Melilla
Melilla (Melilla e spagnoleg, مليلية Maliliyah en arabeg, Tamlit e berbereg) zo ur gêr dalc’het gant Spagn en arvor Afrika an Norzh, damenklozet e Maroko, war vord ar Mor Kreizdouar. Evit Maroko ez eo ul lodenn eus he ziriad, trevadennet gant Spagn, evel Ceuta hag an enezennoùigoù spagnat zo a-hed aod hanternoz Maroko, anvet Plazas de soberanía. Ur gêr emren eo Melilla, abaoe 1995, enni war-dro 70 000 a annezidi. Komzet e vez berbereg ar Rif gant ar braz eus an dud e kêr hag ivez arabeg, spagnoleg hag un tammig galleg.
E dalc’h ar Fenikianed, ar Romaned, ar Vandaled, ar Wizigoted... eo bet Melilla. E-pad ur pennad e oa bet ur porzh eus an Impalaeriezh vizantat, a-raok bezañ ul lodenn eus rouantelezhioù arab Maroko. Aloubet e oa bet gant Spagn e 1497. Abaoe eo chomet dindan beli ar vro-se. E 1995 e oa bet roet da v-Melilla, evel da gêr Ceuta, ur statud a gêr emren.
Ur bern repuidi eus broioù Afrika a glask dont da v-Melilla, evit gallout mont e-barzh Unaniezh Europa da c'houde.