Bro Montroulez
Bro Montroulez, pe Bro Vontroulez, zo ur vro velestradurel diouzh al lezenn "Voynet" e hanternoz departamant Penn-ar-Bed. Bodet ez eus 61 gumun enni. 1 331 km² a zo dindani. 121 621 a dud a oa o chom enni e 1999. War-bouez ur gumun eo heñvel tachenn ar vro-mañ ouzh hini arondisamant Montroulez[1].
Peder c'humuniezh kumunioù zo enni :
- Montroulez Kumuniezh : 62 179 a annezidi
- Kumuniezh kumunioù Bae ar C'hernig : 11 676 a annezidi
- Kumuniezh kumunioù Bro Landivizio : 28 502 a annezidi
- Kumuniezh kumunioù Bro Leon : 19 264 a annezidi
61 gumun
kemmañ- an Dre-Nevez
- ar C'hloastr-Plourin
- ar Pontoù
- Bodiliz
- Bodsorc'hel
- Enez-Vaz
- Garlann
- Gwerliskin
- Gwiglann
- Gwikar
- Gwikourvest
- Gwimaeg
- Gwimilio
- Gwineventer
- Gwinevez
- Gwitevede
- Henvig
- Karanteg
- Kastell-Paol
- Kleder
- Kommanna
- Lambaol-Gwimilio
- Landivizio
- Lanhouarne
- Lanneanoù
- Lanneur
- Logeginer-Plouziri
- Logeginer-Sant-Tegoneg
- Lokenole
- Lokireg
- Lokmelar
- Mespaol
- Montroulez
- Plegad-Gwerann
- Plegad-Moezan
- Pleiber-Krist
- Plouenan
- Ploueskad
- Plouezoc'h
- Plouganoù
- Plougonven
- Plougouloum
- Plouigno
- Plouneour-Menez
- Plourin-Montroulez
- Plouvorn
- Rosko
- Sant-Derc'hen
- Santeg
- Sant-Martin-war-ar-Maez
- Sant-Nouga
- Sant-Seo
- Sant-Servez
- Sant-Tegoneg
- Sant-Yann-ar-Biz
- Sibirill
- Sizun
- Taole
- Trelaouenan
- Trelez
- Trezilide
Brezhoneg
kemmañE distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 1179 skoliad (8,8 % eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Gevelliñ
kemmañBro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Kernev-Veur | Truru | 1979 |