Servel
kumun Aodoù-an-Arvor
Servel (distaget: [ˈzerwɛl] er vro) a zo ur gumun gozh a Vreizh. Ul lodenn eus Lannuon (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) eo bremañ. Belleger a zo ur c'harter anezhi.
Douaroniezh kemmañ
War lez hanternoz al Leger emañ Servel, etre Trebeurden, Pleuveur-Bodoù, Sant-Ke-Perroz, Lannuon.
Anv kemmañ
B. Tanguy : Selvel, 1330; eccl. de Selguel, c. 1330; Selvel, fin XIVvet; 1461; Selguel, Selvel, 1466; Servel, 1543; brezhoneg : Serwel
E. Vallerie : Selvel, 1330; Selvel, 1516; Cerne, 1630; Serve, 1731; Servet, 1779
Istor kemmañ
Henamzer kemmañ
- Kavet e vije bet tiez koshañ Breizh eno[1] hag a savje da -4800 vloaz a-raok JK, en neolitik koshañ.
Krennamzer kemmañ
- Ur barrez en Eskopti Treger e oa; krouet e voe diwar ul lodenn eus parrez Pleuveur-Bodoù.
XVIIvet kantved kemmañ
- 1631-1632: ar vosenn a reas he reuz e Servel.
Dispac'h Gall kemmañ
- E 1790 e voe krouet kumun Servel.
XXvet kantved kemmañ
Brezel-bed kentañ kemmañ
- 74 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,84 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed kemmañ
- Implijet e voe nijva Servel gant al Luftwaffe (aerlu alaman)[3], bombezennet e veze alies gant ar Re Unanet; eno e voe fuzuilhet 22 zen ag ar Rezistañs gant an Alamaned e mizioù Even ha Gouhere 1944.
- Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Lannuon kemmañ
- E 1961 e voe staget kumun Servel ouzh kumun Lannuon.
Monumantoù ha traou heverk kemmañ
Iliz Sant Pêr, 1884-1886 kemmañ
-
Iliz. Engoustloù brezhonek
Chapel Sant Negoutan kemmañ
dibenn ar XIVvet kantved, XVvet-XVIIIvet kantved.
-
Chapel Sant Negoutan
Feunteun ar Pemp Gouli. kemmañ
Dezougen kemmañ
- Un aerborzh zo, hag aerborzh Lannuon, pe Aerborzh Lannuon-Aod ar Vein Ruz, a vez graet anezhañ. Gwechall e veze lavaret Tachenn-nij Lannuon-Servel pa ne oa ket c'hoazh un aerborzh, ha pa ne oa ket c'hoazh stag Servel ouzh Lannuon.
- Diviz a zo bet tapet, an 13 C'hwevrer 2018, da baouez gant al linenn Lannuon / Pariz
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 kemmañ

Melestradurezh kemmañ
- Le Barzic a oa maer e 1837 ha Le Bricquir e 1860[6].
Tud kemmañ
- Gabriel Calloet-Kerbrat, bet ganet e Kerbrat, gounezoniour ha skrivagner katolik breizhat er XVIIvet kantved.
- Per Bourdellez, ganet eno e karter Belleger.
- Juluen Sklison, beleg eno eus 1936 betek 1945.
Ardamezeg ar familhoù kemmañ
de Barac'h,
aotrounez Kerzon |
En argant e varc'h distern ha skoelf en sabel (siell 1306). Neuz all : en gul e deir sourin en aour. | |
Calloët,
aotrounez Kerbrat |
En aour e dreustell en glazur leinet gant ur voualc'henn ivez en glazur | |
Sellet ivez ouzh kemmañ
Liammoù diavaez kemmañ
Levrlennadur kemmañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Notennoù ha daveoù kemmañ
- ↑ lec'hienn ar gazetenn Le Trégor; Ouest-France 2014-05-23
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ ABSA
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Cassini EHESS
- ↑ Société d'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 91 ha 310