Bro-Leon

unan eus nav bro gozh istorel Breizh
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Leon pe Bro-Leon a zo unan eus nav bro gozh istorel Breizh. Un eskopti eo bet ivez (gwelet Eskopti Leon). Kastell-Paol a oa kêr-benn ar vro hag eno e oa ti an eskob. E 2012 e oa 424 020 a dud o chom e Bro-Leon[1]. En em astenn a ra ar vro war ur gorread a 2 030 km²[2].

DouaroniezhAozañ

Lec'hiet eo Bro-Leon en norzh da Gerne hag er c'hornôg da vro-Dreger. Lakaet eo bet ar vro e departamant Penn-ar-Bed gant galloud an Dispac'h gall. Hedañ a ra Leon Mor Breizh, adalek stêr Montroulez er reter betek ar Meurvor Atlantel er c'hornôg. Bevennet eo er c'hreistez gant Menez Are hag ar stêr Elorn. Brest eo ar gêr vrasañ anezhi.

IstorAozañ

Diwar anv al lejion roman diazezet er vro e teufe anv Bro-Leon.

Gant ar manac'h Paol Aorelian e vefe bet kaset da Gastell-Paol sez eskopti Leon er VIvet kantved (eus Brest hervez Léon Fleuriot).

Darempredet e oa Kastell-Paol, kêr-benn an eskob, gant pirc'hirined an Dro-Vreizh er Grennamzer.

YezhAozañ

Brezhoneg Leon eo ar rannyezh m'eo bet diazezet ar yezh lennegel, pe ar yezh standard, diwarni. Brezhoneg Leon a vez, peurliesañ, distaget fraezh ha ledan, ur perzh heverk anezhañ.

Un nebeud dibarderioù eus yezh LeonAozañ

  • N'eo ket emdroet an dibenn -og e -eg e pep lec'h c'hoazh.
  • Miret eo bet ar stumm boas edo en amzer dremenet (e-skoaz emañ en amzer-vremañ). E Brest edon o chom/E Brest e oan o chom.
  • Ur y glebiet a zegaser dirak ar stumm-verb oa e kornioù zo eus Leon. Hemañ a ioa deuet ivez/Hemañ a oa deuet ivez.
  • Eilpennet eo bet an diftongenn ae a vez distaget ea. Da skouer : leaz a zistager evit laezh, sklear evit sklaer.
  • Degas a ra Leoniz un diftongenn ea n'eo ket etimologel, er gerioù zo ar son ec'h enno. Da skouer kreac'h, neac'h, e-lec'h krec'h pe nec'h.
  • Distagañ a reer ar z e dibenn ar gerioù evel menez pe bemdez.
  • Distagañ a reer oun pa vez distaget on e lec'h all. Da skouer : Bro-Leoun, brezouneg pe, zoken, brezounog.

Bro-Leon hiziv an deizAozañ

Kenderc'hadoù lec'helAozañ

Anavezet eo Bro-Leon evit al labour-douar dreist-holl. Ar rannvro tro-dro da Gastell-Paol, anvet "Ar Gouriz Alaouret", a zo un takad a zouaroù traezhennek, ur seurt leus skornvezhel hag a c'hell tizhout betek 8 metrad donder. Gouest eo labourerien-douar Bro-Leon da gevezañ gant re an Izelvroioù, pe da ober gwelloc'h c'hoazh. Amañ e vez kavet ul lodenn vras eus al legumaj produet e Bro-C'hall a-bezh ; anavezet eo evit an artichaod dreist-holl (renk kentañ e Bro-C'hall), ar brikoli, an tomatez pe ognon roz AOC Rosko ha chalotez Kastell-Paol. Doareoù labour hengounel da drempañ an douar gant bezhin a zo bet ijinet eno, ha diwezhatoc'h doareoù a-vremañ gant an traktorioù o deus kemeret plas ar c'hezeg. Amañ ivez eo bet krouet ar marc'had « diouzh an digresk » diwar atiz ar sindikadour Alexis Gourvenneg. Labourerien-douar Bro-Leon o deus lakaet o holl aked da wellaat o douar hag o holl startijenn da genwerzhañ gant ar broioù estren dreist-holl.

Ar pesketaerezh hag ar micherioù liammet ouzh ar mor a zo pouezus er vro ivez. E-kreiz an Aber-Ac'h e vez savet istr Prat Ar Coum, e bae Montroulez e kaver munus istr Belon, ha pesklennoù e Rosko. Ar porzhioù pesketa pennañ eo Konk-Leon, Porsal ha Mogerieg (a denn splet bras eus al ligistri dreist-holl). Lannildud eo porzh kentañ Europa evit ar bezhin.

TouristelezhAozañ

Bez ez eus pevar blein dedennañ pennañ e Bro-Leon :

• Troiad ar porzhioù-bered a ginnig meur a bennoberenn skulterezhel eus ar XVIvet kantved.

• E Brest, Oceanopolis, gouelioù ar bigi kozh ha redadegoù war vor treuzatlantek a zedenn ar muiañ a douristed.

• Bro an Aberioù a zo ul lec'h dispar evit an troioù-bale.

• Porzh Rosko hag ar c'humunioù tro-war-dro a zegemer martoloded gant bigi-bale bras, estreget re Vro-Saoz, aet skuizh gant Sant-Maloù, hag ivez familhoù an dud klañv (kreizenn heolvorel), abaoe m'eo bet ijinet ar vorvezegiezh. Eno e teu tud o vevañ er c'hêrioù ivez, evit kennerzhusañ aer a zo en Europa a-bezh.

DanframmoùAozañ

Treuzet eo Bro-Leon, eus ar Reter betek ar C'hornôg gant un hent-tizh hag a dalvez da c'hourhent. An tren tizh bras a chom a-sav e Montroulez hag e Brest. Aerborzh Brest-Breizh a zo un aerborzh etrebroadel hag a c'hell degemer ar brasañ kirri-nij. Darbaret eo gant Brit-Air, iskevredad breizhat Air-France, hag a zo diazezet e Montroulez. Aerborzh Landivizio a zo ur bon morlu.

Porzh Brest a chom ur greizenn a genwerzh a-bouez hag, evel-just, kalon ar Morlu. Ur porzh-don, porzh ar Bloscon, a zo bremañ e Rosko en-doare ma c'hell ar Brittany Ferries, savet gant Alexis Gourvenneg kinnig d'an dreizhidi ha d'o c'hirri-tan treuziñ ar mor ingal war-zu Korkig (Iwerzhon) pe bPlymouth (Bro-Saoz).

Abalamour da dri lanv du bras, re an Torrey Canyon, an Olympic Bravery hag an Amoco Cadiz, hag ouzhpenn, abalamour d'ar bigi o tiaezhañ, en deus ranket ar prefeti-mor diasezañ Roudenn Eusa. Sturiet eo houmañ gant ar c'hCROSS (Kreizenn-rannvro oberiant evezhiañ ha saveteiñ (KROES)[3]) Korzenn adalek Brest.

Imbourc'hAozañ

Kreizenn Bevoniel Rosko eo kentañ blein Europa evit an enklask hag ar c'helenn war ar vorvevoniezh. E Brest ez eus ur greizenn enklask moroniel a-bouez, ar CNEXO, deuet da vezañ Ifremer, hag Oceanopolis, a zo o labourat war studioù etrevroadel diwar-benn al loenoniezh a vor.

E Brest ivez emañ ar POS (Pennospital Skolveurel), en e benn an Ospital Morvan, hag an SBI (Skolveur Breizh-Izel)

Gwask hag embannAozañ

An Telegram

Skol Vreizh

LevrlennadurAozañ

  • MADEG Mikael, Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020.

Gwelet ivezAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Sifroù Geobreizh (br)
  2. Gwennole Bihannig, Douaroniezh Breizh, An Here, 1996, p. 212.
  3. Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.


Nav bro gozh Breizh  
Bro-ZolBro-GwenedBro-GerneBro-LeonBro-NaonedBro-RoazhonBro-Sant-BriegBro Sant-MaloùBro-Dreger
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.