Mari-Amis Pikard
Mari-Amis Pikard (Marie-Amice Picard e galleg), ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1599 e Gwiglann ha marvet d'ar 25 a viz Kerzu 1652 e Kastell-Paol, a zo ur gevrinourez eus Breizh.
Gouestlañ a reas hec'h holl vuhez da Zoue evit berzh mat misionoù Mikael an Noblez hag an Tad Maner. E-pad seitek vloaz ne reas nemet gouzañv. Brud a oa warni da zegemer goulioù evel reoù Jezuz ha kevrinourion gatolik all, evel re ar Padre Pio en XXvet kantved. Lavaret e vez e reseve goulioù merzherion zo da-geñver o gouel ivez. Ne gouske nemeur.
Diwar he fenn
kemmañ- Juluan Maner, Buez Mari-Amis Picart, troet gant M. diwar La Vie de Marie-Amice Picard[1], Feiz ha Breiz, 1866 (Pennad kentañ en niverenn 54, 10 C'hwevrer, p. 13a).
Notenn
kemmañ- ↑ La Vie de Marie-Amice Picard (dornskrid)