Ur yezh ganti ur statud ispisial en ur Stad, ur vro pe un dachenn resis eo ur yezh ofisiel. Aliezik a-walc'h e klot honnezh gant ar yezh a vez implijet evit sevel hag embann lezennoù ur vro bennaket, met broioù 'zo a c'hell ober ivez gant meur a yezh ofisiel pe kenofisiel ivez.
Ret eo ober an diforc'h ivez etre ur yezh bihanniver anavezet en un doare ofisiel gant ur Stad pe ur vro bennaket hag ur yezh ofisiel-rik, rak daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur yezh e skolioù ur vro pe c'hoazh evit kemennadennoù ofisiel ne dalvez ket dre ret kement-mañ e vefe anezhi ur yezh ofisiel. Da skouer e vez anavezet al ladineg hag ar sardeg gant Italia, met n'int ket yezhoù ofisiel ar Stad-se.
An hanter eus holl vroioù pe Stadoù ar bed a zo gante ur yezh ofisiel. En o zouez emañ ar re a ra gant ur yezh ofisiel nemeti evel Albania, Frañs pe Lituania, ha koulskoude er broioù-se ez eus yezhoù lec'hel all hag a vez komzet enne. Broioù all, avat, a ra gant meur a yezh ofisiel evel Afghanistan, Belarus, Belgia, Bolivia, Kanada, Eritrea, Finland, India, Paraguay, Suafrika ha Suis.
Broioù all evel Irak, Italia, Rusia pe Spagn o deus anavezet en un doare ofisiel ur yezh ofisiel nemeti evit ar Stad en he fezh e-kichen yezhoù all hag a dalvez da yezhoù kenofisiel e takadoù resis 'zo, da skouer ar spagnoleg a zo yezh ofisiel Stad Spagn a-bezh keit ha m'emañ kenofisiel ar spagnoleg gant ar galizeg e Kumuniezh emren Galiza.
Un nebeud broioù pe Stadoù all, en o zouez Aostralia, Sveden hag ar Stadoù-Unanet n'o deus, diouzh o zu, yezh ofisiel ebet, nemet eo lodenn ar Stadoù diabarzh divizout pe yezh ofisiel a zo dezho (saozneg ha spagnoleg e Mec'hiko-Nevez, da skouer).
Bez' e ranker ivez ober an diforc'h etre yezh ofisiel meur a vro bet trevadennet gant broioù Europa en amzerioù kent, aliezik a-walc'h saozneg pe galleg hag ar yezhoù a vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud o vevañ eno.
Diouzh an tu all, avat, a-drugarez d'ar vroadelouriezh hag ar stourm evit an iwerzhoneg e oa bet lakaet ar yezh vroadel-se da yezh ofisiel pennañ Republik Iwerzhon er mellad 8 eus he Bonreizh daoust ma vez komzet ar yezh-se gant un niver kalz bihanoc'h a dud er vro-se evit ar saozneg, anavezet evel eil yezh kenofisiel ar Republik.
Ne glot ket atav, neuze, yezh ofisiel un takad pe ur vro hag ar yezh vroadel, d.s. bez' e c'heller lâret ez eo c'hoazh ar galleg yezh ofisiel nemeti e Breizh, met ar brezhoneg an hini eo ar yezh vroadel.


Gwelet ivez: kemmañ