Jean
anv paotr
Marteze eo ar bragoù jeans edoc'h o klask.
Jean zo un anv-badez gallek, a orin hebreek, roet d'ar baotred, hag a glot gant Yann e brezhoneg. Un anv-badez saoznek roet d'ar merc'hed eo ivez : kit da welout Jean (anv-badez merc'hed).
Un anv stank
kemmañUn anv roet stank e oa er broioù gallek, evel ar re kevatal dezhañ en holl vroioù kristen, dre ma oa anv daou sant eus penn kentañ istor ar gristeniezh. Krog eo e vrud da goazhañ abaoe ur pennad avat.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus an hebreeg יוֹחָנָן (Jōħānān) a dalv kement ha "Doue a zo madelezhus"), deuet da vezañ Ἰωάννης (Iōánnēs) e gregach, ha Johannes e latin.
Adstummoù
kemmañEn anvioù kevrennek
kemmañPoblek e oa an anvioù kevrennek savet diwar Jean betek ar bloavezhioù 1970.
- Jean-Baptiste, Jean-Bernard
- Jean-Charles, Jean-Christophe, Jean-Claude
- Jean-François
- Jean-Jacques
- Jean-Guy
- Jean-Louis
- Jean-Marc, Jean-Marie, Jean-Michel
- Jean-Paul, Jean-Pierre
- Jean-René, Jean-Robert,
- Jean-Yves
Yezhoù all
kemmañ- Gwelout ar pennad Yann.
- Giovanni (pe Gianni dre verrdro), en italianeg,
- Siôn, Sion, Ioan, Ieuan , Iwan e kembraeg
- Eóin, Seán en iwerzhoneg
- Ivan, e ruseg ha yezhoù slavek arall
- Jan, Iwan, Janek e poloneg
- João e portugaleg
- Joan, e katalaneg, a zo ivez furm wregel an anv e saozneg,
- Juan e spagnoleg
- Xoán pe Xan, e galizeg
- John e saozneg, Johnny ha Jacky ar stummoù bihanaat
- Johannes pe Johann, en alamaneg (ha yezhoù germanek arall evel an nederlandeg pe an daneg), ha Hans pe Jan ar stummoù bihanaat
- Jens, Johan, Jan, Hans e daneg
- Jón, an anv-badez poblekañ en Enez ar Skorn
Tud
kemmañSent
kemmañRouaned
kemmañKalz rouaned ha tud uhel zo bet:
- Jean Iañ, en o zouez :
- Jean II, anv meur a zen, en o zouez :
Sellit ouzh ar pennadoù Yann Iañ ha Yann II.
Tud all
kemmañ- Jehan Brito (1415-1495), mouller
- Jean Meschinot (1420-1491), barzh
- Jean Coatanlem (1455-1492), amiral
- Jehan Lagadeuc, oberour ar C'hatolicon embannet e 1499
- Jean Victor Marie Moreau (1763-1813), jeneral
- Jean Cras (1879-1932), sonaozer
- Jean Guéhenno (1890-1978), skrivagner gallek
- Jean Failler (g. e 1940), skrivagner gallek
- Jean Fréour (1919-2010), kizeller
- Jean Graton (g. e 1923), aozer bannoù-treset
- Jean Guiffan (g. e 1938), istorour
- Jean L'Helgouach (1933-2000), hendraour
- Jean Rochefort (1930-2017), aktour
- Jean Floc'h (1938-2007), greantour
- Jean Robic, marc'hhouarner
- Jean Kerhervé (ganet e 1946), istorour
- Jean Galfione (ganet e 1971), atletour ha merdeer
- Jean de La Fontaine (1621-1695), skrivagner
- Jean Racine (1639-1699), skrivagner c'hoariva
- Jean-Siméon Chardin, livour
- Jean Auguste Dominique Ingres, livour
- Jean Hermann (1738-1800), mezeg ha naturour
- Jean Chouan (1757-1794), chouan
- Jean Jaurès (1859-1914), politikour eus Okitania
- Jean Monnet (1888-1979), politikour
- Jean Renoir (1894-1979), filmaozer
- Jean Moulin (1899–1943), rezistant
- Jean Gabin (1904-1976), aktour
- Jean Carmet (1920-1994), aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) ha saver senario
- Jean Giono, romantour gallek
- Jean Yanne (1933-2003), aktour
- Jean Reno, aktour
- Jean Dujardin, aktour
- Jean Chrétien (ganet e 1934), kentañ ministr
- Jean-Bédel Bokassa (1921-1996), prezidant hag impalaer