Ar Bundeswehr (alamaneg evit "Nerzh difenn kevreadel") eo arme Alamagn. Savet e oa bet er bloaz 1955. Unanet eo holl nerzhioù armet Alamagn er Bundeswehr, gant an tirlu (Heer), ar morlu (Marine),an aerlu (Luftwaffe) hag un nebeud organoù all evel ar Streitkräftebasis (kempenn ha dafariñ) hag ar Zentraler Sanitätsdienst (servijoù yec'hed).
Enframmet eo ar Bundeswehr e nerzhioù an AFNA.
D'an 10 a viz Du 2015, ar Bundeswehr he devoa un nerzh a 176 752 soudard oberiant, ar pezh a laka al lu-se da vezañ an 30{{vet]] hini dre ar bed. Bez' ez eo an eil lu brasañ en Unaniezh Europa goude hini Bro-C'hall da geñver an niver a izili.

Logo ar Bundeswehr
Soudarded ar Bundeswehr doare Panzergrenadier

Ret eo ouzhpennañ 40 000 soudard el lu da c'hortoz (2014). Gant un arc'hantaouiñ d'an nerzhio- difenn alaman a €34,4 mimilion, ar Bundeswehr zo neuze e-touez an dek nerzh ar muiañ arc'hantaouet er bed.

An anv Bundeswehr a oa bet implijet evit ar wech kentañ ha kinniget gant ar jeneral eus ar Wehrmacht ha politikour frankizour Hasso von Manteuffel. Ar groaz houarn eo an ardamez ofisiel, un arouez a zo bet implijet a-bell gant nerzhioù al lu alaman.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.