Hent-houarn Brest Roazhon
Linenn Roazhon-Brest | ||
---|---|---|
Linenn eus Roazhon da Vrest | ||
| ||
Bro | ![]() | |
Kerioù tremenet | Gwitreg,Roazhon, Sant-Brieg, Gwengamp, Montroulez, Brest | |
Istor | ||
Digoridigezh | 1863 - 1865 | |
Tredanadur | 1989 | |
Korvoerien | Kompagnunezh hentoù-houarn ar C'hornog (fr) (1850 - 1908) Hentoù-houarn Stad (fr) (1908 - 1938) SNCF (adalek 1938) | |
Spizverkoù teknikel | ||
Niverenn Ofisiel | 420 000 | |
Hirder | 249,172 km | |
Ledander | hent boutin (1,435 m
) | |
Tredanaet | Patrom:25000 V - 50 Hz | |
Niver a forzhioù | div forzh | |
Tremenerezh | ||
Perc'henn | RFF | |
Korvoer(ien) | SNCF | |
Tremenerezh | THR Breizh, Linennoù meur | |
kemmañ ![]() |
Ul linenn hent-houarn zo etre Roazhon ha Brest. An termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) eo 420000. E wirionez eo termenadur al linenn Pariz-Brest.
IstorAozañ
Al linenn-mañ a zo bet savet etre 1857 ha 1865. Digoret eo al linenn deus Pariz da Roazhon e miz mae 1857, tizhet eo Gwengamp e Gwengolo 1863 ha digoret eo betek Brest e 1865.
Etre 1987 ha 1989 e vo tredanet al linenn (gwelet Ekipamant).
E 1990 e oa 58 tren ha 43 anezhe gant beajourien enne[1].
Ar rannvro en deus kroget nevesadur al linenn. Al "lankad 1" programm Breizh Tizh Bras a zo disrannet e 4 lodenn[2] :
- Lodenn 1 etre Roazhon ha Kedilleg, 36 km (da vezañ echuet e 2013[3]) : 7 treuzenn hent-houarn lemmet
- Lodenn 2 etre Plened-Yugon ha Ilfinieg, 25 km (da vezañ echuet e fin 2011[3]) : 8 treuzenn hent-houarn lemmet
- Lodenn 3 etre Plouagad ha Gwengamp, 12 km (echuet e miz du 2009[4]) : 1 dreuzenn hent-houarn lemmet
- Lodenn 4 etre Plouared ha Pleyber-Christ, 39 km (da vezañ echuet e 2013[3]) : 7 treuzenn hent-houarn lemmet
TresAozañ
Dre astenn e vez ebarzhet an tioù-gar al linenn evit Pariz hag a zo e Breizh.
Anv an ti-gar | kumun | PK |
---|---|---|
Gwitreg | Gwitreg | 335 |
Al lenneier | Sant-Albin-al-Lann | 345 |
Kastell-Bourc'h | Kastell-Bourc'h | 352 |
Servon | Servon | 357 |
Noal-Egineg | Noal-ar-Gwilen | 362 |
Saozon-Sevigneg | Saozon-Sevigneg | 367 |
Roazhon Linennoù evit Redon, Sant-Maloù, Kastell-Briant |
Roazhon | 373 |
Ar Peniti - Morzhell | Ar Peniti | 385 |
Brezhiel | Brezhiel | 391 |
Moñforzh | Moñforzh | 395 |
Menezalban | Menezalban | 405 |
Lanvroeneg | Menezalban | 410 |
Kedilieg | Kedilieg | 415 |
Kaon | Kaon | 419 |
Bronn | Bronn | 427 |
Plened-Yugon | Plened-Yugon | 438 |
Plestan | Plestan | 446 |
Lambal Linenn evit Dol |
Lambal | 454 |
Ilfinieg | Ilfinieg | 464 |
Sant-Brieg Linennoù evit Pondi ha Porzh Al Leger |
Sant-Brieg | 474 |
Lanvealgon | Lanvealgon | 481 |
Plerneg-Plouvara | Plerneg-Plouvara | 485 |
Kastellaodren-Plagad | Kastellaodren-Plagad | 491 |
Gwengamp Linennoù evit Karaez ha Pempoull |
Gwengamp | 504 |
Pederneg-Treglañviz | Pederneg-Treglañviz | 514 |
Benac'h-Bear | Benac'h-Bear | 519 |
Tregrom | Tregrom | 525 |
Plouared - Bro-Dreger Linenn evit Lannuon |
Plouared | 530 |
Plounerin | Plounerin | 539 |
Ar Pontoù | Ar Pontoù | 545 |
Plouigno | Plouigno | 553 |
Montroulez Linenn evit Rosko |
Montroulez | 562 |
Pleiber-Krist | Pleiber-Krist | 571 |
Sant-Tegoneg | Sant-Tegoneg | 577 |
Gwimilio | Gwimilio | 581 |
Landivizio | Landivizio | 589 |
Ar Roc'h-Morvan | Ar Roc'h-Morvan | 598 |
Landerne Linenn evit Kemper |
Landerne | 603 |
Ar Forest-Landerne | Ar Forest-Landerne | 608 |
Kerhuon | Ar Releg-Kerhuon | 614 |
Ar rodi (serret) Linenn evit Porzh Brest |
Ar Releg-Kerhuon | 589 |
Brest | Brest | 622 |
EkipamantAozañ
Tredanet eo gant ar mod 25 kV - 50Hz (fr). Kinniget eo bet al linenn gant tredan deus Roazhon da Sant-Brieg d'an 23 a viz Ebrel 1987. D'an 12 a viz Gwengolo 1989 e oa posupl evit ar stlejerez mont betek Brest gant tredan.
Implijet e vez ar Reizhiad Emgefre a Aotre Strizhik (fr) e-hed al linenn. Koulskoude e vez tamm-ha-tamm nevesaet al linenn gant ar Reizhiad Emgefre Goulaouek (fr) . Ar C'hevrat Steuñv Stad-Rannvro (fr) evit ar prantad 2015 - 2020 en deus kinniget an nevezadenn-mañ etre Plouared ha Gwengamp[5].
TrenioùAozañ
Marc'hoù-du embregerezh hentoù-houarn ar c'hornog (Compagnie des Chemins de Fer de l'Ouest)Aozañ
Implijet e voe gant ar Chemin de fer de l'Ouest stlejerezioù 030 war dro ar bloavezhioù 1880 (chom a ra da wiriekaat e oa implijet war al linenn-mañ). Kinniget e vo neuze ar stlejerez 111 adalek 1855[6]. Ar re 111 ne c'hellont ket stlejañ trenioù abalamour da diribinoù bras war al linenn Roazhon-Brest. Setu ma vo implijet marc'hoù-du 121 aozet etre 1860 evit ar re gentañ ha 1888 evit ar re diwezhañ[7] Goude e voe implijet stlejerezioù mod 220, unan anezhe a tizhas 138 km/e e 1889. Ar re 220-500, hag a voe degaset etre 1897 ha 1900 a voe implijet evit mont da Vrest[8]. Adalek 1896 e vo aozet stlejerezioù dre aezhenn-dour e mod 230[9]
Da-heul e voe ar marc'hoù-du 231 Pacific, ar re gentañ e bro-Frañs, hag a voe implijet war al linenn mañ adalek 1908[10],[11].
Stlejerezioù an embregerezh stad an hentoù-houarn, Chemins de fer de l'état(1908-1938)Aozañ
TremenerezhAozañ
E 2008 e oa, hervez 3 rummad tremenerezh[12] :
- Etre 200 000 ha 420 000 den war ar beajoù-mañ ;
- Brest - Landerne
- Sant-Brieg - Roazhon
- Etre 44 000 ha 200 000 beajer ;
- Landerne - Montroulez
- Sant-Brieg - Lambal
- Brest - Roazhon
- Nebeutoc'h eget 44 000 beajer war ar beajoù orin - fin all.
DaveennAozañ
- ↑ Gérard Blier, Nouvelle Géographie ferroviaire de la France, Tome 2 : L'organisation régionale du trafic, 1993, éd. La Vie du Rail.
- ↑ Kinnigoù evit ur programm hent-houarn breton (e galleg)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 Doser evit ar c'heleier diwar-benn al lodenn TF1RQ (gwengolo 2010, e galleg)
- ↑ Doser evit ar c'heleier diwar-benn al lodenn RBTF3
- ↑ http://www.bretagne.pref.gouv.fr/Strategies-et-projets/Contrat-de-Plan-Etat-Region-2015-2020/Signature-du-CPER-le-11-mai-2015
- ↑ Les 111 du réseau de l'ouest
- ↑ Les machines à deux essieux couplés des chemins de Fer de l'Ouest
- ↑ Les 220 de la compagnie de l'Ouest
- ↑ Les 230 du réseau de l'Ouest
- ↑ fr:231 Ouest 2901 et 2902(galleg) "231 Ouest 2901 & 2902"
- ↑ Les locomotives 231 Pacific de l'Ouest
- ↑ Sellva an treuzdougerezh e Breizh
Gwelet ivezAozañ
|
|