Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel

Dre ma kreske armoù nukleel an URSS e talc'has ar Stadoù-Unanet da vodañ ar riezoù demokratel a oa prest da stourm ouzh he levezon ideologel hag he galloud milourel. Savet e voe Aozadur Feur-emglev Meurvor Atlantel an Norzh, pe Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA e verradur brezhonek), d'ar 4 a viz Ebrel 1949, anezhañ un aozadur etrebroadel milourel savet e-touez sinerien Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh (1947).

Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel
aliañs vilourel, aozadur etregouarnamantel, Aozadur etrebroadel, emglev milourel liesvroadel
Deiziad krouiñ4 Ebr 1949 Kemmañ
Anv ofisielNorth Atlantic Treaty Organization, Organisation du traité de l'Atlantique nord Kemmañ
Anvet diwarNorth Atlantic Treaty Kemmañ
Den e penn an aozadurSecretary General of NATO Kemmañ
General secretaryMark Rutte Kemmañ
SternerTod D. Wolters Kemmañ
Yezh ofisielsaozneg, galleg Kemmañ
Ger-sturAnimus in consulendo liber Kemmañ
Testenn ar ger-sturAnimus in consulendo liber Kemmañ
StadBelgia Kemmañ
Lec'hNATO Headquarters Kemmañ
AotrouniezhNorth Atlantic Council Kemmañ
Ezel eusEuropean Air Transport Command Kemmañ
Sez sokialBrusel Kemmañ
Foundational textNorth Atlantic Treaty Kemmañ
Skigner orinNATO TV Kemmañ
Chomlec'hBoulevard Leopold III 1110 Brussels Belgium Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nato.int Kemmañ
URL gwazhhttps://www.nato.int/cps/en/natohq/RSS.htm, https://www.nato.int/cps/rss/en/natohq/rssFeed.xsl/rssFeed.xml Kemmañ
HashtagNATO, WeAreNATO Kemmañ
Domani internet.nato Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of NATO Kemmañ
Banniel AFNA

An daou anvadur ofisiel a zo : North Atlantic Treaty Organisation (NATO), e saozneg, hag Organisation du traité de l'Atlantique nord (OTAN), e galleg.

E Brusel emañ ar sez.

NATO (North Atlantic Treaty Organization e saozneg) a oa un aozadur politikel dreist-holl a-raok ma voe kroget Brezel Korea. Adal ar brezel drastus-se e voe roet nerzh d'ur frammadur resisoc'h eus ar Stadoù ezel, savet e voe un aozadur milourel didan sujidigezh daou komandant penn stadunanat. Red ar Brezel Yen a zegasas kevezerezh gant stadoù ezel Pakt Varsovia a voe savet e 1955.

Douetañs a oa savet da geñver nerzh an aozadur hag al liammoù etre an izili en Europa eus un tu ha gant Stadoù-Unanet Amerika eus an tu all. Douetañs a oa savet ivez da geñver penaos talañ ouzh un aloubadeg gant ar soviediz. Bro-C'hall a voe an ezel oc'h ober ar muiañ a drouz, betek sevel un nerzh tagañ nukleel ha kuitaat an aozadur milourel adal 1966 hag e-pad 30 vloaz.

Goude kouezhadenn Moger Berlin e 1989, an aozadur a voe desachet etrezek disparti Yougoslavia. Eno e voe kaset ar c'hentañ kampagn milourel e Bosnia etre 1992 betek 1995 ha goude-se e Yougoslavia e 1999. Da geñver politikerezh an aozadur a zo gwelet gwelloc'h gant ez izili Pakt Varsovia, ul lod bras anezho o vezañ emezelet en Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel etre 1999 ha 2004.

E miz Even 2022, an Afna en deus 40 000 soudard e reter Europa kenkas ma vefe eus un dagadenn rusian. An hanter eus ar soudarded a zo e Bulgaria, Roumania, Hungaria, Slovakia, ha Polonia. Ar pemp bro-se o deus 259 000 soudard ouzhpenn bet soudarded AFNA. Ouzhpenn nijlu Bulgaria, Spagn n'eus kaset kirri-nij Eurofighter Typhoon, an Izel-vroioù eizh F-35, ha Bro-C'hall hag SUA o deus kaset kirri-nij ouzhpenn.

Etre eo ar sell war an AFNA e-touez poblañsoù ar Stadoù ezel.

  • ██ Izili AFNA
  • Sinerien

    kemmañ
     
    Emastenn AFNA en Europa
    Sinerien gentañ
    Kentañ astenn
    E 1952 e voe astennet an aozadur, evit difenn talbenn gevred ar pezh a veze anvet ar bed frank:
    Eil ha trede astenn
    Riezoù all a yeas e-barzh da c'houde.
    Broioù ar reter

    War ar renk evit bezañ e-barzh

    kemmañ

    Aozadurioù dammheñvel

    kemmañ

    Notennoù

    kemmañ
    1. Kuitaet ganti e 1967 Gourc'hemennerezh enframmet an aozadur ; distroet e 2009.
    2. (fr) Ouest-France, 16/05/2022

    Gwelit ivez

    kemmañ