Yann zo un anv-badez brezhonek a zo deuet eus ar Bibl, hag a vez roet d'ar baotred alies ha d'ar merc'hed a-wechoù.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Yann er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra eus an hebreeg יוֹחָנָן (Jōħānān) a dalv kement ha "Doue a zo madelezhus"), deuet da vezañ Ἰωάννης (Iōánnēs) e gregach, ha Johannes e latin.

Un anv boutin

kemmañ

Un anv roet stank e oa e Breizh, hag en holl vroioù kristen, dre ma'z eo anv daou sant, Yann ar Badezour ha Yann an Avielour, eus penn kentañ istor ar gristeniezh.

Adstummoù

kemmañ
  • Yannig e brezhoneg, skrivet Yannick e galleg. Er bloavezhioù 1950-1960, pa ne veze desket tost tamm brezhoneg ebet er skolioù, e oa ar c'hiz da skrivañ ick en anvioù-badez evel Annick, Jannick, Loïck, Pierrick, Yvonnick.
  • Poblek eo ar stummoù gwregel Janed, Janig, Jan, Chanig, Chan, deuet eus ar galleg. Evit Yanna, pe Yannez, a seblant bezañ bet ijinet e dibenn an XXvet kantved.

Anvioù kevrennek

kemmañ
  • Yann-Vari eo an anv-kevrennek a zo bet roet ar muiañ;
  • E-touez ar re all: Yann-Baol, Yann-Bêr, Yann-Jakez, Yann-Vark, Yann-Vernez, Yann-Loeiz, Yann-Lukaz.

E yezhoù all

kemmañ

Kavout a reer an anv Yann, pe e gevatal, en holl yezhoù Europa ha dre ar bed, abalamour da emled ar relijion gristen.

E-touez an dud anvet Yann

Sent kristen

kemmañ

Daou sant kentañ

kemmañ

Anaout a reer da gentañ:

Sent all

kemmañ

Sent all zo bet avat:

Tud all

kemmañ
 
Yann Tiersen e 2012.

Anv-tiegezh : Yann-Vari ar Yann, skrivagner

 
Yann Piat, kannadez c'hall.

Merc'hed : e Bro-C'hall e vez badizet Yann ha Yannick ar merc'hed a-wechoù.

Paotred :

Anv-tiegezh : Jean Yanne, aktour

Gouel Yann

kemmañ

Degouezhout a ra Gouel Yann d'ar 24 a viz Mezheven, tost ouzh Goursav-heol an hañv.

Yanned

kemmañ

E brezhoneg e vez implijet Yann evel anv n'eus forzh piv (Fañch a-wechoù), pe n'eus forzh pe baotr (Soaz alies evit ar merc'hed, Marijan a-wechoù):

  • Ur Yann bennak : un den, n'ouzer ket piv, pe ne vern piv;
  • Yann Vrezhonek pe Yann Vrezhoneger a vez lavaret ivez pa gomzer eus an holl vrezhonegerien
  • Yann Frank-e-c'houzoug: lesanv al lonkerien
  • Yann e Gof : a blij dezhañ debriñ; Yann e gof a sav abred da gaout pesked en e asied (mont a ra abred da besketa).
  • Yann Gaezh, anv an holl beorien
    • en deus ur vuoc'h, hag e lavarer diwar-benn ul loen: Honnezh zo evel buoc'h Yann gaezh, Ha n'he doa na leue na laezh,
    • en deus ur c'hi, hag a lavarer diwar e benn: Ki Yann Gaezh zo marvet gant an naon : n'eus deuet den da reiñ dezhañ da zebriñ.
    • a vo lavaret a-wechoù gant un den o komz diwar e benn e-unan.
  • Yann Gouer eo anv an holl gouerien
  • Yann Lonk, al lonkerien
  • Yann ar Mil Micher, a rae mil micher ha ne ouie hini ebet, hervez ar vrud. Lavaret e vez ivez Daniel ar Mil Micher hervez levrioù Jules Gros.
  • Yann Saoz: ar Saozon
  • Yann Soudard: ar soudarded
  • Yann Douz, un anv a vez graet diwar-benn an dud touzet, dreist-holl en amzer ma tremene an holl yaouankizoù dre an arme,
    • Pa vez aet kozh Yann Douz e vez graet Yann Voal anezhañ.
  • Yann Vartolod: ar vartoloded
  • Yann Voal : ar pennoù moal
  • Yann Vourdoù: lesanv ar farserien
  • Yann Vous: ar vugale, ar baotred.

Yann ar Yod

kemmañ

Diwar skouer ar galleg marteze eo deuet an anv Yann (ha Yannig dreist-holl) da vezañ arouez ar sotoni.

  • Yann al Leue, Yann ar Yod, Yann Banezenn, Yann Batatezenn [1]
  • Yann Seitek a laka triwec’h d’ober naontek, eo patrom an dud n'int ket fin
  • Yann-Yann, Yann div wech Yann, gwelout Jean-Jean.

Yannig

kemmañ

Ur Yannig n'eo ket un den fin, evel ma weler e div ganaouenn:

  • Me eo ar paour-kaezh Yannig, SBI
  • Me eo ar sotañ Yannig ’zo bet biskoazh er bed. Kanaouenn.

Pennadoù kar

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ