Gwiglann
kumun Penn-ar-Bed
Gwiglann | ||
---|---|---|
Chapel Sant Jakez. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Guiclan | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Taole (betek 2015) Landivizio (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29068 | |
Kod post | 29410 | |
Maer Amzer gefridi | Raymond Mercier 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Bro Landivizio | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 529 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 59 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 3 m — brasañ 131 m | |
Gorread | 42,64 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwiglann (distaget [ɡɥiˈɡlãn]) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Landivizio, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
DouaroniezhAozañ
Stêrioù
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Ploelan, 1277, c. 1330, 1373; Ploelann, 1467; égl. de Guiclan, par. de Ploulan, 1569; Guiclan, 1740
- Erwan Vallerie ː Ploelan, 1277; Ploelen, 1279; Ploelane, 1292; Ploelan, 1330; Egl. de Guiclan, par. de Ploulan, 1569; Guiglan, 1630; Guiclan pe Ploulan, 1731
Gerdarzh Eus gwik ha "lann" (lec'h sakr). Ploelann e oa anv kozh ar barrez, Gwiglann anv ar vourc'h.
ArdamezioùAozañ
Troc'het ha bolzet ː ouzh 1 en aour e deir brizhenn erminig en sabel treustellet; ouzh 2 en sabel e ezev en aour
Aozer ː J.E. Benoiston
Kuzul ar Gumunn ; 26 Mezheven 1976
Prefeti ː 11 Eost 1976
Ar volzenn evit kev ragistorel Roc'h-Toull. En ezev diwar ardamezioù familh Kersauzon (1260)
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Autheuil, person, ha Jezequel, kure[2].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 176 gwaz eus ar gumun, d.le. 5,62% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Kev ragistorel Roc'h-Toull.
- Iliz katolik Sant Pêr.
- Chapel Sant Jakez.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[4].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1599 : Mari-Amis Pikard, kevrinourez.
- 1886 : Yann Mari Normand, bet lesanvet "barzh Gwiglan", a skrivas war an talbenn a-hed ar Brezel bras barzhonegoù bet embannet ingal e Kroaz ar Vretoned[6] ; marvet e Sant-Tegoneg e 1961.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Auffroy,
aotrounez Kerdelant |
Talbennanek etre argant ha sabel | |
Auffroy,
aotrounez Kerdelant |
Neuz all ː Talbennanek etre argant ha sabel, e dreustell en gul karget gant ur ruilhenn en argant |
GevelliñAozañ
LevrlennadurAozañ
- (br) Kerlann, “Gwiglann, bro Chelgenn”, Al Liamm, niv. 35 (1952).
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaezAozañ
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 48
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Adembannet nevez zo, gant un droidigezh c'hallek ha luc'hskeudennoù an dornskridoù, e-giz Barzhonegoù war an talbenn (Travaux d'Investigation et de Recherche / Skol veur Roazhon 2, 2018) ; aozet eo bet an embann gant Jean Normand, Yvonne ha Joseph Martin.