Broadelouriezh
![]() → Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
|
![]() Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. |
Ar vroadelouriezh (broad + lostger -ouriezh) 'zo un ideologiezh aet war wel er XVIII{vet} hag e penn-kentañ an XIX{vet} kantved. Daou seurt anezhi: pa gav gwelloc'h un hinienn ober dave d'an dud a rann ar memes gwad (kerentiezh]) gantañ pe d'an dud a zo ganet war zouar ar memes Stad. Ar vroadelouriezh zo ideologiezh an dud a gred e-barzh ar vroad, a laka anezhi da benntalvezout, hag a lavar c'hoantaat stourm eviti.
Meur a seurt broadelouriezh zo:
- hini ar pobloù hep Stad ha hini ar Stadoù;
- hini an dieubiñ ha hini an aloubiñ
- an hini a vez embannet he lorc'h hag an hini a vez kuzhet evel un dra vezhus.
OrinoùAozañ
Ganedigezh ar vroadelouriezh vodernAozañ
P'eo bet an "natio", ur gêr latin, un termen implijet ha troet a-dreuz ar c'hantvedoù evit termeniñ pobloù pe veuriadoù pe strolloù tud liesseurt, ne weler ket un elfennadur politikel ha gwirael a-raok Kantved ar Sklêrijenn er XVIIIvet. Gant ar bredourien ha politikourien gall eo bet embannet e oa sujidi roue Bro-C'hall, keodeded ur vroad, ar Vroad Gall. Met, ne voe ket posubl mirout ar Roue hag ar Vroad asamblez, ken, goude ma voe bet nullet an unpenniezh, e voe ret termeniñ piv a oa gwir brogarour hag enebour ar Vroad (unpennelourien, ChouanerezhChouaned, Vandeiz, trafikerien, etc.).
Ar vroadelouriezh vreizhatAozañ
Komz eus ar vroadelouriezh vreizhat a zo komz
- pe eus ur voadelouriezh en ur ster strizh, da lavarout eo eus ar strolladoù a lavar bezañ a-du gant ar vroadelouriezh,
- pe eus ar vroadelouriezh en ur ster ledan, o kontañ e-barzh an holl strolladoù politikel diazezet e Breizh, a zifenn harzoù istorel Breizh ha yezh ha sevenadur Breizh;
- pe eus ar vroadelouriezh en ur ster ledanoc'h c'hoazh, o lakaat e-barzh ar strolladoù sevenadurel pe aozadurioù a labour war dachenn Breizh hepken pe evit ar brezhoneg dreist-holl. Evel-se e vez lakaet Diwan hag Ofis ar Brezhoneg (ha meur a aozadur all da-heul) da vroadelourien gant ar republikanourien, evit diskar o brud da gentañ, hag evit lakaat ar stad c'hall da enebiñ outo da c'houde. Evelkent ne vag tost den ebet e Breizh a gasoni evit bro all ebet, ha pa vefe Bro-C'hall ! Ar vroadelouriezh vreizhat peurliesañ, a zo e gwirionez brogarantez a vez graet anezhi brogarouriezh.
KomzoùAozañ
- Ar vrogarantez eo ar garantez a vag an den ouzh e vro, ar vroadelouriezh eo ar gasoni a vag ouzh ar broioù all. Charles de Gaulle.Evel-just n'eo ket sell ur Breizhad an hini eo.