Gwipavaz
kumun Penn-ar-Bed
Gwipavaz | ||
---|---|---|
![]() Ar bourk, tapet eus tu ar c'hornôg. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Guipavas | |
Bro istorel | Bro-Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Gwipavaz (pennlec'h) | |
Kod kumun | 29075 | |
Kod post | 29490 | |
Maer Amzer gefridi | Fabrice Jacob 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Brest Meurgêr ar Mor | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 15 196 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 344 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 131 m | |
Gorread | 44,13 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwipavaz zo ur gumun e Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penngêr kanton Gwipavaz eo.
DouaroniezhAozañ
- War lez ar stêr Elorn emañ Gwipavaz.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936 : ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 11 a viz C'hwevrer 2009 e voe votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 a voe roet d'ar gummun.
DeskadurezhAozañ
ArdamezioùAozañ
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Picrel e anv, hag ur beleg anvet Bernicot ; nac'het e voe gant ar c'hure, Segalen e anv[4].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
Eil brezel-bedAozañ
- Implijet e voe an nijva gant al Luftwaffe (aerlu an Trede Reich)[6] ; bombezet e voe e 1943 gant nijerezioù B-25 eus skouadrennoù Niv. 98 ha 180 eus ar Royal Air Force[7].
- D'an 10 a viz Eost 1940 e voe damzistrujet un nijerez Ju 88A eus al Luftwaffe pa rankas pradañ gant mall en nijva[8].
- Nijerezioù an United States Air Force aet d'ar strad e Gwipavaz e 1944 : d'ar 7 a viz Eost ur Stinson L 5 marilhet 42-98992, 14th Liaison Squadron ; d'ar 27 a viz Eost ur P-51F.6 C 6 marilhet 42-103451, 10th PRG, 12nd PRS (lazhet e voe al leviour) ; d'ar 5 a viz Gwenholon : ur B-17F-20-VE anvet "Nobody Getzit", marilhet 43-37949 ha kodet H8-?, 486vet Bombing Group, 835vet Bombing Squadron gant nav nijour en e vourzh ; daou anezhe a voe tapet gant an Alamaned, lazhet e voe ar re all, pevar anezhe zo douaret er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall ; er memes deiz : ur B-17G-75-BO (marilhet 43-37875 ha kodet H8-?, 486vet Bombing Group, 835vet Bombing Squadron) gant nav nijour en e vourzh ; daou anezhe a voe tapet gant an Alamaned, lazhet e voe ar re all, douaret int er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin[9].
- Enoret eo bet Gwipavaz gant Kroaz ar Brezel 1939-1945.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant Pêr ha Sant-Paol (1952-1955) gant ur porched savet e 1563.
- Chapel Itron-Varia ar Reun.
- Chapel Sant Eozen.
- Kalvar kizellet gant Yann Larc'hanteg (1883).
- Maner ar Vizag.
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 1 |
Hollad | 1 |
Soudard en tirlu e oa. Mervel a reas e miz Even 1940, e-pad an Eil Brezel Bed[10].
DezougenAozañ
- Aerborzh Brest-Breizh, bet savet diwar an nijva milourel krouet e 1917 war blateiz Lanruz.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

TudAozañ
- Tud marvet eno
1946 : Yann-Loeiz Rozeg, skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Le Mercier [11] Aotrounez Beaurepos ha Keroman |
En glazur e gebrenn en argant, heuliet ouzh kab gant div c'hregilhenn ivez en argant, hag ouzh beg gant ur c'hloc'h en aour bazoulet en sabel | |
GevelliñAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Liammoù diavaezAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne – Ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, p. 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pp. 40-41.
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)ABSA
- ↑ (fr)Imperial War Museum, luc'hskeudenn
- ↑ (fr)Pertes Luftwaffe Finistère.
- ↑ (fr)Pertes USAAF Finistère
- ↑ (en)Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Aotrounez Beaurepos he Keroman. Diskouezadegoù e 1534 ha 538, e Lambezelleg. - Pierre, reizher ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh, e 1632. Marvet e-kerzh e oa en karg.