Kastell-Paol
kumun Penn-ar-Bed
Kastell-Paol | ||
---|---|---|
![]() An iliz-veur ha chapel ar C'hreiz-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Pol-de-Léon | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Kastell-Paol (pennlec'h) | |
Kod kumun | 29259 | |
Kod post | 29250 | |
Maer Amzer gefridi | Stéphane Cloarec 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gorre-Leon Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 743 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 293 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 57 m | |
Gorread | 23 km² | |
kemmañ ![]() |
Kastell-Paol a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Pennlec'h kanton Kastell-Paol eo.
An anvAozañ
- Dre gomz, er vro, e vez berraet alies an anv e "Kastell" hepken.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 2 a viz Kerzu 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
DeskadurezhAozañ
ArdamezioùAozañ
IstorAozañ
KrennamzerAozañ
- 1346 : Emgann Kastell-Paol e-kerzh Brezel hêrezh dugelezh Breizh.
XVIIvet kantvedAozañ
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus "parrez ar Groaz" (e Kastell bremañ), Guillaume Moul, menajer, hag un den anvet Péron (graet e veze Calais ha Saint Paul dioutañ ivez), goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Corre, person, Kerebel, Branellec ha Grall, kureed[5].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 269 gwaz eus ar gumun, d.le. 3,44% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
Eil brezel-bedAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Iliz-veur Kastell-Paol gwelet en he hed
- Iliz-veur Kastell-Paol, an iliz-veur giz c’hotek Paol Aorelian, ur vazilikenn a eil renk a vez garaet anezhi ivez iliz ar C’hemenn da Varia, a voe war aspadennoù un iliz-veur roman eus an XIIvet kantved. Enni ez eus un nev heverk eus an XIIIvet kantved e maen-raz eus Caen, hag a zo dibar pe dost e Breizh, hag ur c’heur e greunit eus ar XVvet kantved.
- Chapel Itron-Varia ar C'hreiz-kêr (XIVvet – XVvet kantved, a sav he c'horzenn betek 80 m pe dost, zo dezhi unan eus ar c'hloc'hdioù uhelañ eus Breizh hag unan eus ar skouerioù kaerañ eus ar c'hloc'hdioù dantelezet. Gant he nouspet toull-penestr warn-ugent n'en deus ket an avel a grog enni. Adsavet e voe goude tan-gwall 1375, gant un tisavour saoz, hervez kont.
- Kloc'hdi chapel Sant Jozef, warnañ ar bloaziad 1716, a zeu eus chapel-gouent an Ursulinezed, a oa un dek metr bennak pelloc'h gwechall. Amañ e oa bet kaset hag adsavet ar c'hloc'hdi, dezhañ 33 m uhelder, war chapel Ti Retredidi beleien an eskopti. Hounnezh, bet staliet e domani maner Kerguz, ouzhpznn 4 hektar dezhañ, a oa bet anvet Bel Air e-pad pell amzer, abalamour ma oa kaer ar gwel war ar mor alese. Ar chapel a dakveze d'ober lidoù kañv. Adkempennet e oa bet er bloavezhioù 70 ha kadorioù-kloz kaer he deus, un aoter bras-divent e marmor hag ur c'hantolor-skourret brav-meurbet hervez giz an Arz-kinklañ.
- Ti ar Chalonied, ur bravig eus savouriezh an Azginivelezh, a voe savet gant ar chaloni Ricard war-dro 1530. Ur c'hloastr a gase ac'hann d'an iliz-veur. Setu perak e oa bet roet an anv "ar C'hloastr Bihan" d'ar blasenn a zisparti anezho. Kornioù tal an ti, kinklet gant ul leon hag un aerouant, zo aroueziet ganto e oa stag ar chaloni diazezer war un dro ouzh ar geoded (arouez Bro-Leon eo al leon) hag ouzh an iliz. An dourell zo enni ur viñs kaer-kenañ.
An ti a voe lakaet seziz warnañ e-pad an Dispac'h Bras hag a voe treuzfurmet e 1791, hag evit un dek bloavezh bennak, e skol vroadel an hidrografiezh ma veze stummet skolidi eus ar Verdeadureh Kenwerzh. Goude-se e voe perc'hennet gant e-leizh a dud lerc'h-ouzh-lerc'h, en o zouez ur marc'hadour gwin hag en doa engravet e anv ("Sou") war skoed-ardamez an talbenn. En ti, perc'hennet gant ar gumun, e vez degemeret ingal diskouezadegoù arz.
- En deroù e oa ar feunteun Lenn ar Gloar en anv an eskob kentañ, Sant-Paol, en dije benniget anezhi pa oa degouezhet e kêr er VIvet kantved. Morse n'eo bet gwelet o vont da hesk, ha pa vefe pennnadoù sec'hor bras.
Ar feunteun sakr a red an dour anezhi betek ar poull-kannañ zo e-kichen, zo ur c'hustod a-zioc'h dezhi gant un delwenn eus ar Werc'hez hag he Bugel e maen kersanton eus ar XVIvet kantved. E-pad pell amzer e veze graet ur Pardon eno bep bloaz d'ar 15 a viz Eost/ Brudet eo evel feunteun bareañ : nammidi ha klañvourien a-leizh o dije adkavet ar pare alied dre skuilhañ an dour-se war o c'horf.
Straed ar Poulloù-kannañ zo bet, e-pad pell, unan eus hentoù pennañ ar gumun. Evit mont e kêr, e tremene an dud (hag ar rederigoù eus an XIXvet kantved) dre un hent kammigellek adalek ar C'hreiz-kêr evit en em gavout er straed-se. Ul lec'h-arsav evit ar c'hezeg-post oa al leti e-kichen.
Ar poulloù, a-raok talvezout da gannañ al lienaj-ti, a veze implijet evit gwennaat an neudennoù lin hag ivez evit naetaat kouraihoù kigerezhioù ru an Eskern (Rue aux Os/ e galleg deuet da vezañ /rue aux Eaux/ hiziv an deiz !).
- Adsavet e voe feunteun Sant-Rok e 1897 pa voe digoret an hent a gas eus ar Gar da Liorzh kastell ar Gernevez. Kinklet eo gant ardamezoù an tiegezh Budes : "en argant gant pin geoted, hebiaet gant div flourdilizenn en gul". Warni emañ ar ger-ardamez "Superis victoria faustis". N'eus delwenn sant ebet ken.
Soñj a zegas ar savaduig greunit e oa liammet strizh al lec'h, geuniek ha distro kër, ouzh anv sant Rok, gwarezer an dud klañv gant ar vosenn. Rak meur a wech e voe skoet kêr gant reuziadoù bosenn er Grennamzer. Ur "c'hlañvdi", da lavaret eo ur gêriadennig tiez-soul bihan, a roe bod d'an dud klañv gant ar vosenn, al lorgnez ha pariaed all evel ar "gakouzien" deuet eus Spagn a veze difennet outo ober micher all ebet estreget hini ar gordennerien. Ganto e veze gweet kerdin evit kieier ar chapelioù tro-dro ha rankout a raent ivez pourchas ar re graet evit... krougañ an dorfedourien.
Ur chapel Sant-Rok, kouezhet en he foull hiziv an deiz, a voe savet e 1632 er c'harter-se, anvet ivez ar "Vadalen", evit degemer pedennoù an dud klañv. Gwelet a reer ar chapel-se en diabell war livadur ar Rozera en iliz-veur.
- Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[7]. Savet e voe e miz Gwengolo 1914, dioueliet d’ar 21 a viz Meurzh 1920 ha lakaet da Vonumant Istorel d’an 23 a viz Gouhere 19997[8].
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 1 (Morlu) |
Hollad | 1 |
Martolod e oa. Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed, d'an 29 a viz Du 1940[9].
DouaroniezhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1807 : Gabriel-Marie Caroff, troour brezhonek
- 1822 : Gabriel Milin, skrivagner brezhonek
- 1834 : Pierre Le Sann, beleg ha troour brezhonek
- 1923 : Naig Rozmor, skrivagnerez
- 1956 : Gérard Jaffrès, kaner
- 1977 : Armel Le Cleac'h, merdeer
Tud bet marvet enoAozañ
- 1652 : Mari-Amis Pikard, kevrinourez vreton.
- 1888 : Gabriel-Marie Caroff, troour brezhonek.
- 1952 : Paotr Treoure, beleg ha skrivagner brezhonek.
- 2015 : Naig Rozmor, skrivagnerez.
Tud liammet gant kêrAozañ
- Paol Aorelian, sant brezhon.
- Goulven, eskob Leon.
SportAozañ
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarnAozañ
- 28 a viz Mezheven 1974 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Kastell-Paol; trec'h eo Ercole Gualazzini (Italia).
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Broioù Katalan | Benicarló | 2013 |
Divodet eo bet ar gevelliñ gant Penarth e Kembre.
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 47
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ Commonwealth War Graves Commission