Spagnoleg
yezh romanek
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar spagnoleg, anvet kastilhaneg a-wechoù, zo ur yezh ganet e rouantelezhioù kozh Kastilha ha Navarra, hag a vez komzet bremañ, ouzhpenn e Spagn, en un ugent stad bennak, dreist-holl en Amerika met ivez en Azia hag Afrika, gant 450 milion a dud, pe ouzhpenn 500 milion mar konter an dud a ra gantañ evel eil yezh.
An eil yezh-vamm eo war-lerc'h ar sinaeg (mandarineg) hag an eil yezh studiet war-lerc'h ar saozneg. Yezh ofisiel eo en Aozadur ar Broadoù Unanet.
Ur yezh indezeuropek eo, diorroet diwar al latin poblek, gant levezonoù liesseurt (arabeg, iberek, euskarek, keltiek hag all).
- Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Spagnolek.
E Breizh
kemmañE Breizh eo an trede yezh studiet ar muiañ er skolioù, goude ar galleg hag ar saozneg.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |