Gwilherm Berthou-Kerverzhiou

Gwilherm Berthou-Kerverzhioù
Gwilherm Berthou-Kerverzhiou
Anv ofisiel Guillaume Berthou
Anv pluenn G.B. Kerverzhioù
Obererezh Barzh, skrivagner
Ganedigezh d'an 10 a viz Mae 1908
Pempoull, Banniel Bro-Sant-Brieg Sant-Brieg
Marv d'an 13 a viz Meurzh 1951
Roazhon, Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Barzhonegoù, Levr an amprevaned, Llena Davies
Traoù ouzhpenn
Sekretour ar gelaouenn Gwalarn

Gwilherm vBertoù, hag a sine G.B. Kerverzhioù dre vras (ha "Kerverziou" a-raok 1941), a oa ur skrivagner brezhonek ganet e Pempoull (Aodoù-an-Hanternoz d'an ampoent) d'an 10 a viz Mae 1908 ha marvet e Roazhon d'an 13 a viz Meurzh 1951. Kemeret en deus perzh e-barzh an Eil Emsav.

Mab e oa d'ur c'habiten a vor eus Pempoull. Mont a reas d'ar skol-vihan e Pempoull, d'al lise e Sant-Brieg. Tremen a reas e vachelouriezh war ar skiantoù hag al lizhiri e 1925 ha 1926. Mont a reas neuze d'ar Skol-veur e Roazhon, ha dont a reas da vezañ ijinour-strilhour e 1929. Er memes bloaz e voe ijinour e Goueled-Antr (Bro-Naoned). Goude-se e voe o chom e Sanch Amàs er Provañs, hag e Brest (er Vilin Wenn), e 1931. Engouestlet en Emsav e voe rediet mont en harlu politikel e Marselha eus 1933 da 1935.

Adalek 1939 e voe kelenner war ar strilhouriezh hag an naturoniezh e skolaj Itron Varia ar Wir Sikour e Brest. Sekretour Gwalarn e voe neuze, koulz ha merour Arvor ha skrivagner e-barzh L'Heure Bretonne (kronikenn "ar yezh hag ar vro"). Goude ar brezel e voe teñzorer Kad ha rener/pennskrivagner Ogam. Skrivet en deus pennadoù ivez e-barzh Galv, Studi hag Ober hag al Liamm. Mervel a reas e 1951, d'an oad a 43 bloaz, klañvet-fall ma oa. Barzh e voe Gwilherm vBertoù dreist-holl, met un nebeud danevelloù a zo anavezet ivez, en o zouez an hini gentañ el lennegezh vrezhonek ma'z eus anv eus darempred rev (Llena Davies). Lavaret e vez gant kalz ez eo luziet-tre e varzhonegoù, levezonet gant an hengeltieg hag ar skiantoù.

Obererezh politikel

kemmañ

Studier war ar gimiezh e Skol-Veur Roazhon eo, pa kemer perzh e-barzh krouidigezh Kevredad Studierien Vreiz (Fédération des étudiants bretons) asambles gant Célestin Lainé d'ar 27 a viz Kerzu 1927. An daou a embann bezañ broadelourien daer hag e vo techet da vont war-zu aozadurioù kuzh evel Kentoc'h mervel savet gant Lainé e 1930. G. Berthou hag Armand Giraud a voe an daou ezel all a voe dibabet gant Lainé evit ar C'huzul Meur.
Aterset e voe gant ar polis e 1932 da-heul gwalldaol Roazhon (pa oa bet lakaet da bulluc'hañ an delwenn a ziskoueze Breizh daoulinet dirak ar Frañs). Tamallet e voe dezhañ bezañ kenlabouret da sevel ar poultr. Met, rebechet e voe dezhañ bezañ bet ur glakenn ha dre ur gemennadenn gourdrouzus embannet gant an aozadur kuzh, Gwenn ha Du e voe rediet kuitaat Breizh. Da Varselha ez eas kuit e dibenn 1932. Distreiñ a reas da Landreger e 1935.

Oberenn hag obererezh lennegel

kemmañ

Hervez Lukian Raoul, G. Berthou a voe a voe un den gouiziek, koulz er skiantoù hag ar yezhoù (ur mailh e voe war an hengeltieg), hag el lennegezh ivez. Skrivañ a reas barzhonegoù a zo bet embannet dalif e 1955. Unan eus ar gwellañ barzhed e voe hag e savas barzhonegoù gant enklotennoù.

Embannadennoù

kemmañ
  • Levr an amprevaned, Brest, Skridoù Breizh, 1943.
  • Barzhaz Kerwerzhioù, Ar Baol, Al Liamm, 1955, 96 p. Embannadenn dalif.

Levrlennadur

kemmañ
  • Sébastien Carney, Breiz Atao !, Mordrel, Delaporte, Lainé, Fouéré… Roazhon, SHAB ; Presses universitaires de Rennes, 2016.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992 Pennad Berthou, Guillaume.