Makedonia an Norzh
Republik Makedonia an Norzh (e makedoneg: Република Северна Македонија / Republika Severna Makedonija ; en albaneg: Republika e Maqedonisë së Veriut) zo ur vro e gevred Europa, el ledenez valkanek, hag a oa unan eus republikoù Yougoslavia a-raok ma tarzhas ar c'hengevredad-se e 1991.
Република Македонија Republik Makedonia | |||||
| |||||
Kêr-benn | Skopje | ||||
---|---|---|---|---|---|
Yezh(où) ofisiel | Makedoneg | ||||
Gouarnamant | Republik | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 25.713 km² | ||||
Poblañs | |||||
- Stankter | 79.83/km² | ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .mk |
Republik Makedonia (Република Македонија) e oa anvet ent-ofisiel etre Gwengolo 1991 ha C'hwevrer 2019. Mont a reas e-barzh Aozadur ar Broadoù Unanet e miz Ebrel 1993 ; met dre ma nac'he Gres ma vije implijet an anv Makedonia evit ar stad nevez, e oa anavezet en aozadur gant an anv "Republik Yougoslaviat Kent Makedonia" (Former Yugoslav Republic of Macedonia, e saozneg, berraet e FYROM). Goude un emglev sinet e 2018 etre gouarnamantoù Gres ha Makedonia e voe kemeret un anv nevez : Republik Makedonia an Norzh. Degemeret eo anv-se gant Gres ha deuet eo da vezañ an anv ofisiel nevez. E miz Meurzh 2020 e teuas da vezañ ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel. War ar renk emañ evit emezelañ da Unaniezh Europa.
Skopje (makedoneg: Скопје; albaneg: Shkupi; turkeg: Üsküp) eo ar gêr-benn.
En-dro da Vakedonia an Norzh emañ stadoù Gres, Bulgaria, Serbia hag Albania.
Tud
kemmañ- Anjezë Gonxha Bojaxhiu, anavezet evel Mamm Tereza, leanez katolik albanat.
Levrlennadur
kemmañ- Liubomir Ivanov et al. : (en) Bulgarian Policies on the Republic of Macedonia. Sofia: Manfred Wörner Foundation, 2008. 80 pp.
- (bg) Българската политика спрямо Република Македония
- (mk) Бугарската политика спрема Република Македониjа