Slovakia (Slovensko), ent-hir Republik Slovak (Slovenská Republika), zo ur stad eus Kreiz Europa. Bevennoù he deus gant ar Republik Tchek, Aostria, Polonia, Hungaria hag Ukraina. Deuet eo da vezañ ur stad dizalc'h d'ar 1añ a viz Genver 1993. Etre 1919 ha 1939 hag etre 1945 1992 ez ae d'ober Tchekoslovakia a-gevret gant Tchekia. Abaoe 2004 ez eo ezel eus an AFNA hag eus Unaniezh Europa.

Unaniezh Europa]]
Slovenská Republika
Banniel Ardamezioù
  • ██ Lec'hiadur en Europa

  • Kan broadel Nad Tatrou sa blýska
    "Tarzhoù kurun a-us an Tatra"
    Yezh ofisiel Slovakeg
    Kêr-benn Bratislava
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    49 035 km²
    1,8
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    5 436 066 (2011)
    111 ann./km²
    Prezidant Zuzana Čaputová
    Kentañ ministr Robert Fico
    Gouel broadel 1 a viz Genver
    Moneiz Euro (€)
    Kod pellgomz 421
    Kenrouedad .sk

    Istor kemmañ

    Braswel kemmañ

    Kavout a reer war diriad Slovakia roudoù eus bezañs mab-den abaoe 200 000 bloaz. Kelted eo an dud kentañ a anavezer war an dachenn. Lejionoù roman o deus dalc'het ar vro etre ar I hag ar Vvet kantved.

    Poblet gant ar Slaved adalek ar VIvet kantved, ar vro a zo aet d'obet kalon Moravia-Veur er IXvet kantved. Da c'houde e voe ur broviñs eus Hungaria etre ar XIvet hag ar XXvet kantved. E-barzh an impalaeriezh aostriat-hungariat e chomas staget ouzh Hungaria tra m'edo Tchekiz dindan beli Aostria.

    Da heul feur-emglev Saint-Germain-en-Laye, Slovakia, Tchekia (ha betek 1945 Rutenia) a yeas d'ober Tchekoslovakia eus miz Du 1918 betek an 31 a viz Kerzu 1992. An unvaniezh politikel-se, pennlusket e Versailhez ha deroet gant feur-emglev Saint-Germain-en-Laye, a oa korvigellek un disterañ : Tchekia a oa anezhi ur vro muioc'h diorroet ha greantelaet eget Slovakia ; an eil boblañs dizoueet a-vras, eben katolik da vat. A-hend-all eo damdost a-walc'h o yezhoù (hag intentet a bep tu a-drugarez d'ar skinwel-stad divyezhek).

    Un huñvre eo chomet an emrenerezh slovak ha ruten pell amzer, panevet er bloavezhioù 1938 - 1939, pa dennas splet ar Slovaked eus ar rouestl da heul emglevioù München evit embann emrenerezh ar vro. E 1939 e oa bet krouet ur stad slovak dizalc'h renet gant an Aotrou Tiso da heul ar bec'h a lakae Adolf Hitler pa c'hourdrouze reiñ Slovakia da Hungariz. Ar stadig nevez a sujas sklaer d'an Trede Reich kuit a ober da bPraha.

    « Nevez-amzer Praha » e 1968 a oa bet krennet trumm e miz Eost ar bloavezh-se gant an Unvaniezh soviedel hag ar broioù kevredet outi. Aet eo ar vro da zizalc'h en-dro d'ar 1añ a viz Genver1993, tri bloaz goude « Dispac'h Voulouz » 1989 a lakas diwezh d'ar renad hollveliour kommunour staliet gant « taol-strap Praha » eus C'hwevrer 1948.

    Ezel eo Slovakia eus Unaniezh Europa abaoe ar 1añ a viz Mae 2004.

    Kronologiezh kemmañ

    A-raok ar Slaved kemmañ

    200,000 kt. J.K. Koshañ oaled anavezet war diriad Slovakia.

    100,000 kt. J.K. Kavet ez eus bet louc'hoù klopenn ur vaouez Neanderthal war duchenn maen-raz Gánovce (nepell diouzh kêr Poprad) e rannvro Spiš. Skouerenn orin (darlouc'hadur) eus boest klopennel maouez Neanderthal a zo bet fiziet e Mirdi broadel Praha.

    22,000 kt. J.K. Hañval eo e klot marevezh ar Ragistor gant lid ar strujusted ha kendalc'h ar familh. Dizoloet ez eus ur vrav a zelwenn a daolenn ur vaouez kizellet en ur stilhon mamout a reer Venus Moravany anezhi, fiziet eo bet e Mirdi kastell Bratislava. Bez' ez eus ivez Venus Oborin a daolenn lid ar strujusted.

    XIXvet kt. J.K. — XVvet kt. J.K. : Kouevr a veze eztennet diouzh ar menezioù slovak a Rudohoria

    XVIvet kt. J.K. savet ez eus ur gêr gant mein e Mišia Hôrka nepell diouzh Spišsky Štvrtok, kêr a zeuas ken trumm he barr hag he diskar.

    Vvet — I kt. J.K. War an tiriad slovak e veve Kelted. Sevel a rejont kreñvlec'hioù, teuziñ an houarn ha skeiñ pezhioù moneiz. Ar c'hentañ pobl int a c'heller reiñ un anv dezhi er rannved. Gant ar Gelted e vo roet d'an ostilhoù ur stumm ha ne gemmo ket nemeur a-hed ar c'hantvedoù (bouc'hili, goafoù, chadennoù, hernaj, kontilli…). Pelloc'h e veze fardet c'hoazh ganto priaj gant un droell poder, feilhañs spletus gant ur meskaj grafit ha pri poazh du, hag moneizet e veze ivez moneizoù keltiek aour, arc'hant hag arem.

    6 : Ar Romaned a dreizhas an Danav ha kontrollañ a rejont e c'hlannoù 400 bloavezh-pad.

    E 179 pe 180 e kampas soudarded al lejionoù roman e-kichen ar stêr Váh ha kizellañ a rejont war roc'h kastell Trencin — d'ar mare-hont Laugaritio — un enskrivadur evit reiñ ton d'o zrec'h war ar Varkomaned.

    Donedigezh ar Slaved, maread Moravia-Veur kemmañ

    Vvet,ar Slaved kentañ a dreuzas odeoù ar C'harpatoù hag en em ledas war diriad Slovakia a-vremañ.

    Etre 623 ha 658 en em lakas ar marc'hadour frank Samo da dolpañ ar bobl slav ha dre-se stummañ e unded. Krouiñ ha ren a reas an impalaeriezh a reer Samo anezhañ. Hennezh a zo kentañ stumm riez Slaved ar c'hornôg.

    828 : Kentañ iliz kristen staliet e lez Pribina e Nitra

    833, dug Moravia, ar priñs Mojmir II, a skarzhas dug Pribina diouzh kêr Nitra ha, dre vodañ an dugelezhioù, a ziazezas impalaeriezh Moravia-Veur

    863, Daou venec'h buzantat eus Saloniki, Sent Kiril ha Metodius, a zeuas da Voravia-Veur da gefridi dezho ledañ an Aviel hag ar skrivadur e-touez ar Slaved. Degas a rejont al Lizherenneg c'hlagolitek. Dug Moravia-Veur, ar priñs Rastislav, a bedas ar pab hag an impalaer buzantat Mikael III da zegemer ar gofesourien-se.

    894 : Marv Svatopluk I, illurañ rieg eus Moravia-Veur

    Dindal dalc'h Hungariz kemmañ

    E 907 e voe trec'h an Hungariz war al lu bavariat war c'hlannoù an Danav ouzh troad kastell Brezalauspurc (kastell Bratislava). Impalaeriezh Moravia-Veur ne oa ket anezhañ ken moarvat.

    E 1000 e voe diazezet rouantelezh Hungaria, Stefan I e penn anezhañ, Slovakia a-vremañ lodek ennañ. D'ar mare-hont en e lede rouantelezh Hungaria war tiriadoù Hungaria, Slovakia, Kroatia, Slovenia, ul lodenn eus Roumania hag eus Ukraina.

    E 1238, Trnava, anezhi kentañ keoded slovak, a c'hounezas an dreistwirioù a gêr. Roet e oant bet gant Bela IV a Hungaria.

    Etre 1241 ha 1242 ez aloubas ar Vongoled Hungaria. Evit adsevel ar vro distrujet e pedas ar roue Bela IV trevadennerien alaman.

    1381 : Dileuriadur kenfeurel ar Slovaked hag an Alamaned e kuzul-kêr Žilina a voe gwarantet d'e annezidi gant Loeiz Iañ a Hungaria

    E 1467 e voe diazezet e Bratislava ar c'hentañ skol-veur war an tiriad slovak, "Academia Istropolitana" hec'h anv.

    Dindan dalc'h an Habsbourged kemmañ

    E 1526 e voe faezhet trumm al lu hungariat d'an 9 a viz Eost da-geñver Emgann Mohács gant an Durked. Lazhet e voe ar roue Loeiz II a Hungaria e-kerzh an emgann-se. Tremen a reas e dron da Habsbourged Aostria. Aet e oa ar bras eus tiriad an impalaeriezh hungariat dindan dalc'h an Otomaned. Da heul en em gave e Slovakia kreiz an nemorant eus impalaeriezh hungariat. Ar parlamant hungariat a c'hourbannas Prešporok (Bratislava a-vremañ) da gêrbenn Hungaria.

    Etre 1604 ha 1711 e rankas Hungaria taliñ ouzh un heuliad c'hwec'h emsavadeg eus an noblañs a-enep an Habsbourged.

    E 1635 e krouas ar c'hardinal Peter Pazmany ur skol-veur katolik e Trnava (e 1777 e voe treuzlec'hiet ul lodenn eus ar skol-veur-se da Boudin, mont a reas an nemorant da Prešporok e 1786).

    Soudarded an impalaeriezh, gant skoazell lu ar roue poloniat Yann III Sobieski, a drec'has e 1683 an Durked da-geñver Emgann Vienna ha terriñ a rejont evit mat emled an Impalaeriezh Otoman.

    Etre 1740 ha 1780 e c'houarnas Maria-Tereza Iañ a Hungaria Hungaria ha Slovakia war un dro. Kenderc'hel a reas he mab Jozef II gant an adreizhadurioù bet boulc'het o deus degaset kemmoù kevredadel krenn.

    1763 : Diazezet e voe ar c'hentañ skol-veur mengleuziek e Banska Stiavnica.

    Eus 1805 betek 1809, Slovakia ne ziankas ket mareadoù kriz brezelioù Napoleon. Sinet eo bet Feur-emglev Pressburg e Pressburg (anv alamanek Prešporok), d'ar 26 a viz Kerzu 1805, goude ar faezhidigezh aostriat en emgann Austerlitz.

    Eil reizhadur ar slovakeg lennek gant Ľudovít Štúr, embannet e 1843 a voe frouezhoc'h eget an hini kentañ eus 1787 gant Anton Bernolák. Mont a ra da ziazez ar slovakeg lennek a-vremañ.

    Da-geñver Nevez-amzer ar Pobloù, ur bagad engouestlidi slovak a aozas ar c'hentañ emsavadeg armet slovak. An teir zagadenn gant ar bagad-se stok ouzh an impalaer a chom berr da reiñ ar frankiz c'hoantaet d'ar vroad slovak.

    1848 : bodadenn Bratislava a dorras ar servelezh. An dispac'h en savas a voe faezhaet gant impalaer Aostria gant emelladenn impalaer Rusia e 1849.

    Ar vodadenn vroadel slovak a ginnigas ur c'hounskrid eus ar vroad slovak, e kêr Martin e 1861. Daou vloaz diwezhatoc'h, e Martin ivez, e lakas en e sav ar « Matica slovenska », kentañ ensavadur broadel da bal dezhañ kreñvaat deskadurezh ha sevenadur ar Slovaked.

    E 1884 e voe savelaet ar c'hentañ bank slovak e Bratislava, "Tatrabanka" hec'h anv.

    E Cernova, kêriadennig nepell eus kêr Ružomberok (Rosenberg da neuze), d'ar 27 Here 1907, e tenn an archerien war gêriadenniz o klemm ouzh ar gloer hungariat ha kensakradur un iliz. Sevel a ra disoc'h ar fuzuilhadeg da 14 den marv ha 70 gloazet. Gant an Norvegad Bjornstjerne Bjornson hag ar Saoz Seton Watson e voe embannet ditouroù a-zivout ar fedoù-mañ, a raio d'an nerzhioù araokour sevel o mouezh. Cernova a zo lec'h ganedigezh ar beleg ha politikour Andrej Hlinka (1864-1938).

    E 1907 e voe diazezet ar C'hevre slovak e Cleveland, Ohio, SUA

    Ar riez tchekoslovak kemmañ

    E 1918 Slovakia a zo ur rann eus ar Republik tchekoslovak kentañ, diazezet d'an 28 a viz Here e Praha. Emezelladur ar Slovaked er riez nevez a zo bet asantet gant ar vodadenn vroadel d'an 30 a viz Here e kêr Martin. Bratislava ne voe staget outi ken nemet adalek ar 1 a viz Genver 1919. Tomáš Garrigue Masaryk, ar jeneral Milan Rastislav Štefánik hag Edvard Beneš dre o oberiantiz politikel a labouras evit krouiñ ar riez Europat nevez-se.

    E 1919 e voe krouet skol-veur Coménius e Bratislava.

    E 1920 e voe krouet ar C'hoariva broadel slovak e Bratislava

    D'ar 14 Meurzh 1939, tra ma voe aloubet ar Südetenland (un tiriad tchek anezhañ) gant al lu alaman, e voe gourembannet e Bratislava dizalc'hiezh ar Republik slovak. Mont a reas ar beleg katolik Jozef Tiso da brezidant ar riez slovak bet krouet dre youl Alamagn an nazied.

    D'ar 29 Eost 1944 e voe gourbannet an Emsavadeg vroadel slovak e kêr Banska Bystrica. Goude dalc'hidigezh lec'hioù an emsavadeg gant an Alamaned e kreiz Slovakia e kavas repu ar soudarded hag ar partizanted slovak er menezioù.

    Dieubidigezh ar vro diouzh an dalc'hidigezh nazi a grogas gant enkerzh an Arme Ruz e Slovakia d'ar 6 a viz Here 1944 e rannvro ode Dukla. Dieubet eo bet Bratislava d'ar 4 a viz Ebrel 1945 gant ar memes arme.

    E Mae 1945 e voe adsavet ar Republik Tchekoslovak.

    E dilennadegoù an diskaramzer 1947 n'eo ket trec'h ar gommunourien slovak, er c'hontrol d'o c'henseurted tchek. Slovakia a gouezh avat dindan beli ar galloud a-du gant ar Soviediz goude taol-stad kommunour miz C'hwevrer 1948.

    Etre Genver 1968 hag Eost 1968 politikourien slovak bleniet gant Alexander Dubček a gemeras ur perzh oberiant e Never-Amzer Praha, a gase war-raok un demokrateladur leun a bromesaoù eus ar riez hag ar gevredigezh. An argerzh a zo bet harpet taer e miz Eost 1968 pa voe dalc'het ar vro gant armeoù Emglev Varsovia. E miz Here 1968 ez eas ar riez da Republik Kevreadel.

    An Dispac'h Voulouz, e miz Du 1989, a zegas kemmoù politikel krenn. Kollet o c'halloud gant ar gommunourien, setu digor an hent d'an demokratelezh ha d'al liested. Annezidi Bratislava ha kêrioù ha kêriadennoù slovak all a gemer ur perzh oberiant er manifestadegoù a-yoc'h.

    Mezheven 1990 : kentañ dilennadegoù dieub abaoe 1946.

    An dizalc'hiezh kemmañ

    Abaoe ar 1 a viz Genver 1993 ez eus ur riez dizalc'h ha riek eus Slovakia. Mont a reas ar riez slovak nevez da ezel eus an ABU d'an 19 a viz genver. D'ar 15 a viz C'hwevrer e voe dilennet Michel Kovac da gentañ prezidant ar riez demokratel-se gant bodadenn vroadel ar Republik slovak.

    D'ar 29 a viz Meurzh2004 ez eas Slovakia da ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel ha d'ar 1 a viz Mae da ezel eus Unaniezh Europa.

    Politikerezh kemmañ

    Ur republik parlamantel eo Slovakia er penn anezhi ur prezidant, dilennet bep pempvet bloaz gant ar bobl slovak en un dilennadeg daou dro dezhi. Mont a ra un emstriver da brezidant en ur zastum kreñv da 50% eus ar mouezhioù.

    Pleustret e vez ar galloud sevener dreist-holl gant penn ar gouarnamant, ar C'hentañ ministr, a zo peurvuiañ penn ar strollad pe ar c'hengevread muianiverel er parlamant, hag a vez anvet gant ar prezidant. Anvet e vez nemorant ar gouarnamant gant ar prezidant war erbedadenn ar c'hentañ ministr.

    Ar galloud lezennel a zo ouzh e ober Kuzul broadel ar Republik slovak (Národná rada Slovenskej republiky), parlamant unkambregel ennañ 150 ezel. Dilennet eo ar c'hannidi evit ur leuriadur a bevar bloaz dre vouezhiadeg kenfeurel.

    [s] – [k]
    Dilennadegoù 2006 ar parlamant slovak
    Strolladoù Mouezhioù % Sezioù
    Renerezh - Demokratelezh Sokial (Smer - sociálna demokracia) 671.185 29,14 50
    Unaniezh demokratel ha kristen slovak - Strollad Demokratel (Slovenská demokratická a krestanská únia - Demokratická strana) 422.815 18,35 31
    Strollad broadel slovak (Slovenská národná strana) 270.230 11,73 20
    Strollad ar c'hengevread hungariat (Strana maďarskej koalície - Magyar Koalíció Pártja) 269.111 11,68 20
    Strollad poblek - Luskad evit ur Slovakia demokratel (Ludová strana - Hnutie za demokratické Slovensko) 202.540 8,79 15
    Luskad demokratel kristen (Krestanskodemokratické hnutie) 191.443 8,31 14
    Strollad kommunour slovak (Komunistická strana Slovenska) 89.418 3,88 -
    Forom dieub (Slobodné fórum) 79.963 3,47 -
    Emglev ar c'heodad nevez (Aliancia Nového Obcana) 32.775 1,42 -
    Luskad evit an demokratelezh (Hnutie za demokraciu) 14.728 0,63 -
    Spi (Nádej) 14.595 0,63 -
    Hollad (Perzhiadur 54,67 %)     150

    Ar barnerezh uhelañ a zo al Lez Bonreizhel (Ústavný súd), a ziviz war ar c'hrafoù bonreizhel. Anvet eo an 13 ezel anezhi gant ar Prezidant, diwar ur roll anvioù diuzet gant ar Parlamant.

    Emezelet eo Slovakia en Unaniezh Europa d'ar 1añ a viz Mae 2004.

    Douaroniezh kemmañ

     
    Kastell Bojnice

    Bratislava eo ar gêrbenn (Prešporok gwezhall) enni 430 000 annezad. E-touez ar c'hêrioù pennañ all emañ Košice, Prešov, Nitra, Žilina, Banská Bystrica, Trnava ha Martin.

    An dremmvroioù slovak a zo liesseurt-kenañ a-fet torosennadur. Ar C'harpatoù (a grog e Bratislava) en em led war ar bras eus hanterenn norzh ar vro. A-hed ar gwareg meneziek-se e verzer pikernioù uhel an Tatra (Tatry), a zo ur pennroud poblek-tre evit ar ski hag a gaver enno lennoù ha traoniennoù niverus war un dro gant kein Slovakia, ar Gerlachovský štít (2,655 m), hag ar C'hriváň, arouez ar vro.

    Emañ ar c'hompezennoù er Mervent (a-hed an Danav) hag er gevred. E-touez brasañ stêrioù slovak, ouzhpenn an Danav (Dunaj) ma 'z int adstêrioù anezhi, emañ ar Váh hag ar Hron, ha c'hoazh ar Morava a dalvez da vevenn gant Aostria.

    Un hin hin kevandirel kreñvaet eo hin Slovakia gant koulzoù-amzer dezho ul lusk reoliek. Miz Genver eo an hini yenañ (keidenn a -2°C) ha miz Gouere an hini tommañ (keidenn a +21 °C). E rannvro Bratislava ez eo dousoc'h an hin er goañv ha tommoc'h en hañv.

    Isrannoù kemmañ

     

    Rannet eo Slovkia en 8 rannvro (kraje, unander kraj), anvet diwar o c'hêrbenn :

    1. Bratislavský kraj (Bratislava)
    2. Trnavský kraj (Trnava)
    3. Trenciansky kraj (Trencín)
    4. Nitriansky kraj (Nitra)
    5. Žilinský kraj (Žilina)
    6. Banskobystrický kraj (Banská Bystrica)
    7. Prešovský kraj (Prešov)
    8. Košický kraj (Košice)

    Menegomp ivez bezañs 65 distrig (okres), tonket da vont da get, war hir dermen, gant ar rannvroioù o sershaat o c'halloudoù .

    Skeudennaoueg kemmañ

    Poblañsouriezh kemmañ

     
    Emdroadur ar boblañsouriezh etre 1993 ha 2003 (sifroù digant FAO, 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi.

    Slovaked eo ar bras eus annezidi Slovakia (86 %). Neoazh ez eus er vro ur minorelezh hungareger bras a-walc'h er c'hreizteiz hag er reter (10 % eus ar boblañs hollek). Ar c'henelioù all a zo ar Romed (Tsiganed), an Tcheked, ar Rutened, an Ukrainiz, an Alamaned hag ar Poloniz.

    Armerzh kemmañ

    Proadurioù kemmañ

    Armerzh Slovakia a denn splet eus bezañ enframmet en Unaniezh Europa. Dre benn d'he zud labour perzhek a-walc'h, d'he goproù dister hag d'ur gwir al labour gwevn, e zedenn ar vro embregerezhioù greantel niverus. Goude Volkswagen e Bratislava, PSA Peugeot Citroën an hini en deus kemennet ur postadur e Trnava, ha da heul Hyundaï Kia e Žilina. A-benn 2007 e vefe evel-se Slovakia kentañ kenderc'her karbedoù dre annezad er bed ! War-bouez ar vetalouriezh (tro-dro d'ar gêrbenn ha da Košice), obererezhioù pennañ ar vro a zo ar prenn hag e zeveradoù (rannvro Banská Bystrica ha Ružomberok), ar madoù aveiñ ha, d'ul live disteroc'h, an elektronik hag an dilhata. Ar vro a c'horvo ivez glaou. Evelato e vane da 17% feur an difred e 2004, daoust d'ur gresk armerzhel a 5,5%. Da neuze a save ar PDK da 42,5 miliard a zollaroù, a ra 7 200 $ dre annezad. Sevel a ra feur nemetañ an tailhoù da 19 % ha kement-se evit an embregerezhioù kenkoulz hag ar brevezidi.

    Moneiz kemmañ

    Moneiz ar vro a-raok an euro e oa ar gurunenn Slovak (Slovenská Koruna) SK pe SKK.

    Ar moneiz-paper a oa ouzh e ober bilhedoù-bank 5,000, 1,000, 500, 200, 100, 50 ha 20 Sk.

    Talvoudegezh ar pezhioù a oa 10, 5, 2, 1 Sk, ha 50 halierov (d.l.e. sent, 0,5 Sk). Pezhioù 10 ha 20 halierov a zo bet ivez en amred eus 1993 da 2003.

    Degemeret eo bet an euro da voneiz d'ar 1añ a viz Genver 2009. Ur mon eskemm kreizat nevez, 35,4424 kurunenn evit 1 euro, a zo bet kevraouet etre ar pennadurezhioù slovak ha Bank kreiz Europa, aet eo e talvoud d'an 19 a viz Meurzh 2007, en ur erlec'hiañ ar feur kozh (38,455) degemeret p'he doa Slovakia emezellet er gwikefre ar feur eskemm europat (ERM II)[1].

    Tu penn ar pezhioù slovak en euro a zo bet degemeret gant Bank kreiz Slovakia e miz Kerzu 2005 (gwelet en:Slovak euro coins). Goulennet en deus ar gouarnamant slovak digant Unaniezh Europa lakaat en amred bilhedoù 1 ha 2 euro a-benn na grouiñ e-touez an dud ar santad ez afe ar prizioù war-gresk. Ar pezh moneiz uhelañ e werzh hiziv an deiz, hini 10 kurunenn, a dalvez war-dro 30 sent, hag ar bilhed e werzh izelañ, hini 20 kurunenn, a dalvez neuze en tu-mañ d'un euro, hini 50 kurunenn en tu-mañ da 2 euro.

    Sevenadur kemmañ

    Hockey war skorn eo ar sport broadel. Aet eo ar maout gant ar Slovaked da-geñver kampionad ar bed e 2002.

    Un esperded douristel dibaot ha dedennus a c'heller gwelout e Slovakia ar Reter (nes da Košice) a zo an niver bras a ilizoù war ar maez e koad, a zegas da soñj eus ar stavkirke a Norvegia.

    Arzourien :

    Deizioù-gouel
    Deiziad Anv slovak Troidigezh vrezhonek Evezhiadenn
    1 a viz Genver (1993) Novy Rok + Deň vzniku Slovenskej republiky Ar bloaz nevez + Devezh diazezadur ar republik Slovak torret dimez Tchekoslovakia, mont a ra ar Republik Tchek ha Slovakia da zizalc'h
    6 a viz Genver Zjavenie Pána (Traja králi a vianočný sviatok pravoslávnych kresťanov) Gouel ar Sterenn (Gouel ar Rouaned ha devezh Nedeleg ar gristenien reizhkredennek)
    hegemm Veľkonočný piatok Gwener-ar-Groaz
    hegemm Veľkonočný pondelok Lun Fask gwelet ivez Gouel Dyngus
    1 a viz Mae (1886) Sviatok práce Devezh al labour kroget eo an hengoun anezhañ da heul Kabaduilh Haymarket e Chicago
    8 a viz Mae (1945) Deň víťazstva nad fašizmom Devezh trec'h war ar faskouriezh diwezh an Eil brezel bed e Europa ; lidet e veze un devezh diwezhatoc'h da gentañ penn
    5 a viz Gouere (863) Sviatok svätého Cyrila a Metoda Gouel sent Kiril ha Metodius donedigezh e Moravia-Veur misionerien ar Slaved Sent Kiril ha Metodius (gwelet ivez Lizherenneg c'hlagolitek)
    29 a viz Eost (1944) Výročie Slovenského národného povstania Deiz-ha-bloaz an Emsavadeg broadel slovak emsavet ar Slovaked a-enep an Alamagn Nazi
    1 a viz Gwengolo (1992) Deň Ústavy Slovenskej republiky Devezh Bonreizh ar Republik Slovak degemeret bonreizh Slovakia dizalc'h (da zont) e Bratislava
    15 a viz Gwengolo Sviatok Panny Márie Sedembolestnej, patrónky Slovenska Gouel Itron Varia a Seizh Kleze, patronez Slovakia ar Gwerc'hez Vari gwenvidik eo patronez Slovakia
    1 a viz Du Sviatok všetkých svätých An Hollsent gweladennet e vez ar beredoù an devezh-se pe tro-dro
    17 a viz Du (1989/1939) Deň boja za slobodu a demokraciu Devezh ar stourm evit ar Frankiz hag an Demokratelezh evit lidañ manifestadeg ar studierien a-enep an dalc'hidigezh Nazi e 1939, ha war un dro manifestadeg 1989 e Praha a vez sellet outi evel deroù an Dispac'h Voulouz
    24 a viz Kerzu Štedrý večer Derc'hent Nedeleg profoù Nedeleg a vez digoret d'an abardaez derc'hent Nedeleg e Slovakia
    25 a viz Kerzu Prvý sviatok vianočný Nedeleg ger ha ger kentañ devezh Nedeleg
    26 a viz Kerzu Druhý sviatok vianočný Sant-Stefan ger ha ger eil devezh Nedeleg


    Liesseurt kemmañ

    Slovaked brudet :

    Daveennoù kemmañ


    Liammoù diavaez kemmañ