Plouigno
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plouigneau
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Montroulez
Kanton Plouigno (pennlec'h)
Kod kumun 29199
Kod post 29610
Maer
Amzer gefridi
Rollande Le Houérou
2014-2020
Etrekumuniezh Montroulez Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Montroulez
Poblañsouriezh
Poblañs 5 083 ann. (2017)[1]
Stankter 78 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 34′ 03″ Norzh
3° 42′ 05″ Kornôg
/ 48.567616, -3.701356

48° 34′ 03″ Norzh
3° 42′ 05″ Kornôg
/ 48.567616, -3.701356

Uhelderioù kreiz-kêr : 109 m
bihanañ 17 m — brasañ 201 m
Gorread 64,82 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Plouigno

Plouigno a zo ur gumun eus Bro-Dreger ha penngêr kanton Plouigno, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

DouaroniezhAozañ

Eieniñ a ra an Dourdu e Plouigno.

Kumunioù amezek :

Plouyann; Garlann; Lanneur; Bodsorc'hel; Plegad-Gwerann; Tremael; Plegad-Moezan; Ar Pontoù; Lanneanoù; Plougonven;

AnvAozañ

Stummoù skrivetAozañ

  • Bernard Tanguy : Parochia lunau, XIIvet; Ploeigneau, c. 1330; Plouigneau, 1427
  • Erwan Vallerie ː Parrochia Iunau, XIIvet; Ploeigneau, c. 1330; Plou Inio, 1630; Plou-Igné, 1636

GerdarzhAozañ

Ploe + sant Winiau (Winniavus).

ArdamezioùAozañ

Geoted, e groaz keltiek divouedet en aour

IstorAozañ

Kent 1790Aozañ

  • J.B Ogée (1780) : 9 lev diouzh mervent Landreger, e eskopti; 35 lev diouzh Roazhon, ha 2 lev Montroulez, e eil-dileuriadurezh ha e veli. Ar barrez se a zo dindan ar roue. 4000 sakramant ez eus enni, en ur gontañ ar re Lanneanoù, e drev.

Dispac'h GallAozañ

XXvet kantvedAozañ

Eil Brezel-bedAozañ

XXIvet kantvedAozañ

Kresket eo bet ar gumun d'ar 1 a viz Genver 2019 goude bezañ bodet gant ar Pontoù[6].

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Iliz katolik Sant Yuniav (bet lakaet war anv Saint-Ignace) a zo bet savet e 1863 en doare gotek.
  • Kastell Goesbriand
  • Kastell Lanidi
  • Maner ar Mur
  • Maner Grainville
  • Maner Kerangwez
  • Maner ar Sal

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ

Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ

Listenn maered Plouigno
Mare Anv Strollad Karg
2010 bremañ Rollande Le Houérou dehoù diseurt
1980 2010 Joseph Urien dehoù

TudAozañ

  • Aufrai Goësbriand : aotrou Goësbriand; kabiten hanter-kant goaf dindan Charlez VII. Gouarnour ar gêr hag ar c'hastell Saint-Macaire; letanant jeneral ar Bazadois.
  • Tomas Kerveniou : (meneget e 1371) floc'h ouzh strollad Per Tournemine;
  • Per Talhouet : kuzulier an dug Yann V
  • Yann Talhouet : eskob Landreger e 1502
  • Yann Talhouet : kannad Anna Vreizh e Francfurt
  • Ael Guernisac

Ardamezeg ar familhoùAozañ

  Acigné, aotrounez Kervenniou ha la Ferté ː

En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.

  • Ger-ardamez : Neque terrent monstra [7]
  Adam, aotrounez Tourault ː

En aour, e dour kranellet en sabel, leinet gant un dourigan ivez en sabel [7]

GevelliñAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

LevrlennadurAozañ

  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 48
  3. Pertes RAF Finistère
  4. Pertes Luftwaffe Finistère
  5. Pertes USAAF Finistère
  6. (fr) Recueil des actes administratifs de la préfecture du Finistère
  7. 7,0 ha7,1 Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890 Ardamezioù kanus e galleg ː an tour uhel