ha kazarnioù kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskiñ ar boblañs. Gant-se e kresk ar c'hudennoù stag ouzh an dezougen.
KarterioùAozañ
DeskadurezhAozañ
Skolioù-meurAozañ
Div skol-veur zo e kêr : Skol-Veur Roazhon I ha Skol-Veur Roazhon II.
BrezhonegAozañ
- D'ar 24 a viz Genver 2008 e oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Roet e oa bet d'an deiz-se ivez al label Ya d'ar brezhoneg live 1. Al live 2 oa bet roet d'ar gumun.
- Sinet e oa bet d'ar 4 a viz C'hwevrer 2014 gant Nathalie Appéré, maerez Roazhon, live 2 ar garta, gant ar pal tizhout al label live 2 e 2017.
- Abaoe deroù an XXvet kantved ha savidigezh ar gador geltiek e skol-veur Roazhon ez eus diorroet ur vuhez vrezhonek virvidik e Roazhon. Meur a zen brudet eus an Emsav zo bet o vevañ er gêr-se, evel Taldir Jafrennoù en deus tremenet eno an dezenn gentañ e brezhoneg, Per Jakez Elias, Per Denez, bet e penn ar gevrenn geltiek e-pad-pell, Roparz Hemon, pe Lena Louarn, e-touez ur bern re all. Talvezet he deus ar skol-veur da vodañ en-dro dezhi studierien yaouank kar-o-yezh ha kar-o-bro.
- Meur a intrudu talvoudus-kaer evit hor yezh zo bet loc'het eus Roazhon evel ar gevredigezh Skol an Emsav e 1969, ar gelaouenn Yod-Kerc'h e 1972, pe ar gazetenn vrezhonek Bremañ e 1980. Bet eo Roazhon sez meur a gevredigezh ha kalzik a gevredigezhioù breizhek o deus burevioù eno, evel Skol-Uhel ar Vro gwechall, Kuzul Sevenadurel Breizh, Dastum pe Ofis Publik ar Brezhoneg.
- Krouidigezh Skol an Emsav e 1969.
- Krouidigezh Yod-Kerc'h e 1972.
- Krouidigezh ar gazetenn vrezhonek Bremañ e 1980.
- Krouidigezh UGB e 1982.
DeskadurezhAozañ
- Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1978[29].
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 921 skoliad (4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Ofis ar Brezhoneg
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1665 : Toussaint Rallier du Baty, maer.
- 1698 : Germain-François Poullain de Saint-Foix, soudard ha skrivagner.
- 1701 : Loeiz ar Chalotez, den a lezenn ha prokulor, an emsaver kentañ.
- 1737 : Michel Gérard, kouer breizhat ha kannad an Trede-Stad e 1789.
- 1748 : Pierre-Louis Ginguené, barzh.
- 1763 ː Charles Malenfant, koronal en karg an urzh e Santo-Domingo.
- 1816 : Paol Feval, skrivagner.
- 1817 : Paul de Geslin, beleg ha skrivagner gallek.
- 1846 : Loeiz Kerzilin, barzh.
- 1889 : Maurice Noguès, nijour.
- 1903 : Frañsez Debauvais, emsaver.
- 1903 : René Guillou, sonaozour.
- 1921 : Pêr Denez, emsaver, yezhour ha skrivagner.
- 1927 : Françoise Le Roux, skrivagnerez ha gouiziegez.
- 1952 : Patrick Jeffroy, keginer.
Soudarded vreizhat bet ganet er gumun fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañAozañ
- Pierre Le Mével, d'ar 26 a viz Genver 1888, zouav en 2l rujumant kerzhet Afrika, dic'haloñset ha fuzuilhet e Zeitenlik Salonik (Gres) d'an 11 a viz Gouhere 1916, abalamour ma «nac'has mont d'an ti-gar da gemer an tren da vont d'an talbenn»[30].
- Alexis Oho, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1893, marc'heger er 14vet rujumant husarded, fuzuilhet d'an 30 a viz Genver 1915 e Courtisols (Bro-C'hall), abalamour m'en dije «klasket laerezh gant armoù, ha klasket lazhañ tud»[30].
- Louis Pérenin, d'ar 17 a viz Gouhere 1886, hemolc'her en 3 batailhon kerzhet skañv Afrika, fuzuilhet d'an 19 a viz Here 1917 e Cramant (Bro-C'hall), evit «dezerterezh»[30].
- Pierre Rocher, d'an 28 a viz Eost 1892, soudard en 70vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 11 a viz Gouhere 1915 e Duisans (Bro-C'hall) evit «nac'h sentiñ» ha «dilez e bost dirak an enebour» />[30].
Tud marvet enoAozañ
- 1034 : Hawiz, gwreg Jafrez Iañ, dug Breizh.
- 1578 : Gilles de Kerampuil, beleg ha troour.
- 1591 : Noël du Fail, gwiraour, reizhaouer ha skrivagner.
- 1916: Pierre Marie François Mathurin Lagrée, ganet e Kesoue d'an 20 a viz Du 1896 hag o chom er Stadoù-Unanet, soudard e 1añ rujumant war-droad an trevadennoù, fuzuilhet d'an 21 a viz Eost 1916 e Roazhon gant al lu gall[31].
- 1925 : Ivonig Picard, skrivagner brezhonek.
- 1951 : Kerverzhioù, skrivagner brezhonek.
- 1984 : Per Roy, emsaver ha skrivagner brezhonek.
- 2009 : Joseph Martray, kelaouenner hag emsaver.
- 2015 : Henri Lécuyer, emsaver breton, ezel eus Urzh an Erminig.
Tud liammet gant kêrAozañ
- Bertrand d'Argentré (1519-1590), istorour, beziet e Roazhon.
- Laurent Pokou (1947-2016), melldroader Stade Rennais Football Club etre 1973 ha 1979
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Charles Albert, gouarnour Breizh.
Degemeret eo bet e galon gant Kêr Roazhon e 1698. |
En aour e leon en gul krabanet, teodet ha kurunet ivez en gul | |
Nicolas Allixant, kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1559, ha kadoriad an Imbourc'hioù e 1569. Aet da Anaon e Roazhon e 1596 | En glazur e sourin en aour heuliet gant teir steredenn ivez en aour, 2, 1 | |
Alexis-François-Jacques Anneix, penn-alvokad Roazhon ; aet da Anaon e 1758 | En glazur e steredenn heuliet gant teir c'hroaz pavek, an holl en argant | |
d'Aubert,
aotrounez Bourgnouveau |
En gul e deir zorzhell en aour | |
Raoul Bagatz ; konestabl Roazhon e 1451 | En argant e lammell en gul | |
(?) Baillon,[32] senesal, maer ha letanant-jeneral polis Roazhon e 1744 |
En glazur e zaou gleze en argant, dornellek en aour, lammellet, heuliet ouzh kab gant ur greskenn en argant. | |
Guillaume Bain, prokulor ouzh prezidial Roazhon e 1641 | En glazur e sourin en aour karget gant pemp kreskenn en gul, ha hebiaet gant daou gadgi savant en argant | |
? Ballan, chuin Roazhon e 1696 | En sabel e dreustell en argant karget gant teir zorc'hell en gul | |
Le Bariller, aotrounez Riaval, e Saint-Hélier (e Roazhon hiziv)
|
En argant e gebrenn en glazur, heuliet gant teir melionenn c'heotet | |
le Baron, prokulor jeneral ouzh lez Roazhon (aet da Anaon e 1805) | En argant e dreustell heuliet gant teir melionenn, an holl en geot. | |
Barrin,
baroned Montbarrot e 1671, e Sant-Albin-Roazhon |
En glazur e deir balafenn en aour | |
Le Bart,
|
En glazur e leonparzh en argant | |
Jean de Bourgneuf
Aotrou Cucé (hiziv e Roazhon); Kadoriad kentañ ouzh Breujoù Breizh eus 1595 da 1636; aet da Anaon e Pariz ar 27 Eost 1669 |
En argant e lammell en sabel, e grennbalefarzh en gul karget gant daou besk en argant | |
Jean du Cellier, kadoriad ouzh ar C'hontoù , ha kañseller ha senesal Roazhon e 1458 | En gul e dreustell en brizh, heuliet gant teir fempdiliaouenn en argant | |
Mathurin Chéreil, sindik a kuzulier ouzh prezidial Roazhon e 1689 | En glazur e lammell en argant | |
Fablet de la Motte [33] |
| |
Jean de la Lande des Fossés, kabiten ar strollad-koronal Roazhon ha kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1592 | En glazur e leon en aour | |
Marc'hec / Marchec / Chevalier
Aotrounez Montbarot ha la Martinière, e Sant-Albin-Roazhon. - Alain, senesal Roazhon ha kuzulier ouzh ar Grands-Jours e 1498; en eus sinet feur-emglev dimeziñ Anna Breizh ha Loeiz XII. - René, gouarnour Roazhon e 1583 [34] |
En argant e leon en gul, krabanet, teodet, ha kurunet en aour, e dreustell balirant en sabel, karget gant teir rodig-kentr en argant | |
de Marnières,
Aotrounez la Martinière ha baron Montbarrot, e Sant-Albin-Roazhon |
En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div rozenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en aour. | |
Nantrieul
Aotrounez Chesnayes. Pierre, tailhanter war mogajoù Roazhon e 1696 |
En glazur e bemp bezantenn en aour | |
Jean Palasne, serjant-jeneral Roazhon e 1764. | En glazur e dreustell en argant karget gant tri houarn mulez en gul, ha heuliet gant teir delienn askol en aour |
SportAozañ
Mell-droadAozañ
Darvoudoù-sport a bep seurtAozañ
- 26 a viz Gouere 1905 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Louis Trousselier.
- 28 a viz Gouere 1905 : loc'hañ a ra 10vet hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Caen (Calvados).
- 21 a viz Gouere 1933 : 21añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Jean Aerts (Belgia).
- 22 a viz Gouere 1933 : loc'hañ a ra 22l hag 2l diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Caen (Calvados).
- 23 a viz Gouere 1937 : 18vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre La Roche-sur-Yon (Vande) ha Roazhon ; trec'h eo Paul Chocque.
- 24 a viz Gouere 1937 : loc'hañ a ra 19vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Vire (Calvados).
- 11 a viz Gouere 1939 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Vire (Calvados) ha Roazhon ; trec'h eo Eloi Tassin.
- 12 a viz Gouere 1939 : 3 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Roazhon ha Brest ; trec'h eo ar Breizhad Pêr Gloareg.
- 9 a viz Gouere 1951 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Roazhon ; trec'h eo Édouard Muller.
- 25 a viz Mezheven 1952 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Roazhon ; trec'h eo Rik Van Steenbergen (Belgia).
- 26 a viz Mezheven 1952 : loc'hañ a ra 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du ar Mañs (Sarthe).
- 29 a viz Mezheven 1959 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Jean Graczyk.
- 27 a viz Mezheven 1963 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Antonio Bailetti (Italia).
- 28 a viz Mezheven 1963 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Añje (Maine-et-Loire).
- 22 a viz Mezheven 1964 : loc'hañ a ra 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Lisieux (Calvados).
- 29 a viz Mezheven 1970 : 3 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Roazhon ; trec'h eo Marino Basso (Italia).
- 29 a viz Mezheven 1970 : loc'hañ a ra 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Lisieux (Calvados).
- 10 a viz Gouere 1977 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Roazhon ; trec'h eo Klaus-Peter Thaler (Republik Kevreadel Alamagn).
- 6 a viz Gouere 1989 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Roazhon (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Greg LeMond (Stadoù Unanet).
- 7 a viz Gouere 1989 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du park tematek Futuroscope (Vienne).
- 14 a viz Gouere 1991 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Alençon (Orne) ha Roazhon ; trec'h eo Mauro Ribeiro (Brazil).
- 15 a viz Gouere 1991 : 10vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Roazhon ha Kemper ; trec'h eo Phil Anderson (Aostralia).
- 8 a viz Gouere 1994 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Roazhon ; trec'h eo Gianluca Bortolami (Italia).
- 9 a viz Gouere 1994 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du park tematek Futuroscope (Vienne).
- 8 a viz Gouere 2006 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Gregor ha Roazhon (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Serhiy Honchar (Ukraina).
- 11 a viz Gouere 2015 : loc'hañ a ra 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Mur.
Liammoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Gevellet eo gant 13 kêr :
|
Hag ivez kêriadennoù :
|
KoñsuldioùAozañ
Div goñsuliezh hollek a zo e Roazhon : Maroko staliet boulouard Sevigneg hag ar Stadoù-Unanet kae Chateaubriand. Un Ensavadur gall-hag-amerikan a zo ivez abaoe fin an Eil brezel bed.
Liammoù diavaezAozañ
- Pennad Les Echos Une balade qui en dit long sur la manière dont les rois de France imposèrent leur pouvoir
- INA
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon goude bezañ bet bombezennet 1943
- L'Ouest en mémoire (Ina) - An aliañs e Roazhon 1944
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Digoradur ti ar c'hultur 1965
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon 2000 1967
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar C'holombier : kreizkêr nevez 1972
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon oc'h en em industrializañ 1974
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Henry Fréville 1976
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Edmond hervé: aotrou maer Roazhon 1977
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Cleunay e Roazhon 1981
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Emdradur ar stalioù e Roazhon : Alma
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar Blosne e Roazhon 1994
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Arkitekturiezh Georges Maillols e Roazhon 1998
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon : An telecom valley 2000
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar metro nevez e Roazhon 2002
- ALBB : penaos e vez distaget Roazhon ? http://sbahuaud.free.fr/ALBB/Kartenn-544.jpg
LevrlennadurAozañ
- Jean-Claude Even-Kernivinenn ː Genèse de la Bretagne armoricaine. Analyse de l'expédition de Maxime, Magnus Clemens Maximus, au printemps 383. Lannuon. 1003-1999
- Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Laurence Mathey-Maille : Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne. Les Belles Lettres. Paris 1992
- Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː La Civilisation des Riedones. 2è supplément à Archéologie en Bretagne. Brest. 1980
- Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The history of the kings of Britain. Penguin Books Ltf. Harmondsworth. 1966 -1973
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ pe ['rwa:zən], pe ['rã:wõn] pe ['rã:wən], pe ['rawzun]
- ↑ Geriadur Vallée, p. 645 ; geriadur Gregor, p. 295
- ↑ Le breton usuel, p. 298
- ↑ Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, p. 129
- ↑ Glossaire moyen-breton, É. Ernault
- ↑ Geriadur Vallée
- ↑ INSEE
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ "Mémoire des hommes"
- ↑ [1] Livre d'Or du Ministère des Pensions - Memorial Genweb
- ↑ Ouest-France, 8 a viz Even 2010
- ↑ INA
- ↑ Pertes RAF
- ↑ 8 août 1943
- ↑ Imperial War Museum, luc'hskeudenn o tiskouez ar c'hirri-nij, o bombezennoù ha tennoù ar Flak
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Luc'hskeudennoù eus an nijerez hag eus obidoù an daou nijour alaman e Bered ar Reter
- ↑ (fr) Les fusillés du Colombier
- ↑ Mémoire de guerre
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Alain Bouchart, Laurence Mathey-Maille, Lewis Thorpe
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Ur bajenn a-zivout bombezadeg ar 17 a viz Even e Roazhon
- ↑ 12 FÉVRIER 1940 Luc'hskeudennoù
- ↑ Oberenn a-stroll dindan renerezh Jean Meyer, Histoire de Rennes, Embannadurioù Privat, Toloza, 1972, pajenn 259
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/rennes-35000/temoignage-maurepas-avec-les-dealers-ne-vit-plus-5760461
- ↑ Skol Diwan Roazhon
- ↑ 30,0 30,1 30,2 ha30,3 Mémoire des hommes
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Aotrounez Blancpignon, Cervon, Longpré, la Coudre, e Sant-Meleg. François, sekretour ar Roue e 703. Ur senesal, maer, ha letanant-jeneral polis Roazhon e 1744
- ↑ Aotrounez la Motte (?), eskopti Roazhon. Ur c'huzulier ouzh prezidial, maer, letanant-jeneral ar polis, ha kannad Roazhon ouzh ar Stadoù e 1780
- ↑ Pol Potier de Courcy. T. II. p. 280.