Tren tizh bras
Evezhiadenn : Gant an droienn "Tren tizh bras" (liester : trenioù tizh bras) e vez graet e brezhoneg abaoe pellik[1]. Implijet e vez ivez "Tren Tizh-ha-tizh"[2] evit seurt trenioù. Gwelet ivez ar pennad kroget gant an anv Tren_Tizh-ha-Tizh.
An tren tizh bras, pe TTB, a c'hell bezañ termenet a daou zoare. An TTB a zo :
- un tren a ya gant tizh bras war an hentoù-houarn. Hervez an Unvaniezh Etrevroadel an Hentoù-houarn (fr) e vez galvet trenioù tizh bras ar re hag o deus un tizh brasoc'h eget 250 km/e war linennoù ispisializet ha war dro 200 km/e war linennoù nevesaet[3].
- anv ar merk (TGV e galleg) krouet gant an SNCF evit lakaat da talvezout an tren nevez hag a c'hell mont da 270 km/e e 1981. Erruet eo 1989 an TTB e Breizh ha war-dro 2015 e vo savet ul linenn hent-houarn nevez hag a c'hallo an TTB mont warni evit mont deus Roazhon da Baris en un eurvezh hanter.
Trenioù tizh bras all a zo dre ar bed evel an Shinkansen e bro-Japan pe an ICE e bro Alamagn.
Orin an Tren tizh bras
kemmañSteudadoù (séries)
kemmañAn tren tizh bras e Breizh
kemmañTTB-Atlantel (1989)
kemmañAn tren tizh bras a erru Roazhon ar wech kentañ e 1989. A drugarez d'ar programm TTB ha kinnig al linennoù beajiñ end-eeun "Pariz-Brest" ha "Pariz-Kemper" eo bet tredanaet al linennoù Brest-Roazhon (1987 hag echuet e 1989) ha Kemper-Roazhon (1991 hag echuet e 1992).
Programm tizh bras e Breizh
kemmañTrenioù tizh bras dre ar bed
kemmañShinkansen
kemmañICE
kemmañEurostar
kemmañ
Daveennoù
kemmañ- ↑ R. an Hir, Dre hent pe hent (ul levr studi hag istor war ar c'hehentiñ e Breizh, savet gant un den a vicher), Mouladurioù Hor Yezh, 1990; Gw. Bihannig Douaroniezh Breizh, An Here, 1997, p.154 ha sq.. Troidigezh erbedet ivez gant Ofis ar Brezhoneg.
- ↑ Daveenn istorel deuet mat.
- ↑ Terminologie UIC
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |