Yann Sohier
Yann Sohier (Jean Lucien Léon Marie Sohier e marilh ar boblañs) a zo bet ganet d'an 10 a viz Gwengolo 1901 e Loudieg (Breizh) ha marvet d'an 21 a viz Meurzh 1935 e Plourivoù (Bro-Oueloù, Breizh), a oa ur skolaer, stourmer yezhel, ha brogarour breizhat.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Yann, Jean |
Anv-familh | Sohier |
Deiziad ganedigezh | 10 Gwe 1901 |
Lec'h ganedigezh | Loudieg |
Deiziad ar marv | 21 Meu 1935 |
Lec'h ar marv | Plourivoù |
Bugel | Mona Ozouf |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | kelenner |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur |
Mab e oa d'un archer aet da dailhanter, ha savet e voe e Breizh-Uhel. Degemeret e voe e skol vistri Sant-Brieg er bloaz 1919 hag eno e chomas betek 1921 d'ar poent ma reas e goñje e Gwengamp. Evitañ da vezañ a Vreizh-Uhel e reas e vennozh deskiñ brezhoneg evit bezañ gouest da gelenn ar yezh d'e skolidi.
Ezel e voe eus kentañ strollad « Breiz Atao » etre 1923 ha 1932 dreist-holl. E-barzh meur a bennad e savas neuze a-enep d'an arme ha d'ar faskouriezh.
Eureudiñ a reas e 1929 e Landreger gant Anne Françoise Corentine Le Den, ur vrezhonegerez eus Lanniliz a-du gant e vennozhioù. Goude un nebeud mizioù e skol Prad (Treger) e voent kaset da hini Plourivoù.
E miz Eost 1932, da-geñver pevarc'hantvet deiz-ha-bloaz unvaniezh Bro-C'hall ha Breizh e lammas war garr ar prezidant Herriot o c'harmiñ « Bevet Breizh dieub! ». E bennoberenn a voe krouiñ ar gelaouenn Ar Falz e 1932 evit lakaat ar skolaerien vreton a-du gant ar brezhoneg. Bras e voe e levezon war izili an deskadurezh a oa bet chomet a-enep d'ar rannyezh. Sevel ha reas al levr-skol "Me a lenno" met skrivet e voe e brezhoneg gant Fañch Elies.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa Yann Sohier, ha skolaerez e wreg, genidik eus Lanniliz. Ur verc'h o deus bet, Mona hec'h anv, anavezetoc'h evel Mona Ozouf.
Skridoù
kemmañOuzhpenn e bennadoù er gelaouenn Ar Falz en deus bet embannet un dornad barzhonegoù.
Levrlennadur
kemmañ- Mona Ozouf, Composition française. Skrivet gant merc'h Yann Sohier diwar-benn labour he zad hag he yaouankiz e Breizh.
Oberennoù
kemmañ- Me a lenno, Rennes, imprimerie centrale de Rennes, 1941, 48 tresadenn gant R.-Y. Creston hag ur poltred eus Yann Sohier. Hervez tud zo e vije bet savet al levr gant Abeozen.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.