Louaneg
Louaneg | ||
---|---|---|
Bourk Louaneg gwelet eus Perroz | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Louannec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Perroz-Gireg | |
Kod kumun | 22134 | |
Kod post | 22700 | |
Maer Amzer gefridi | Gervais Égault 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 086 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 222 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 90 m bihanañ 0 m — brasañ 108 m | |
Gorread | 13,91 km² | |
kemmañ ![]() |
Louaneg a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, stok ouzh Perroz-Gireg, e Treger. E-kichen ar mor emañ, e-tal bae Perroz. Plaen eo an dachenn dre-vras.
DouaroniezhAozañ
War Mor-Breizh emãn Louaneg, e Bro-Dreger, etre Perroz ha Trelevern
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Loguanoc, 1160; Lohanec, Lohannec, 1330; Loanec, c. 1330; Louhannec, 1399; Louanec, fin XIVvet
- Erwan Vallerie ː Loguanoc, XIIIvet; Lohanec, Lohenec, Lohannec, Lohane, Lohaneuc, Louanec, Loanec, 1330; Louennec, Louvanec, Louuanec, 1371; Louvannec, Lovanec, 1371; Louanec, 1395; Louannec, 1516; Louanec, 1592, 1630; Lohanech, 1636, 1709;
Gerdarzh
Marteze diwar un anv den Louan; met chom a ra diasur
ArdamezioùAozañ
Rannet ː ouzh 1 sourinet etre aour ha gul[2], e vanal ed en argant balirant ; ouzh 2 en glazur e gebrenn en aour heuliet ouzh kab gant ur skravig en sabel hag ouzh beg gant teir bezantenn en argant war o gin ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.
|
IstorAozañ
Louaneg a zo ur gumun labourerien-douar.
Kozh eo ar bourk. Kroget he deus ar vuhez eno e maread amzer nevez ar maen. Kavet zo bet restajoù ul lec'h d'ober holen, roudoù eus ar C'halianed. Er bloavezhioù 500 e oa bet savet ur c'hreñvlec'h gant aotrou Koadgwezheneg war an dosenn. En XIIvet kantved e oa bet savet an iliz kentañ gant Sant Erwan, person eno eus 1292 betek e varv e 1303. Dindan aotrouniezh Barac'h abaoe an Xvet kantved e tremen dindan daouarn an tiegezh Tournemine hag hini Philippe, gant ar Gozhkêr eus Plounevez-Moedeg hag evit echuiñ gant ar Peltour eus Rozambaou e 1688. Gant an Dispac'h e teu Louaneg da vezañ ur gumun e 1790. En amzer a-vremañ emañ ar gumun war ziorren, ur gumun hag a brofit eus an touristerezh e Perroz hag eus kêr Lannuon evit al labour.
Adalek 1885 en doa ar skrivagner brudet Ernest Renan un eil ti eno, betek e varv en 1892.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Ur maen eus oadvezh an houarn, a vez graet “bez Arzhur” anezhañ, staliet bremañ en iliz, a zo un enskrivadur latin ha henvrezhonek warnañ (moarvat eus ar VIvet pe ar VIIvet kantved): Disideri fili Bodognous[3].
E Louaneg ez eus un iliz kozh, tour-tan Nantouar hag ar bourk kozh
- Iliz Sant Erwan, adsavet etre 1896 ha 1898
- Maner Barac'h (XVvet-XVIIvet); bet enrollet an 22 Meurzh 1930
- Maner ar Gosker (XVvet -XVIIIvet); ul lodenn bet enrollet ar 5 Here 1964
- Maner Kermabon, aet da feurm
- Maner Kernu, aet da feurm
- Traezhenn Nantouar
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Erwan Helouri (Sant Erwan) zo bet person eno.
- Ernest Renan, skrivagner ganet e Landreger.
- Jean Psichari, lizheregour (mab-kaer Ernest Renan); (Odessa, 1854 / Pariz, 1929)
- Loeiz ar Floc'h, beleg katolik breizhat, barzh, prederour hag embanner, anavezet dindan e anv-pluenn Maodez Glanndour, aet da anaon d'ar 25 a viz Du 1986 e Louaneg.
- Madalen Saint Gal de Pons (1907-1994), barzhez Benead, skrivagnerez, ha gouarnourez Maodez Glanndour.
- Parrez orin Edouarzh Ollivro, maer Gwengamp, kannad, hag oberour Pikoù, mab e dad.
- Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan
Ardamezeg ar familhoùAozañ
de Barac'h,
aotrounez al lec'h se e Louaneg |
| |
de Barac'h,
aotrounez al lec'h ha Portzven |
[PPC] |
BrezhonegAozañ
- Betek penn kentañ ar bloavezhioù 2010 e oa ur strollad c'hoariva e brezhoneg gant al Louanigoù ; ganto vefe bet c'hoariet sketchoù Maria Prat.
- Ur skol Diwan a zo e Louaneg abaoe 2006.
- E distro-skol 2022 e oa 30 skoliad enskrivet er skol Diwan (14,5 % eus skolidi ar gumun evit ar pezh a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].
- E 2013 eo bet krouet ur gevredigezh kentelioù evit an dud deuet, Skol al louarn.
- Testenioù annezidi Louaneg da geñver a brezhoneg a zo da lenn (e galleg) war lec'hienn Jean-Paul Simon.
SportAozañ
Er bloaz 2002 e oa bet kendeuzet skipailh mell-droad Louaneg gant hini Perroz, ha savet Unvaniezh Sportel Perroz-Louaneg. Ur c'hleub Marc'h-houarn Treuz Bro (MTB) zo ivez, ur skol vag dre lien, ur c'hleub badminton, mell-dorn, tennis, jiminas, yoga ha karate.
Liammoù diavaezAozañ
- Lec'hienn ar gumun
- (br) Louaneg war lec'hienn Geobreizh
- L'histoire d'un village, lec'hienn Jean-Paul Simon
LevrlennadurAozañ
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
- René Couffon : Recherches sur les églises primitives. Société d'Emulation des Côtes-du-Nord. Bulletins & Mémoires. Tome LXXV. 1945-1946
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Jean-Yves Le Moing : Noms de lieux de Bretagne. Christine Bonneton Editeur. 2007
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Hervez Froger ha Presensé ː en argant ha gul.
- ↑ The Inscriptions of Early Medieval Brittany, Celtic Studies Publications, 2000.
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek