Perroz-Gireg
kumun Aodoù-an-Arvor
Perroz-Gireg | ||
---|---|---|
![]() Tour-tan ar Min-Ruz e Ploumanac'h | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Perros-Guirec | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Perroz-Gireg (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22168 | |
Kod post | 22700 | |
Maer Amzer gefridi | Erven Léon 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 149 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 505 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 60 m bihanañ 0 m — brasañ 96 m | |
Gorread | 14,16 km² | |
kemmañ ![]() |
Perroz-Gireg (distaget: [pɛ'roːz ('giːrɛk)]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.
DouaroniezhAozañ
Perroz-Gireg a zo war Mor Breizh, etre Tregastell, Sant Ke Perroz, Lannuon (Servel) ha Louaneg
AnvAozañ
- B. Tanguy : Perros Gui(r)oc alias Quireuc, c. 1330; Penros Quiroc, fin XIVvet; Perros Quireuc, 1405; Penros Kirec, 1481; Perros Guirec, 1486[2].
- Erwan Vallerie : "Penros, 1198, 1267; Penros Quiroc, XIVè; Panroz, XIVè; Penros, 1453; Penros Guirec, 1516; Perros, 1592; Penros, 1630; Peros-Quirec, 1779[3].
diwar Penn + Ros + anv den Kirog / Kireg
ArdamezioùAozañ
Palefarzhet etre aour ha glazur, e gab en glazur karget gant teir zenegezenn en aour • Sturienn : A-raok bepred |
IstorAozañ
Perroz zo ul lodenn disrannet diouzh ar plou diazez Pleuveur-Bodoù
Parrez Perroz a oa un enezennad eus eskopti Dol e Bro-Dreger.
Kumunn adalek 1790.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 152 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,36 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil Brezel-bedAozañ
- Nijerezed eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) kollet er gumun:
- e 1942: d'an 18 a viz Ebrel e kouezhas un nijerez anavezout-luc'hskeudenniñ (Spitfire PRIV marilhet AB119) en enezeg Treoger. Mervel a reas an nijour ha beziet e voe e bered ar gumun. D'an 18 a viz Du, un nijerez (Spitfire marilhet AR606 ha kodet RY-?) er memes lec'h; ne voe ket kavet korf he sturier. D'an 22 a viz Gwengolo, un nijerez (Spitfire Vb marilhet AR495 ha kodet NN-J). Ne voe ket kavet korf an nijour.
- e 1943: d'an 28 a viz Ebrel e kouezhas un nijerez (Spitfire Vc marilhet EE635 ha kodet NN-C) e donvor ar Jentilez. Mervel a reas he sturier nijour, ne voe ket kavet e gorf. D'an 3 a viz Mae e kouezhas div nijerez Spitfire Vc (unan marilhet EN960 ha kodet NN-X, ne voe ket kavet korf he nijour, unan marilhet EE768 ha kodet NN-Y, gloazet e voe he sturier) er Jentilez. Div nijerez a yeas d'ar strad er Jentilez d'ar 7 a viz Mezheven, ur Spitfire IIc, marilhet P8674 ha kodet AQ-J (an nijour, gloazet, a voe serret d'an Alamaned) hag ur Spitfire Vc, marilhet EE769 ha kodet VZ- ? (he nijour a voe saveteet gant an Aer Rescue Service) ha, d'ar 27 a viz Gouere, er Jentilez adarre, ur Mustang I, marilhet AL981 ha kodet TC-? (ne voe ket kavet korf he nijour)[5].
- D'an 2 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Ju-88A-5 kodet M7+DL eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e donvor Perroz-Gireg; he fevar nijour a varvas, ur c'horf hepken a voe adkavet, douaret e voe e Plouzeniel[6].
- Emgannoù etre tud ar Rezistañs hag al lu alaman e penn-kentañ miz Eost 1944.
- Mervel a reas 71 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas c'hwec'h milour.
- Brezel Aljeria: mervel a reas tri soudard.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[7].
DeskadurezhAozañ
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet 24 skoliad er c'hlasoù divyezhek (6,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm]
Ya d'ar BrezhonegAozañ
- D'ar 4 a viz C'hwevrer 2016 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
HenamzerAozañ
- Tumulus Kerroig
- Taol-vaen Enez Bono (enrollet 24 Ebrel 1968)
Krenn-amzer. Savadurioù relijielAozañ
- Diazezoù kastell Ploumanac'h (ar C'hastell)
- Iliz Sant-Jakez Meur (XIIvet, XIVvet, XVIIvet). Enrollet 25 Gwengolo 1901
- Chapel Itron-Varia ar Sklaerder. 1445. Enrollet 30 Meurzh 1904; berded enrollet 26 Mae 1915
- Chapel Sant Gireg Ploumanac'h;
- Chapel bihan Sant Gireg, war draezhenn Ploumanac'h; enrollet 10 C'hwevrer 1903
- Chapel Itron-Varia Druez, e Kernivinenn; 1758; 1772
- Chapel Sant-Samzun Pont-Kouenneg; bet diskaret;
- Kroaz ar Skin, a-us Traeztraou; enrollet 7 Kerzu 1925.
- Kalvar Kerreud (1667)
- Maner Pont-Kouenneg; c. 1600; 1748; milin; kouldri
- Maner Krec'h-Gwegan (1676), aet da feurm
Amzer a-vremañAozañ
- Kreñlec'h enez ar Venec'h. Enrollet 30 Gwengolo 1975. E stad fall.
Lec'hioù de natur. Inizi. Traezennoù. Reier.Aozañ
- Tossen ar Sklaerder, enrollet 22 Gouere 1913
- Reier Ploumanac'h, enrollet 11 Gouere 1912
- Ploumanac'h
- Traou-Hieroù Bihan, milin, stang, enrollet 14 Meurzh 1943
- Traou-Hieroù Meur,enrollet 23 Mae 1945
- Gwenodenn ar Valtouterien, enrollet 6 Ebrel 1945 ha 8 Du 1976
- Pleg mor Sant Gireg, enrollet 8 Ebrel 1937 ha 6 Ebrel 1945
- Lanneier ar Ranolien, e Ploumanac'h, enrollet 9 Here 1940
- Beg ar C'hastell, enrollet 6 Ebrel 1945 ha 29 C'hwevrer 1960
- Park ar Gumunn, enrollet 6 Ebrel 1945
- Ar Jentilez, gwarezet adalek 18 Here 1976
- Taveeg
- Traezhenn Traeztraou
- Traezhen Traeztrignel
Monumant ar Re VarvAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a dud |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 1 (Aerlu) |
Zeland-Nevez | 1 (aerlu) |
Hollad | 2 |
Karrnijourion e oant. Marvet int e-pad an Eil brezel-bed[8].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Ebrel 2014 | → bremañ | Erven Léon | ||
Eost 2013 | Ebrel 2014 | Gilles Déclochez | ||
Meurzh 1981 | Eost 2013 | Yvon Bonnot, dilezet e garg gantañ[10] | ||
C'hwevrer 1961 | Meurzh 1981 | Yves Le Parenthoen | ||
Here 1947 | C'hwevrer 1961 | Yves Le Jannou | ||
Gwengolo 1944 | Here 1947 | Julien Laforest | ||
Mae 1935 | Gwengolo 1944 | Yves Connan | ||
Gwengolo 1925 | Mae 1935 | Hippolyte Le Toiser | ||
Kerzu 1919 | Gwengolo 1925 | Émile Le Gac | ||
Kerzu 1907 | Kerzu 1919 | Eugène Le Jannou | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Per-Mari Daniel a Gerinou, Perroz, 4 Here 1748; eil kannad ouzz "Stadoù" 1789; melestrour an Departamant, 1796; ezel ouzh Kuzul Jeneral, 1800; Maer Lannuon, 1813; dean an alvokaded Lannuon; aet da Anaon e Lannuon ar 4 Ebrel1826
- Jakez Konan, skrivagner brezhonek ha brezhoneger 6 a viz Kerzu 1910
- Yann Goasdoué, emsaver ha soner, e 1939.
Tud bet marvet enoAozañ
- Jakez Konan, skrivagner brezhonek ha brezhoneger, d'an 11 a viz Eost 2003.
- Guy Ignolin, marc'houarnour breizhat, d'ar 15 a viz Kerzu 2011.
Tud hag o deus bevet enoAozañ
- René Bazin (1853-1932). En eus echuet e roman : Madame Corentine en un ostaliri Traeztrou
- Charlez ar Goffig (Lannuon, 1863-1932), en devoa savet un ti ePerroz anvet Le Kéric
- Lucien-Louis Fourneau, bet ganet en Ile de France (Maoris hirie) e 1867; penn-melestrour an trevadennoù (1911), letanant-gouarnour Kreiz Kongo (1912), komiser ar Republik ouzh Kameroun (1916); gouarnour a enor an Trevadennoù; aet da Anaon e Traezhtrignel an 3 Eost 1930
- James Bouillé, tisavour hag arzour. Diazezour kelc'h keltiek Perroz, 1923
- Maurice Denis, livour, en devoa treset Hent ar Groaz chapel ar Sklaerder; en devoa prenet un ti e Traezhtrignel war dro 1900
- Léon Dubreuil, aet war e leve er Sklaerder eus 1940 da 1965
- Alan an Diuzet, skrivagner breizhat, a oa rener skolaj eil-derez Perroz-Gireg eus 1937 da 1945.
- René Jannin (prefed). aet da Anaon e Traezhtraou an 28 Eost 1978
- Thierry Le Luron, fentigellour, beziet e bered ar Sklaerder.
- Henryk Sienkiewicz, skrivagner polonat bet tapet gantañ priz Nobel al Lennegezh evit e romant Quo Vadis?, bet skrivet e kastell Kostaerez e Ploumanac'h.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Le Baillif,
aotrounez Kernuz |
En glazur e gebrenn en argant, heuliet gant teir bezantenn ivez en argant, 2, 1 | |
Cabellic [11] | En gul e groaz krouget en argant, ur groazig ivez en argant ouzh pep konk | |
Jacob [12] | En gul e gebrenn en argant heuliet gant teir c'hregilhenn ivez en argant |
GevelliñAozañ
SportAozañ
Marc'hhouarnerezhAozañ
- 3 a viz Gouere 1995: 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Perroz-Gireg ha Gwitreg; trec'h eo Mario Cippolini (Italia).
LevrlennadurAozañ
- L'église paroissiale, les chapelles, les fontaines de dévotion, les temples, les cimetières, calvaires, croix monumentales, croix de chemin, oratoires et monuments aux morts sur la commune de Perros-Guirec
- Le Mésolithique de Ploumanac'h (Perros-Guirec, Côtes-du-Nord), Michel Le Goffic, Bulletin de la Société préhistorique française. Comptes rendus des séances mensuelles Année 1975 Volume 72 Numéro 6 pp. 174–183
- Gireg Konan : Eostad (gerioù ha troioù-lavar brezhonek dastumet tro-dro da Berroz-Gireg), An Alarc'h, 2017.
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Liammoù diavaezAozañ
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. ArMen-Chasse-Marée. 1992
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ 4,0 ha4,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Le Télégramme, d'ar 5 a viz Eost 2013
- ↑ Meneget e 1443 e Perros-Gireg, bro Dreger, eskopti Dol. - Yves, eskob Kernev; aet da Anaon e 1276
- ↑ Aotrounez Pontguennec