Wehrmacht

Ar Wehrmacht (distagadur alamanek: [ˈveːɐ̯maxt]), Nerzh Difenn (ger benel, eus an alamaneg wehren, difenn, ha Macht, nerzh) e oa nerzhioù arme unanet an Trede Reich, dindan ar ren nazi, eus ar 16 a viz Meurzh 1935 betek ma vefe lamet d'an 20 a viz Gwengolo 1945. Kemeret en doa plas ar Reichswehr, hag un arouez e oa eus c'hoant armañ an nazied o vont dreist Feur-emglev Versailhez. Ouzh hec'h ober e oa an Heer (arme-douar), ar c'hKriegsmarine (arme-vor), hag al Luftwaffe (arme-aer).

Ar Balkenkreuz, Ar groaz du, arouez ar Wehrmacht
Banniel ar Wehrmacht

Goude ma oa bet tapet ar galloud gant an nazied e 1933, unan eus oberiadurioù pouezusañ ha dizaon Adolf Hitler a oa bet sevel ar Wehrmacht: un nerzh milourel argadiñ modern ha stummet mat, ar pezh a roe war an hir dermen an tu d'ar renad nazi da dizhout palioù lies ar strollad evel adpakañ douaroù kollet Alamagn hag aloubiñ douaroù nevez war-goust ar broioù amezek. Evit en ober e oa bet adlakaet ar servij soudard ret, ha postet arc'hant e-leizh en industriezh an armoù.