Republik Iwerzhon
- Ar pennad-mañ a denn da Stad Iwerzhon. Evit an enez en he fezh, sellet ouzh Enez-Iwerzhon.
Iwerzhon, pe Republik Iwerzhon (iwerzhoneg: Poblacht na hÉireann; saozneg: Republic of Ireland), eo anv ar Stad dindan ar braz eus Enez Iwerzhon. Ar peurrest, anvet «Norzhiwerzhon», a zo manet betek-henn e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet. Krouet e oa bet Stad Dieub Iwerzhon e 1922 goude ur brezel etre emsaverien evit frankiz an enez diouzh rouantelezh Breizh-Veur. Mont a reas da vezañ ur republik e 1948. Dulenn eo ar gêr-benn. Ezel eus Unaniezh Europa eo abaoe 1974.
Unaniezh Europa | |||||
---|---|---|---|---|---|
Éire • Republic of Ireland Iwerzhon | |||||
| |||||
![]() | |||||
Kan broadel | Amhrán na bhFiann | ||||
Yezhoù ofisiel | Iwerzhoneg, Saozneg | ||||
Kêr-benn | Baile Átha Cliath | ||||
Gorread • En holl • % dour |
70 273 km² 2% | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
5 244 844 (2021) 75 ann./km² | ||||
Prezidant | Mícheál D. Ó hUiginn | ||||
Taoiseach (Kentañ ministr) |
Mícheál Ó Máirtín | ||||
Gouel broadel | 17 a viz Meurzh | ||||
Moneiz | Euro (€) | ||||
Kod pellgomz | 353 | ||||
Kod Internet | .ie |
Anv ar stadAozañ
Hervez Bonreizh 1937 ez eo Éire (iwerzhoneg) pe Ireland (saozneg) anv ofisiel ar stad.
Abaoe ma oa bet staliet ur republik, hervez lezenn, d'an 18 a viz Ebrel 1949, ez eus ivez un anv boas : « Republik Iwerzhon » (Republic of Ireland e saozneg, Poblacht na hÉireann en iwerzhoneg), koulskoude n'eo ket anavezet an anv-se ez-vonreizhel.
An anv saoznek Irish Republic ne vez ket implijet – anv ar republik embannet d'an 21 a viz Genver 1919. Etre 1922 (mont kuit eus ar Rouantelezh Unanet) ha 1937, e veze graet "Stad dieub Iwerzhon" eus ar stad (Saorstát Éireann en iwerzhoneg, Irish Free State e saozneg).
PolitikerezhAozañ
- Dáil Éireann (Dael Iwerzhon)
- Taoiseach (Kentañ Ministr)