Reolennoù ar chom neptu


Skrivet eo e pennreolennoù ar Wikipedia: chom neptu a ranker pa saver pennadoù. Hervez Jimbo Wales, an den en deus diazezet ar Wikipedia, diharz ha divreutaus eo pennreolenn ar chom neptu (pe neptuegezh). [1].

Digoradur

kemmañ

Embann a ra pennreolenn ar chom neptu e tle ar pennadoù diskouez an holl savboentoù gant doujañs ha hep barn a-dreuz.

Dre dreuzintent e c'hoarvez da bennadoù zo bezañ savet gant ur savboent hepken enno, pa gav d'ar skridaozer ez int gwirionez. Ha koulskoude ec'h embanner er pennreolennoù e tleer diskouez gant doujañs mennozhioù pep kostezenn, en un tabut pe un dael, hep silañ e spered an dud e c'hellfe bezañ ar gwir gant un tu hepken. Kement-se a zo prizius kenañ evit ma vo ar Wikipedia un oberenn eus ar c'haerañ.

Ret eo kaout skiant-prenet evit sevel pennadoù neptu ha klasket e vez war ar skridaozerien a c'hello deskiñ d'an holl penaos chom neptu.

Menoz diazez ar chom neptu

kemmañ

Ne vez ket implijet mennozh an neptuegezh evel m'eo komprenet gant an holl. Un doare-ober resis a ya ganti pa n'eo ket aes sevel un holloueziadur gant tud hag o deus o savboentoù dezho dineptu. Koulskoude ne vije ket reizh lezel kostezioù'zo bezañ savet uheloc'h eget reoù all.

Termenadur orin ar chom neptu

kemmañ
 
The Wikipedia is governed by the impartiality.

"1. Ur pennad savet evit un holloueziadur ne c'hell ket displegañ e ra an embregerezhioù evel an dorfedourien ha pa soñjfe ar skridaozer e reont evel-se. Ar skridaozer a dle diskouez ez eus tud hag eo o soñj an dra-se ha displegañ peseurt abegoù e roont, gant daveoù, met diouzhtu e tle ar skridaozer diskouez savboent ar c'hostez all.

2. Ur pennad savet evit un holloueziadur ne c'hell ket displegañ eo ar gapitalouriezh gant e "lezel ober" ar gwellañ sistem sokial. Dleet eo d'ar pennad diskouez arguzennoù kostezenn ar menoz-se hag arguzennoù an dud n'emaint ket a-du gantañ.

Marteze e c'heller skrivañ gwelloc'h evit un holloueziadur pa glasker dispakañ peseurt soñjoù e vez e spered an dud e-lec'h klask penaos emañ an traou. Ma kavez ar savboent-se evel subjektivel pe voutinour pe impalaerour, deus da c'houlenn diganin pa soñjan-me e rez ur fazi. Ar pezh a zo e spered an dud a zo ur fed objektivel hag an dra-se a c'hell bezañ displeget buan hag aes diwar ur savboent neptu.

gant Jimbo Wales, diazezer Wikipedia.

Troidigezh diwar ar saozneg da vezañ kendalc'het

An neptuegezh, ha petra n'eo ket

kemmañ

N'eo ket ur savboent hanter-hent

kemmañ

Doujañ d'an neptuegezh n'eo ket dibab ur savboent hanter-hent etre daou savboent, met kinnig pep savboent.

N'eo ket ur savboent hepken

kemmañ

An neptuegezh n'eo ket unan eus ar savboentoù, met an holl savboentoù.