Kristof Jezegoù

skrivagner brezhonek

Kristof Jezegoù (ganet e Gwineventer d'an 18 a viz Mae 1864, marvet e Plouarzhel d'an 11 a viz Even 1953) a oa ur skrivagner brezhonek hag ur beleg katolik eus Bro-Leon.

E vuhez

kemmañ

Beleget e voe e 1888. Kaset e voe da gure da Wimaeg neuze, hag e 1890 da Gastellin betek 1907. Eno e oa ur person brudet e sarmonioù, Yann Gere. Dastum a reas e sarmonioù e div levrennad anvet Sarmoniou an Aotrou Quere, embannet e 1902 ha 1903. Paouez a reas gant e garg a berson e Pornaleg e 1946.

Meur a bennad a skrivas e-barzh Feiz ha Breiz, Ar Vro, Le Courrier du Finistère ha re all, Doph pe Dolph ar Mezou e anv-pluenn.

Levrioù

kemmañ
  • Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915;
  • E korn an oaled, Ti-moul. ar C'hastell, Brest, 1923 (adembannet gant Emgleo Breiz, 1991);
  • Kontadennou livet ha renket gant an aotrou Jezegou, ti-moullañ Paillard, Abbeville, 1909 (adembannet e div levrenn gant Emgleo Breiz, 1994 ha 1996);
  • Prezegennou diwarbenn ar binijenn hag ar briedelez, ti-moullañ ar C'hastell, Brest, 1936;
  • Fantig, levr + CD, gant mouezh Per-Jakez Helias ha tresadennoù Malo ar Menn, adembannet gant TES e 2006, diwar enrolladenn Bemdez 1991.

Traoù all

kemmañ