Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel
Dre ma kreske armoù nukleel an URSS e talc'has ar Stadoù-Unanet da vodañ ar riezoù demokratel a oa prest da stourm ouzh he levezon ideologel hag he galloud milourel. Savet e voe Aozadur Feur-Emglev Mor Atlantel an Norzh, pe Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA e verradur brezhonek), d'ar 4 a viz Ebrel 1949, anezhañ un aozadur etrebroadel milourel savet e-touez sinerien Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh (1947).
An daou anvadur ofisiel a zo : North Atlantic Treaty Organisation (NATO), e saozneg, hag Organisation du Traité de l'Atlantique du Nord (OTAN), e galleg.
E Brusel emañ ar sez.
NATO (North Atlantic Treaty Organization e saozneg) a oa un aozadur politikel dreist-holl a-raok ma voe kroget Brezel Korea. Adal ar brezel drastus-se e voe roet nerzh d'ur frammadur resisoc'h eus ar Stadoù ezel, savet e voe un aozadur milourel didan sujidigezh daou komandant penn stadunanat. Red ar Brezel Yen a zegasas kevezerezh gant stadoù ezel Pakt Varsovia a voe savet e 1955.
Douetañs a oa savet da geñver nerzh an aozadur hag al liammoù etre an izili en Europa eus un tu ha gant Stadoù-Unanet Amerika eus an tu all. Douetañs a oa savet ivez da geñver penaos talañ ouzh un aloubadeg gant ar soviediz. Bro-C'hall a voe an ezel oc'h ober ar muiañ a drouz, betek sevel un nerzh tagañ nukleel ha kuitaat an aozadur milourel adal 1966 hag e-pad 30 vloaz.
Goude kouezhadenn Moger Berlin e 1989, an aozadur a voe desachet etrezek disparti Yougoslavia. Eno e voe kaset ar c'hentañ kampagn milourel e Bosnia etre 1992 betek 1995 ha goude-se e Yougoslavia e 1999. Da geñver politikerezh an aozadur a zo gwelet gwelloc'h gant ez izili Pakt Varsovia, ul lod bras anezho o vezañ emezelet en Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel etre 1999 ha 2004.
SinerienAozañ
Ar sinerien gentañ evit mont en AFNA a voe:
- Belgia
- Danmark
- Frañs (kuitaet ganti e 1967 komanderezh enframmet an aozadur, distroet e 2009)
- Island
- Italia
- Izelvroioù
- Kanada
- Luksembourg
- Norvegia
- Portugal
- Rouantelezh-Unanet
- Stadoù-Unanet
E 1952 e voe astennet an aozadur, evit difenn talbenn gevred ar pezh a veze anvet ar bed frank:
Riezoù all a yeas e-barzh da c'houde:
Broioù ar reter :
- 1999 Hungaria
- 1999 Polonia
- 1999 Tchekia
- 2004 Bulgaria
- 2004 Estonia
- 2004 Latvia
- 2004 Lituania
- 2004 Roumania
- 2004 Slovakia
- 2004 Slovenia
- 2009 Albania
- 2009 Kroatia
- 2017 Montenegro
- 2020 Makedonia an Norzh
War ar renk evit bezañ e-barzhAozañ
- Bosnia-ha-Herzegovina
- 2022 : Sveden ha Finland[1]
Aozadurioù dammheñvelAozañ
- AUKUS (Aostralia, Rouantelezh-Unanet, SUA)
- ANZUS (Aostralia, Zeland-Nevez, SUA)
- Collective Security Treaty Organization (CSTO)
- Inter-American Treaty of Reciprocal Assistance
- Islamic Military Counter Terrorism Coalition (IMCTC)
- Middle East Treaty Organization (METO)
- Northeast Asia Treaty Organization (NEATO)
- Shanghai Cooperation Organisation (SCO)
- South Atlantic Peace and Cooperation Zone
- Southeast Asia Treaty Organization (SEATO)