Dollar ar Stadoù Unanet

Dollar ar Stadoù Unanet
bilhedoù eus $1 da $100 pezhioù eus USA
bilhedoù eus $1 da $100 pezhioù eus USA
Kod ISO 4217 USD
Implijet e Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Monc’hwezh 2.7% (SUA hepken)
Andon The World Factbook, 2007 est.
Liammet gant
Rannadur
1/10 dime
1/100 cent
1/1000 mill
Arouez $ pe US$
cent ¢ pe c
mill
lesanv Buck, green, greenback. Hag ivez Washingtons, Jeffersons, Lincolns, Benjamins, ha Hamiltons diwar ar skeudennoù warno,[1] ivez peso e Puerto Rico.
Pezhioù
Implijet alies , , 1 dime,
Implijet ral , $1
Bilhedoù
Implijet alies $1, $5, $10, $20, $50, $100
Implijet ral $2,
Bank-kreiz Federal Reserve Bank
Lec'hienn www.federalreserve.gov
Mouler Bureau of Engraving and Printing
Lec'hienn www.moneyfactory.gov
Ti ar Moneiz United States Mint
Lec'hienn www.usmint.gov

Dollar ar Stadoù-Unanet (United States dollar, berraet en US dollar) (kod bank USD), a vez graet dollar amerikan (Amerikan dollar) anezhañ alies, zo anezhañ unanenn voneiz Stadoù-Unanet Amerika hag an tiriadoù dalc'het ganto. Gouarnamantoù un nebeud broioù all a ra o moneiz ofisiel ha lezennel gantañ (Ecuador, El Salvador, Panamá, Timor ar Reter) hag un toulladig broioù all a ra gantañ ivez, ent-diofisiel avat. Arouez an dollar US zo $ pe USD pe US$ da lakaat kemm etre anezhañ hag an dollarioù all. Rannet eo e 100 cent (liester cents).

Degemeret e voe gant Kendalc'h ar c'hengevred ar Stadoù-Unanet d'ar 6 a viz Gouere 1785,[2]. Ar moneiz muiañ implijet er bed eo e treuzgreadoù etrevroadel[3] Meur a vro a implij an dollar amerikan evel o moneiz ofisiel ha lod all a implij anezhañ evel o moneiz de facto. Ouzhpenn US$ 380 miliard a oa war red (?) e 1995, an div drederenn er-maez eus ar Stadoù-Unanet. Daougementet eo bet ar sifr-mañ dek vloaz war-lerc'h gant tost da $ 760 miliard, eus an hanter d'an daoufarzh anezho o vezañ en estren[4] Se a dalv ur feur kresk keitat a war-dro 7.6%. Koulskoude e oa aet an euro dreist d'an dollar e miz Kerzu 2006 diwar-benn talvoudegezh kenstrollet an arc'hant dizolo war red.[5] Diwar neuze eo savet talvoudegezh a-vremañ an euroioù war red da ouzhpenn € 695 miliard, kevatal da US$ 1 029 miliard diouzh ar feur eskemm a-vremañ.[6].

Daveoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ