Yann Derrien
Yann Derrien, war marilh an ti-kêr eo Jean Derrien, a zo ganet e Ploubêr e 1920 ha marvet e Louaneg e 2007. Setu amañ ur gwir ganer pobl, unan a zo bet e-touez ar re wellañ a oa gant Strollad Beilhadegoù Treger Maria Prad.
Buhez hag oberoù
kemmañGanet e oa bet en un tiegezh menajerien e 1920 e Ploubêr. E Nantouar e Louaneg ez eo bet o vevañ abaoe 1948 pa dimezas. Amunuzer eo bet eus e vicher. E 1959 e kemeras perzh e Beilhadegoù Treger. Da gentañ en doa desket son ouzh an akordeoñs a bep seurt tonioù eus ar c’hiz. A-benn ar fin e oa kroget da skrivañ kanaouennoù nevez pa ne droe ket kanaouennoù a oa eus ar c’hiz er bloavezhioù 1960. Karet e oa e ganaouennoù dre ma oa douster, karantez ha fent enne, e gwirionez gwir spered Tregeriz. En e ganaouennoù en deus klasket komz bepred eus ar mor, ar pesketaerezh, evel e ganaouenn vrudetañ «Paotr ar Yeoded»
Marvet eo e 2007.
Kanaouennoù brezhonek
kemmañ- Paotr ar Yeoded
- Kan ar martolod
Levrioù
kemmañDastumet eo bet e holl ganaouennoù e-barzh al levr « Kanouennoù Jean Derrien », embannet gant Emgleo Breiz.