Liberia zo ur stad vihan e kornôg Afrika, war aod ar Meurvor Atlantel. Emañ etre Sierra Leone er gwalarn, Ginea en hanternoz hag Aod an Olifant er reter.

Republic of Liberia
Republik Liberia
Banniel Liberia ardamezioù Liberia
Banniel ardamezioù
Ger-stur : "The love of liberty brought us here"
Kan broadel: All Hail, Liberia, Hail!
Lec'hiadur Liberia
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Monrovia


6°19′N 10°48′K

Yezh(où) ofisiel Saozneg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant George Weah
 - Besprezidant Jewel Taylor
Gorread
 - Hollad 111 369 km² (103vet)
 - Dour (%) 13,5
Poblañs
 - istimadur 2007 3 386 000 ()
 - Stankter 29/km² (174vet)
Moneiz Dollar Liberia (LRD)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .lr
Kod pellgomz +231

IstorAozañ

Savet e voe ar stad-se gant tud bet sklaved er Stadoù-Unanet ha bet dieubet en XIXvet kantved. Adalek 1822 e teuas an dud-se eus Amerika d’ober o annez eno, gant skoazell gouarnamant ar Stadoù-Unanet. Savet e voe ar stad nevez e 1847 ha roet e voe dezhi an anv ‘’Liberia’’ da lavaret e oa ‘’bro an dud dieub’’. Met an darn vrasañ eus annezidi ar stad nevez oa tud genidik eus Afrika, hag an dud deuet eus ar Stadoù-Unanet ne oa nemet un niver bihan anezho.

Nevesoc’h zo he deus gouzañvet Liberia diwar brezelioù diabarzh (1989-1996 ha 1999-2003) o deus kaset kuit miliadoù a dud eus o zi hag o deus distrujet an armerzh, diazezet dreist-holl war an ezporzhiañ houarn ha diamantoù.

YezhoùAozañ

Ar saozneg eo ar yezh ofisiel, met n’eus nemet un drederenn eus an dud a oar ar yezh-se. Un ugent yezh bennak all a vez kaozeet gant an dud all.

Rannoù melestradurelAozañ

 
Kontelezhioù Liberia


Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.