Yann Kerlann

skrivagner brezhonek

Yann Gerlann (ganet d'an 31 a viz Gouere 1910 e La Roche-sur-Yon hag aet da anaon d'ar 16 a viz Kerzu 1969 e Montroulez) a zo bet kelenner, saver ha troer kanaouennoù ha kelaouenner. Kentañ skolaer brezhonek Plistin e voe e-pad un nebeud bloavezhioù eus 1942 da 1944, met siwazh e voe dispennet e labour gant darvoudoù ar brezel. Chom a ra en hon eñvor evel tad ar skolioù brezhonek.

Yann Gerlann

E vuhez

kemmañ

Bugaleaj ha studioù

kemmañ

Ganet eo bet Jean Honoré Delalande, Yann Gerlann, e Bro-Vañde, e-lec'h ma oa e dad en arme, d'an 31 a viz Gouere 1910. Goude marv e dad Frañsez Loeiz Kerlann, abred goude, ez eas da vevañ da Vontroulez gant e vamm, Paolina Jozefina Kerbirioù. Aze e tremenas e skoliadur betek 1923. Ebarzhiañ a reas, da c'houde, skol gentañ-uhel Brest (1923-1927), eno e reas anaoudegezh gant Roparz Hemon ha Célestin Lainé ha kemer e gartenn en Unvaniezh Yaouankiz Vreizh pa oa oadet a 15 vloaz. ha mont a reas da Londrez da wellaat e saozneg, er Saint-Dustan College (1927-1928). E 1932 e kemer e gartenn e Strollad Broadel Breizh.

E 1935 e tilezas ar strollad dre ma oa re faskour ha disrannour evitañ. E 1938 e tistroas ennañ memestra goude bezañ lennet ar gazetenn Breiz Atao ha sevel a-du gant ar mennozhioù evit Breizh en diabarzh hag en estren-vro.

Kelenner

kemmañ

Distroet da Vreizh e teuas da vezañ kelenner e Ploveur (1930), e Sant-Filbarzh Tregon (1931) hag e Kemperle (1932). Goude e amzer soudard, e kendalc'has da gelenn e skol Wiglann (1933-1936), e Sant-Wennole Penmarc'h (1936-1941) hag e Kledenn-ar-C'hab (Kerzu 1941). Dastum a reas e-pad ar bloavezhioù-se kanaouennoù, kontadennoù, troioù-lavar ha gerioù eus ar parrezioù-mañ. Mignon bras e oa gant Yann Sohier (sikour a reas anezhañ da grouiñ « Ar Falz » e 1933) ha gant Armañs Keravel. Graet eo bet prizoniad e-pad ar brezel. Distroet da Vreizh, dieubet eo ur wech kadarnaet gant an Alamanted e anaveze an tri den en doa bet embannet dezho : Roparz Hemon, Debauvais ha Mordrel. E miz Eost 1940 e tistro da Vreizh. Hervez lod e oa dieub dija e miz Even 1940 ha stag ouzh gouarnamant Breizh en esten-vro e Berlin. Distro e vefe gant Geffroy hag Anna Youenou d'an 23 a viz Gouhere 1940. Adkemer a ra liamm gant Raymond Delaporte penn an SBB ha lakaet eo da is-rener departamantel evit ar strollad. Digeriñ a ra e Plistin ar c'hentañ skol e brezhoneg[1] skoazellet gant Frañsez Kervella. Serriñ a reas ar skol e fin ar brezel rak koustañ a rae re ger dezhañ. Heskinet, bac'het ha barnet da chom er-maez eus an deskadurezh, ez eas da Bariz hag implijet e voe gant Air-France, dre ma ouie meur a yezh. Aze e reas anaoudegezh gant Roger Gargadenneg ; e fin e vuhez, e kemeras perzh gantañ en « Kêr Vreizh » ha rener e voe e 1964.

Fin e vuhez

kemmañ

Goude e varv, d'ar 16 a viz Kerzu 1969, e laoskas war e lerc'h e-leizh a varzhonegoù, a ganaouennoù pe a gontadennoù dastumet pe krouet gantañ. En o zouez ul levr : « Sonioù brezhonek evit ar skolioù » ha kanaouennoù : Mari Janig Vrao, Luskell va Bag, Gwerz ar Balp, ha re all.

E oberennoù

kemmañ

Kelaouennerezh

kemmañ

Kalzik a bennadoù e Breiz, Ar Falz, Breiz Atao, Gwalarn, Sav, L'Heure Bretonne, Arvor, Tir na Nog, Al Liamm, Me a zalc'ho, Sked, Bleun Brug, Kroaz Breiz, Terre Bretonne Douar Breiz, Skridoù Barzhed Breizh, Hor Yezh, Ar Vro Jeune Bretagne, Barr-Heol, An Teodeg, Kannadig Kêr-Vreizh, Ar Bed Keltiek

Kanaouennoù

kemmañ

Kerlann a implijas a-wechoù tonioù kanaouennoù all evit ijinañ e ganaouennoù. Adkavet e vez an doare ober-se e-barzh sonioù 'zo evel Gwerz ar Balp ha Luskell va bag :

Levrioù

kemmañ
  • Skrivet en deus e 1936 Sonioù brezhonek evit ar skolioù embannet gant Ar Falz da gentañ, hag adembannet da c'houde gant Brud Nevez.

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. Kerlann, Skol Blistin, Mouladurioù ar Vro, 1960