Gwerz ar Balp zo ur ganaouenn savet gant Yann Kerlann, da ganañ war don ar ganaouenn c'hallek 'Allons au devant de la vie'.

Komzoù

kemmañ

I
Gwechall, dindan aotrou ha roue
Gwaskerien o terc'hel ar vazh,
Bretoned en un taol a savas,
O kanañ, 'n ur vont d'ar re vras :

Bec'h de'i, paotred, deomp 'ta de'i !
War-sao ! War-sao !
Ar Balp 'n hor penn 'oar kas ane'i !
Ni 'ouezo skeiñ !

II
Bourc'hizien, lakizien ar roue,
O welet peizanted o tont,
Dirak an dud vunut ken dispont
An Aotrou a gren gant ar spont !

Bec'h de'i, paotred, deomp 'ta de'i !
War-sao ! War-sao !
Ar Balp 'n hor penn 'oar kas ane'i !
Ni 'ouezo skeiñ !

III
Bourc'hizien, aotrounez ar roue,
'Oa bet darbet dezho kaout lamm,
Met, allaz ! Ar Balp dre un taol kamm
'Voe lazhet ha kollet e oamp !

Ar Balp 'voe lazhet! Marvet eo,
Siwazh 'vidomp holl !
Ar Balp 'n hor penn ma ve bet beo,
Ni 'oa mestr de'o !

IV
Pell 'zo e oamp-ni diskaret,
Re bell eo bet pleget hor c'hein !
Met bremañ a-enep d'ar bed brein,
Skouer vat ar Balp kozh eo hor blein !

Da zorn em dorn, kamarad kaezh,
War-sao ! War-sao !
Koueriaded, micherourien gaezh !
Hor mistri 'maez !

V
Skuizh omp aet, bepred o labourat,
O poaniañ noz-deiz 'vit reoù all !
Trawalc'h ! Ni 'zo tud, n'omp ket chatal :
Diskaromp ar waskerien fall !

Bec'h de'i, paotred, deomp 'ta de'i !
War-sao ! War-sao !
Ar Balp 'n hor penn 'oar kas ane'i !
Ni 'ouezo skeiñ !

War don Allons au-devant de la vie (embannet gant René-Yves Creston, 1936)