William Butler Yeats

William Butler Yeats (13 a viz Mezheven 1865, 28 a viz January 1939) a oa ur barzh, un dramaour, hag ur skrivagner saoznek iwerzhonat. Dre e oberenn e loc'has adsav lennegezh Iwerzhon. E-kerzh e bloavezhioù diwezhañ e voe anvet senedour e Seanad Éireann ("Sened Iwerzhon").

W.B. Yeats (1903)

Ur protestant a hil saoz hag iwerzhonat a oa Yeats. Disavet e voe e Dulenn hag e Londrez. Studial a reas ar varzhoniezh adal e vugaleaj, ha bamet e voe gant mojennoù Iwerzhon hag an okult. Levezonet eo bet kalz gant an dañvezioù-se a-c'houde he studiadennoù en National College of Art and Design e Dulenn betek deroù an XXvet kantved. E zastumad barzhonegoù kentañ a voe embannet e 1889, aze e veze gwelet ur heñvelidigezh gant Edmund Spenser, Percy Bysshe Shelley ha barzhed Breuriezh rakrafaelour.

A-c'houde 1900 e teuas da vout fetisoc'h ha politikeloc'h e skrivadennoù. Den brudetañ an Irish Literary Theatre e voe d'ar c'houlz-se. D'ar poent-se e lakaas barzhed arall evel Ezra Pound da c'hounit brud. Priz Nobel al lennegezh e tizhas e 1923. E oberenn diwezhañ a voe The Tower e 1928 ha Words for Music Perhaps and Other Poems, ambannet e 1932.

Beziet e voe e Ròcabruna Caup Martin da gentañ a-raok bout kaset e gorf da Droim Chliabh (Kontelezh Sligeach, Iwerzhon) war atiz gouarnamant Iwerzhon.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.